Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An durzhunell.
AN DURZUNEL
![\score {
\version "2.18.2"
\new Staff {
\relative c'{
\clef treble
\key bes \major
\tempo \markup {"Ledan"} 4= 54
\autoBeamOff
\numericTimeSignature
\time 4/4
g'4. bes8 d4 c8([ d]) | c2 bes | \time 3/4 g2~ g8 r | \time 5/4 bes4. d8 c d c4.( bes8) |
\time 3/4 bes2~ bes8 r | g4. bes8 ees d | \time 4/4 c4. bes8 g4. a8 | c4. bes8 a([ g]) bes([ a]) | g2~ g4 r \bar "|."
}
\addlyrics {
Kalz am -- zer am eus kol -- let, __ O fur -- chal ar c’hoa --
jou, __ E -- vit klask an dur -- zu -- nel kous -- ket war ar bran -- kou. __
}
}
\layout { line-width = #150 }
\midi { }
}
\header { tagline = ##f }](//upload.wikimedia.org/score/a/i/aifxemjhkgs1lteepp6yj98q6bdkn9y/aifxemjh.png)
Kalz amzer am eus kollet, o furchal ar c’hoajou,
Evit klask an durzunel kousket war ar brankou.
Devet am eus ma amors, ha tennet am eus fall,
Achapet an durzunel, ha nijet er c’hoad all !
Diouz an noz hag ar mintin, e klevan laboused,
O kana, o fredoni, war vek ar gwe pignet ;
Mez n’eus nikun aneze hag a bik ma c’halon,
Evel mouez an durzunel o ouela d’he mignon.
Hirvoudi a ra noz-de gant ar boan, ar glac’har,
Evel eun intanvez paour, kollet ganthi he far.
He mouez a zeu betek d’in, hag a zo glac’harus ;
Ha me da c’houlen ganthi he foaniou truezus.
« Petra, turzunel yaouank, a dourmant da galon ?
— Kollet am eus, emezhi, ma fidela mignon !
» Ma na zeu eur chaseour da ober d’in mervel…
Me ’varvo gant ar glac’har da ma mignon fidel !
» N’eus na souten, na remed, na konsolasion,
Barrek da zont da galmi ankeniou ma c’halon.
» Trec’het on gant ar glac’har, mond a ran da vervel.
Mez na varvin ket kontant mar na varvan fidel ! »
Gwelet am eus o vervel an durzunel yaouank,
Dizec’het eo ma c’halon gant ar poan, an tourmant !
En he huanad diveza he deus c’hoaz lavaret :
« O ma gwir vignon fidel ! » Raktal eo tremenet…
Melezour skler ha brilhant eus ar fidelite,
Te zo ar skuer ar gwira demeus ar garante.
Nan, na varvin ket kontant mar na varvan fidel !
Birviken na zizonjin maro an durzunel…
|
————
Chanté par M. Caurel, Saint Nicolas du Pélem