Rozmelchon (An Uhel)

Eus Wikimammenn
Mont da : merdeiñ, klask

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Rozmelchon.

Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 308-322)



ROZMELCHON.
GWES KENTA.
________


I


   — Ma zad, ma mamm, mar am c’haret,
N’am c’hasset ket d’ar varadek ;

   N’am c’hasset ket d’ar varadek,
Gant Rozmelchon ’z on c’hoantaët. —

   — C’hui iel’ abred warc’hoas ’r beure,
Pa vo Rozmelchon ’n he wele. —

   Naïk ar Manchou n’ouie ket
Oa ’n tall ar prennestr o klewet. —


II


   Kenta den a deuz rankontret,
E Rozmelchon, ’n korf he roc’hed ;

   E Rozmelchon, ’n penn he ale,
Savet abred euz ar beure.

   — ’Naïk c’hui ’zo abred savet,
Pelec’h ma ’z et, pe ma ’z oc’h bet ?

   Deuit-c’hui ganin-me d’am zi,
’Wit ma tebrfomp hon dijuni. —

   — Debret ganin ma dijuni,
En Kvezennek verreninn, [1]

   Euz taol ann aotro, ann itron,
Ar re-se am c’hrar ’n ho c’halon. —

   — Naïk deut ganin d’am jardinou,
’Wit dibab ar c’haera bleuniou ;

   ’Wit dibab ar c’haera bleuniou,
D’ar baotred iaouank ’vo eno. —

   — En Kervezennek ’z euz kanvou,
D’ar mab-henan, a zo maro. —

   — M’e marw mab-henan ann aotrou,
N’eo ket c’hui zougo ar c’hanvou. —

   — Tec’het, aotro, ma tremeninn,
Pec’het oc’h euz balamour d’inn ;


   Avanset-mad ez eo ann de,
Divezad vo p’arruinn-me. —

   A-vriad en-hi eo kroget,
Ar pot diwar hi fenn ’zo koet ;

   Ar pot diwar hi fenn ’ zo koet,
Hag al leaz a zo bet skuillet, —

   — M’ouife Kervezennek Leon
’Venn aretet gant Rozmelchon,

   Hennes sur deufe d’am c’herc’had,
Pa skuizfe nao marc’h bep-kammad. —

   — Na rann mui forz euz da leon,
Ewit na rann-me a-c’hanout ! —

   En-hi neuze ez eo kroget,
Gant-han d’ar c’hastel hi c’hasset……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   — Naïk deut ganin d’am c’hambrjou,
Da zibab per hag avalou. —

   — Wit dibri per hag avalou,
Me a renko kaout kontellou. —

   N’oa ket hi gir peurlavaret,
Ter c’hontel d’ez-hi presantet :

   Unan troad-ruz, unan troad-gwenn,
Hag unan-all en aour melenn [2].

   Euz hi Doue ’deuz goulennet :
— Ma Doue, d’in-me lavaret,

   Pe me em laz, pe na rinn ket ? —
’N kreiz hi c’halon deuz-hi siket !

   Pa zistro Rozmelchon en dro,
’Oa Annaïk war hi geno :

   — Penamet daoni ma ine,
N’oas ket et gwerc’h dirag Doue ! —


III


   Kervezennek a vonjoure
En ti Rozmelchon p’arrue :

   — Demad ha joa bars ann ti-ma,
’Nn aotro Rozmelchon pelec’h ’ma ? —

   — Ann aotro n’ema ket er ger,
Et eo en un tammik afer. —


   — Gaou a lares war da ine !
Rag Rozmelchon ’ zo ’n he wele ;

   Ar Rozmelchon a zo er ger,
Me lako ann tân ’n he gastel ;

   Me dewo he gastel a-grenn,
Hag hen en-han da c’houlaouenn !…… —


IV


   Ha setu dewet ar c’hastel,
Hag ar Rozmelchon euz ar beer ![3]


Kanet gant un neeres en bourk
Plouegat-Guerrand. — 1863.

________


ROZMELCHON.
EIL GWES.
________


I


   El Lezker-vraz ’zo ’r varadek,
Pedet eo ann holl da vonet ;

   Pedet eo ann holl da vonet,
Marc’haridik ’zo zoubpedet.

   Marc’haridik a lavare
D’hi zad, d’hi mamm, un noz a oe :

   — Me na inn ket d’ar varadek,
Ma c’hoar Vari a renk monet ;

   Ma c’hoar Yari a renk monet,
M’ habit kaer d’ez-hi ’ vo gwisket. —

   — Ho c’hoar n’aï ket d’ar varadek,
C’hui ’ zo pedet, a renk monet. —

   Marc’haridik, pa deuz klewet,
Da oela ez eo em laket.


