Mont d’an endalc’had

S. Anton hanvet Arc’h an Testamant

Eus Wikimammenn
Etienne-Marie Potron
troet gant Yann-Vari Kersimon.
Ar C’hourrier, 1897  (p. 30-31)


XVI


Sant Anton hanvet Arc’h an Testamant


Ar Chabistr General her c’hargaz da vont da gaout an Tad santel ar Pab, Gregor IX, da ober eur gevridi. O veza m’edo ar Jubile, oa diredet eun niver braz a dud da Rom euz a gement korn zo er bed kristen. An Tad santel a fellaz dezhan lakat Anton da brezeg dirazan ha dirag tud he balez a vel d’ann holl. Ar bobl, petra bennag n’en doa ket a esper d’he entent, a ioa deut a vandenn d’he velet. Mes peger souezet oa bet ann holl pa glevaz pephini anezho ar zant o prezeg enn he langaj, ken sklear ha ker freaz ha n’euz forz piou ! Neuze o velet pebez prezeger dispar oa sant Anton, eo e lavaraz an Tad santel ar c’homzou-ma : « Arche des deux Testaments et archives des Saintes Ecritures, » (An dra-ze a zinifi en doa ar zant desket mad ar skritur-sakr penn-da-benn ha kement o deuz lavaret an Tadou santel euz an Iliz).

Anton a zistroaz euz a Rom gant bennoz an Tad santel ar Pab, hag a reaz he sonj da vont da Badou, da jom evit mad : ar gear-ze eo a garie muia ; erruout a reaz ennhi da viz dû euz ar bloaz 1230. Pemp bloaz ha tregont en doa neuze.

An niver braz a eneou en deuz gounezet da Zoue dre he zarmoniou hag he viraklou, d’ar mare diveza-ze euz he vuez, a ziskuez peger braz oa he zantelez.