Mont d’an endalc’had

Sent koz Breiz-Izel, ni ho ped

Eus Wikimammenn
A. Prud’homme, 1934  (p. 183-184)



N° CXXXV. — Kantig Breuriez Galv ar Velegiez.
(Breuriez S. Brieg ha S. Erwan)



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4.=63
      \key d \major
      \time 6/8
      \partial 8*3
      a8 d e fis4. g8 e fis | d4. d8 fis g \break
      a4. b8 g a | fis4. d8 d d | b'4. b8 d b
      a4. a8 b a | g4. g8 a g | fis4. d8 d d \break
      b'4. b8 d b | a4. a8 b a \break
      g4. e8 b cis! | d4. \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      Sent koz Breiz -- I -- zel, ni ho ped sa -- vit be --
      le -- ien war ar bed. Ro -- it di -- gor da c’halv Dou --
      e e ka -- lo -- nou ar vu -- ga -- le ro -- it di --
      gor da c’halv Dou -- e e ka -- lo --
      nou ar vu -- ga -- le.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #123
    ragged-last = ##t
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }

pe ton CXXXIV

Diskan.
    Sent koz Breiz-Izel, ni ho ped
    Savit beleien war ar bed.
    Roit digor da c’halv Doue
    E kalonou ar vugale. (2 w)

  1. Kelennet gant kerent kristen,
    C’houi ’zo skouer vat ar veleien ;
    ’vel ho tud, hon mamm hag hon tad
    ’c’houlenno ’vidomp ar mennad.

  2. Hon eskopti ’zo ezommek ;
    Prestik ’ vo parroz hep beleg,…
    Met hon pedenn ’vo selaouet,
    Hag an eneou skoazellet.

  3. Ar beleg ’zo eun den dispar :
    N’eus ket kaeroc’h war an douar.
    N’eus ket koulz bennoz hag enor
    ’get mab beleg e Bro-Arvor.


  1. Ar beleg ’lak war an aoter
    Korf ha gwad Jezuz, hon Salver
    Ar burzud-se en oferenn
    A santela ar bed kristen.

  2. ’vit chom ganimp war an douar,
    Kendalc’h e varo er C’halvar,
    Jezuz ’glask bepred ebestel
    E pep parroz a Vreiz-Izel.

  3. Ar beleg ’ro ar wir vuhe(z)
    Dre ar Vadeziant d’an ene ;
    D’ar c’hristen kouezet er pec’hed
    E ro ar peuc’h hag ar c’hlanded.

  4. Ar beleg ’sav an tiegez
    War sichenn ar Briedelez.
    Kelenn a ra ar priejou
    Da sevel o bugaligou.

  5. Ar beleg, pa zeu ar maro,
    A ren an ene d’e wir vro.
    En ano Jezuz, ’eo Salver
    ’vit ar poblou, ’-hed an amzer.

  6. Ar beleg a zalc’h plas Doue,
    ’n eur zezrevell ar Wirione(z).
    E skridou kaer an Aviel
    ’man ar garantez divarvel.

  7. Ar Feiz hag ar vuhez kristen
    A dle bleunia e pep tachenn ;
    Kerkoulz e pell-bro ’vel e Breiz,
    Beleien ’zo ezomm e-leiz.

  8. Da labourat gant ar beleg,
    Doue ’c’houlenn tud kalonek,
    Leaned ha leanezed,
    Er skol mistri ha mestrezed.

  9. Galv Doue da veza beleg
    ’zo eur c’hreunenn ken talvoudek
    Ma tleer pedi an Hader
    Da hada stank greun an Aoter.

B.-L.