Mont d’an endalc’had

Mirakl Arezzo

Eus Wikimammenn
Etienne-Marie Potron
troet gant Yann-Vari Kersimon.
Ar C’hourrier, 1897  (p. 29-30)




XV


Mirakl Arezzo


En eur zistrei euz an Alvernii da Florans, e chomaz eur pennad enn Arezzo. Eno ez oa eun den hag a ioa ken douget d’ar goler ma seblante e guirionez beza kollet he skiant pa’zea drouk ennhan. Hogen, eun devez he c’hreg o veza lavaret eur ger bennag da zisplijout dezhan, ez eaz kement a gounnar ennhan, m’en em lakeaz da lopa varnhi a daoliou daouarn hag a daoliou treid, ha, goude beza disvlevet ha diskroc’hennet he fenn, e taolaz anezhi er porz. He zervicherien, diredet ouz he c’hlevet o krial, a zavaz ar vaouez keaz anter varo hag he dougaz d’he guele. Evelato, p’oa tremenet he varrad, an aotrou-ze a deuaz ennhan he-unan, hag o tont da zonj dezhan euz a zantelez Anton, e tired, ker mezuz ha tra, d’en em strinka d’he dreid, en eur anzao he bec’hejou hag en eur bedi anezhan da gaout truez ouz he c’hreg maleuruz. Ar zant a ieaz da gaout ar vaouez-ze, en em lakeaz da bedi hag a vennigaz anezhi. Kerkent e velaz ar bleo a ioa bet difframet euz he fenn o tont adarre d’ho flass, hag e savaz euz he guele leun a nerz hag a iec’hed.

Goude ar mirakl-ze, sant Anton a gendalc’haz da ober he dro a Brovincial hag a ieaz, er bloaz 1230, d’ar Chabistr General da Asiz.