Diskan.
Kanomp, kanomp da virviken
Enor ha gloar d’ar Skol gristen,
D’ar skol a ra d’ar vugale
Anaout ha karout o Doue. (2 w)
- Pegen eürus ar parreziou
O deus dre forz aluzenou
Savet, kuit da glask. digare(z),
Skoliou kristen d’o bugale.
- Er skol gristen, ne vezint ket,
Kelennet evel paganed,
Hep klevout komz a-hed an deiz
Eus a Zoue nag eus ar Feiz.
- Er skol-se, mistri, mestrezed,
Bep sul, bep gouel a ya bepred,
Gant kerent ha bugaligou,
D’an iliz ’vit an ofisou.
- En holl skoliou kristen digor
’man ar Groaz er plas a enor ;
A-raok ha goude labourat,
Eno ’vez graet eur bedenn vat.
- Ar skol gristen d’ar vugale
’tresek an Nenv a ra bale,
Bak ar genta deskadurez
Eo hent an Nenv, ar santelez.
- War ar marc’had e ro d’ezo
Kement deskadurez a zo.
Gwelit ! gwelit ! tud dizoue
A gas d’ezo o bugale.
- Doue, hon Tad, gwir vestr ar bed,
Skuilhit ho pennoz, ni ho ped,
War ar skol gristen, ma teuio
Da zerc’hel start ar Feiz er vro.
- Grit ma vo sentus pep hini
Ouz gourc’hemenn an Eskopti
Hag a lavar d’an holl gerent :
Ho mab, ho merc’h, d’ar skol gristen !
- Grit d’imp kompren er barrez-man
Pegen diaes ’eo gwrizienna(n)
E kalon dinamm ar bugel,
Ar Feiz, ar vertuziou santel.
- Grit d’ar gerent kompren ervat
’eo da genta d’ar vamm, d’an tad,
D’ar vamm dreist-holl, war he barlenn,
Deski d’ar bugel e bedenn.
- Argasit pell ar gwallskoueriou,
Ar skridou fall, ar gwallgomzou,
Labour euzus an droukspered,
An dud difeiz ha disakret.
|