   Hi zad, vel m’hen euz hi gwelet,
Da Varc’haridik ’n euz laret :

   — Merc’h Marc’harit, na oelet ket,
Rag c’hui ielo d’ar varadek ! —

   Marc’harit paour a lavare
E-meaz hi gwele pa zave :

   — Adieu did, ma gwele, ’larann,
Bikenn en-out ken na gouskann ! —

   Hi zad, ’vel m’hen euz hi c’hlewet,
Da Varc’haridik ’n euz laret :

   — Ma merc’h Marc’harit, n’ oelet ket,
Rag c’hui ielo d’ar varadek. —

   Marc’haridik a lavare
Na d’hi fresik, p’hen digore :

   — Adieu did, ma frez paour, ’larann,
Ha d’am dillad-kaer ’zo en-han ! —

   Hi zad, ’vel m’hen euz hi c’hlewet,
Da Varc’haridik, ’n euz laret :

   — Marc’haridik na oelet ket,
Rag c’hui ielo d’ar varadek ! —

   Marc’haridik paour a lare
E-meaz ann ti pa sortie :

   — Adieu, ma mamm baour ha ma zad,
Adieu breudeur ha c’hoerezad ! —

   Hi zad, ’vel m’hen euz hi c’hlewet,
Da Varc’haridik ’n euz laret :

   — Marc’haridik, na oelet ket,
Rag c’hui ielo d’ar varadek ! —

   Marc’haridik a lavare
D’hi inkane, pa hen pigne :

   — Adieu did, ma marc’h paour, ’larann,
Bikenn warnout ken na bignann ! —


II


   Pa arruaz en penn ar roz,
Oa Rozmelchon euz hi gortoz :

   — Bonjour, Marc’harit, d’ac’h ’larann,
Plac’hik beure-mad ho kavann ! —

   — Ha c’hui, aotro, a zo iwe,
Brema dlejac’h boud ’n ho kwele ! —

   — Marc’haridik koant, diskennet,
Da dijuni ganin ’teufet. —


   — Kennt dont e-meaz a di ma zad,
Me am euz dijuniet mad. —

   — Marc’haridik, deut d’am jardinn,
Da dibab ’r bouked louzou finn ;

   Pe autramant ur garlantes,
Da lakad war ho podad leas. —

   — Salv-ho-kraz, eme-z-hi, aotrou,
Na sonjann ket en bokedou ;

   En Kervezennek ’zo kanvou,
Marw eo mab-henan ann aotrou. —

   — Ha ve marw mab-henan ’nn aotrou,
N’eo ket c’hui a reï he ganvou ;

   N’eo ket c’hui a reï he ganvou,
Met ’r re herito d’he vadou. —

   N’ oa ket he c’hir peurlavaret,
A-vriad en-hi eo kroget.

   Un heur-anter, hep laret gaou,
Ez int bet o c’hourenn ho daou.

   ’Nn itron lare ’brennestr hi c’hambr :
— Kouraj ! kouraj, plac’hik iaouank ! —

   — Kouraji mui na hallann ket,
Ma c’halon baour na bado ket ;

   Ma c’halon baour na bado ket,
Ma zeïenn a zo re stardet :

   Gwell eo ganin koll ma buhe,
Wit m’eo koll ma virjinite !

   Itron, ur gontel d’in taolet,
D’ droc’ha ma zeïenn re-stardet ! —

   Ur pognard d’ez-hi ’ zo taolet,
En hi c’halon deuz-han plantet ;

   En hi c’halon deuz-han plantet,
Eno war al lec’h eo marwet !


Kanet gant Mari-Anna Ann Noan, paourez-koz
euz parez Duault.

_____________


ROZMELCHON.
TERVET GWES.
________


I


   — Marc’haridik, it d’ho kwele, o rei tra la la, dirala (bis)
Ma savfet warc’hoas ar beure ;

   Ma savfet warc’hoas beure-mad, o rei tra la la, dirala (bis)
Ewit kass leaz d’ar varadac. —

   Marc’haridik Joss [4] a lare, o rei tra la la, dirala (bis)
D’hi mamm ’n de-warlerc’h ar beure :

   — Ma mammik paour, mar am c’haret, (bis)
D’ Gervezelek n’am c’hassfet ket ;

   N’am c’hasset ket d’ Gervezelek, (bis)
Gant Rozmelchon ’ on gourdrouzet. —

  — C’hui a ielo war ar beure, (bis)
Pa vo Rozmelchon ’n he wele ;

   Ha war ho penn ur podad-leas, (bis)
En dro d’ez-han ur garlantes. —


II


   Ar palefrenier a lare (bis)
Da Rozmelchon, euz ar beure :

   — Ma mestr, ma mestr, savet buhann (bis)
Ur plac’h war ar bale ’welann ;

   Ma mestr, savet euz ho kwele, (bis)
Me well ur plac’h ’n penn ann ale ;

   Me well ar vraoa feumeulenn, (bis)
A dougas biskoas koef lienn ;

