Mont d’an endalc’had

Salud d’eoc’h hag enor

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ave Maris stella.

A. Prud’homme, 1934  (p. 35-36)



N° XXX. — An Ave Maris stella.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4.=64
      \time 6/8
      \partial 8*1
      e8 a4. b8 c b | a( g4) r8 r a \break
      b4. b8 d c | b4.~ b4 e,8 | a4. b8 c b \break
      a( g4) r8 r a | b4. d8 c b | a4.~ a4 \bar "||" a8^\markup {\italic Diskan} \break
      e'4. d8 c b | a( g4) r8 r a | b4. b8 d c \break
      b4.~ b4 a8 | e'4. d8 c b | a( g4) r8 r a \break
      b4. d8 c b | a4.~ a4 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      Sa -- lud d’eoc’h hag e -- nor Gwir
      ste -- re -- denn ar mor Mamm Je -- zuz hon ao --
      trou C’houi ’zo dor an Neñ -- vou Sa --
      lud d’eoc’h hag e -- nor Gwir ste -- re -- denn ar
      mor Mamm Je -- zuz hon ao -- trou C’houi
      ’zo dor an Neñ -- vou.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #123
    ragged-last = ##t
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


1

Salud d’eoc’h hag enor
Gwir steredenn ar mor
Mamm Jezuz hon Aotrou
C’houi ’zo dor an Neñvou

Diskan

Salud d’eoc’h hag enor
Gwir steredenn ar mor
Mamm Jezuz hon Aotrou
C’houi ’zo dor an Neñvou.

2

Gant an ael saludet
Hag a c’hrasou karget,
Hoc’h ano, Maria,
’Zo dreist hini Eva.

3

Dinaskit ar pec’her,
Roit d’ar re dall sklaerder ;
Grit d’hon poaniou pellaat
Grit m’hon bo pep seurt mad

4

Bezit d’imp eur Vamm vat,
Grit ma vo hon mennad
En Nenv degemeret
Gant ho Mab binniget.

5

Gwerc’hez ar gwerc’hezed,
Dous ha dinamm bepred,
Hor mirit gwerc’h ive(z)
A gorf hag a ene.

6

Grit ma heuilhimp dalc’hmat
Didamall an hent mat,
Ken na vimp gant Jezuz
Da virviken eürus.

7

O Trinded eternel,
Tad, Mab, Spered-Santel,
Ra vo graet d’eoc’h ho tri
Hevelep meuleudi.

(Levr bugale Mari)