   Ha war hi fenn ur podad leas, (bis)
En-dro d’ez-han ur garlantes ;

   En hi zreid a zo ur botou (bis)
’Zo gwarniset a rubanou. —

   Rozikmelchon, pa ’n euz klewet, (bis)
Penn he ale ’ zo em renntet ;

   Penn he ale eo em renntet, (bis)
Marc’harid Joss ’n euz saludet :

   — Marc’haridik, senntet ouzinn, (bis)
Ha deut da dijuni ganinn. —


   — Ho trugarez, aotro, ’m ez-hi, (bis)
Rag dijuniet ez eo d’ïn ;

   Me am euz dijuniet-mad, (bis)
Kennt ma ’z on deut a di ma zad ;

   Aotro, dijuniet eo d’inn, (bis)
En Kervezelek e leigninn ;

   En Kervezelek e leigninn, (bis)
Euz taol ann aotro ’c’h azezinn ;

   Euz taol ann aotro, ann itron, (bis)
’R re-ze am c’har a greiz kalon. —

   — Marc’haridik, senntet ouzinn, (bis)
Ha deut-c’hui d’ar jardinn ganinn ;

   Deut-c’hui ganin-me d’am jardinn, (bis)
Da dibab ’r bouket louzou-finn ;

   Da dibab ’r bouket louzou-finn, (bis)
A varjolain, a durkantinn ;

   A varjolain, a durkantinn, (bis)
Ewit lakad war ho peutrinn. —

   — Na ’z on ket plac’h ar boukedou, (bis)
Marw eo mab-henan ann aotrou. —

   — M’ eo marw mab-henan ann aotrou, (bis)
N’eo ket c’hui zougo ar c’hanvou. —

   — Bugale omp d’ar breur, ha c’hoar, (bis)
Sonjit, aotrou, pegen tost kar. —

   — Marc’haridik, senntet ouzinn, (bis)
Ha deut-c’hui d’am c’hambrjou ganinn ;

   Ha deut-c’hui ganinn d’am c’hambrjou (bis)
Da dibab per hag avalou ;

   Da dibab per hag avalou, (bis)
Ar pez a garfet, c’hui ho po. —

   — Tec’het, aotrou, ma tremeninn, (bis)
Pec’hed oc’h euz balamour d’inn.

   M’ouife ma breur, ’me-z-hi, ervad, (bis)
Hen ho tispennfe kik ha gwad ;

   M’ouife m’ breur-mager Kernenan (bis) [5]
Lakafe ho kwad da ienan ! —

   — Me n’ rann forz a vab Kerverzino (bis)
Mui ma rann euz fank ma botou ! —


   — Baoue ar beure ’z omp ama, (bis)
Ha prest eo ann heaul da guza ! —

   — Me garre ann noz serret kloz, (bis)
Marc’haridik ganinn wit ann noz !…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
   — Marc’haridik a lavare (bis)
D’ar gouarneres [6], en noz-ze :

   — Gouarneres, mar am c’haret (bis)
Grit m’inn da vedoc’h da gousket ! —

   — Ar gouarneres a laraz, (bis)
Da Varc’haridik, p’hi c’hlewaz :

   — Euz taol ann aotro c’hui goanio, (bis)
Hag en he wele c’hui gousko. —

   Marc’haridik a lavare,
Ebars ar gambr pa ’z arrue :

   — Me ’well duont ’n aval melenn, (bis)
M’am bije ’r gontel, hen peilfenn. —

   Rozikmelchon, pa ’n euz klewet, (bis)
Ar choas a der ’n euz deï roët ;

   Unan troad-du, un ’ all troad-gwenn, (bis)
Un ’ all c’houezed en aour melenn ;

   En hini troad-duz eo kroget, (bis)
En hi c’halon deuz-hi plantet !

   Pa zistro Rozmelchon en dro, (bis)
Oa ar plac’hik war hi geno :

   — Penamed daoni ma ine, (bis)
N’oas ket et gwerc’h dirag Doue ! —


Kanet gant Godik Fulup.
Plunet, 1867.


____________
  1. D’autres versions portent Kergwezennec et Kervezelec. Kervezennec et Kergwezennec ne sont que le même nom, et ils sont tous les deux très-communs en Basse-Bretagne.
  2. Il y a sans doute une lacune de deux vers, ici, pour dire qu’elle a pris le couteau à manche noir.
  3. VARIANTE :
    Ann-neb a welje Rozmelchon
    Diouz ar beer, ’vel ur hochon !
  4. D’autres versions portent Jord et d’autres Saoz.
  5. C’est à tort que le nom de Kernenan ou Kerninon se trouve ici. Ces deux vers sont une interpolation. Kerverzino doit être pour Kerninon, par suite d’une confusion entre deux pièces différentes.
  6. Le mot gouarneres, gouvernante, signifie souvent cuisinière dans nos poésies populaires.