Lezobre (An Uhel)
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Lezobre.
’Tre Koat-ar-Skevel ha Lezobre
A zo zavet ur gombat newe ; (bis)
Ar re-ze deuz zavet ur gombat,
Doue da reï d’ez-he kombat vad ! (bis)
Doue da reï d’ez-he kombat vad,
Ha d’ho zud er ger kezelou mad ! (bis)
Markiz Lezobre a lavare
D’he baj-bihan, un dez a oe :
— Dibres-te d’in-me ma inkane,
Ma ez inn da ober ur bale ;
Laka ur brid arc’hant en he benn,
Hag un dibr alaouret war he gein ;
Hag un dibr alaouret war he gein,
Houarn he daou-droad en aour-melenn ;
En aour melenn vezo houarnet,
Wit mont da Zantes-Anna Vened. —
Ann aotro Lezobre a lare,
En Zantes-Anna pa arrue :
— Demad, itron santes Anna Vened,
Me zo deut iaouankik d’ho kwelet ;
N’am euz ket tric’houec’h vloaz achuet,
Hag en tric’houec’h kombat ez on bet ;
Hag ho zric’houec’h am euz goneet,
Dre ho kraz Santes Anna Vened ;
Grit d’in c’hoaz gonit ann naontekvet,
Ha me a rei dac’h anter-kant skoed ;
Ia, anter-kant skoed en arc’hant gwenn,
Hab ur c’hement-all en aour-melenn ;
Ha c’hoaz a rinn dac’h un donezon
A vezo kaer da dez ho pardon ;
Me a roïo dac’h ur groaz aour-finn,
Ar c’haera vezo en foar Kintinn ;
Me a roïo dac’h un tabernek
Hag ur zakramant holl alaouret ;
Ouspenn a rinn dac’h ur groaz arc’hant,
Hag un esensouer hag ul lamp ;
C’hoaz a roïnn dac’h ur baniel-gwenn,
A vo seiz kloc’h arc’hant ouz he benn ;
A vo seiz kloc’h arc’hant ouz he benn
Hag un troad balenn wit hen dougenn ;
Habillamant wit ho seiz aoter,
Hag un oferenn-bred bep gwener :
C’hoaz a roïnn dac’h ur c’houriz koar,
Hag a raïo ter zro d’ho mogoar ;
A raïo ter zro en dro d’ho ti,
Ha dont da skoulmo d’ar marchepi. —
Na oa ket he c’hir peur-lavaret,
Ma komzaz santes Anna Vened :
— Kerz d’ar gombat, ’me-z-hi, Lezobre,
Me a vo eno kerkent ha te. —
’Nn aotro Koat-ar-Skevel ’c’houlenne
Digant Lezobre, un dez a oe :
— Demad larann dide, Lezobre ;
Da unan out-te deut d’ann arme ? —
— N’euz deut nemet-on da gombati,
Nemet ma fajik bihan ha mi ;
Nemet ma fajik bihan ha mi,
Ha Doue hag ar Werc’hes Vari ;
Ar Werc’hes Vari benniget,
Hag ’nn itron santes Anna Vened ! —
— Lizeriou am euz digant ar roue,
Na ewit da laza, Lezobre. —
— Mar ’c’h euz lizeriou digant ar roue,
Roït d’inn, ma lenninn ann ez-he. —
— Distera zoudard ’ zo em bandenn,
N’ho rofe ket da ur seurt azenn ! —
— Wit mar d’on-me azenn, a dra-sur,
Me na onn ket azenn dre natur ;
Me na on ket azenn dre natur,
Ma zad a lareur oa un den fur. —
— Kent wit ma ’z i-te euz al lec’h-me,
Me ouïo hag eo gwir kement-se. —
Na oa ket ar gir peurlavaret,
Koat-ar-Skevel hen euz douaret ;
Koat-ar-Skevel hen euz douaret,
Hag hanter-kant euz he zoudarded.
He baj bihan a zo en tuz-all,
A ra iwe mui, pe gement-all.
Koat-ar-Skevel a lavare
Da varkiz Lezobre eno neuze :
— Te skrivfe ewit-on ul lizer,
Da gass d’am fried, a zo er ger ?
Da gass d’am fried, d’am bugale,
Da laret ’vo marw ho zad en arme ?
Rag ma bugale ve disenoret
’Klewet vo ganid ’m bo kombatet ;
’Klewet vo ganid ’m bo kombatet,
Na p’am euz-me ar gombat kollet !
Kanet gant Mari Daniel, parez Duault.
HA MAURIAN AR ROUE.
Koad-ar-Ster ha Lezobre ’zo bet
Diwar-benn un emgann em glewet. (bis)
Doue da reï d’ez-he beaj-vad,
D’ar re chommo er ger kezlo-mad ! (bis)
Ann aotro Koad-ar-Ster a lare,
War bave Treger, pa zigoueze : (bis)
— Demad d’ac’h holl ha joa er ger-ma,
Ann aotro Lezobre pelec’h ema ? — (bis)
— Mar d’eo Lezobre a c’houlennet,
Aotro Koat-ar-Ster, oud-han ’ komzet. — (bis)
— Dalc’h aze ul lizer, Lezobre,
Digasset did a-beurz ar roue. — (bis)
— Mar d’eo gant ar roue skrivet d’in,
Reit-han d’in ta, ewit m’hen lennin. —
— Distera zoudard ’zo em bandenn,
N’astennfe ket he zorn did, azenn. —
— Mar d’on-me un azenn, a dra-sur,
Me na on ket azenn dre natur ;
Me na on ket azenn dre natur,
Rag ma zad oa brudet vel den-fur ;
Mar n’oc’h euz ket anvezet ma zad,
Brema-zoudenn anvefet he vab !……
Dibret, pajik, ma inkane-gwenn,
Lakit ur brid-arc’hant en he benn,
Hag un dibr alaouret war he gein,
Ma vo brao da zougenn un azenn !
Ha pa gouezfe ma marc’h bep-kamed,
Me renk monet fenoz da Wenet ! —
Ann aotro Lezobre a lavare,
En Zantes-Anna pa zigoueze :
— En tric’houec’h emgann ez on-me bet,
Heman a vo d’in ann naontekved ;
Ma naontekved ha ma diwesa,
A lako ma c’halon da ranna.
Me reï d’ac’h, o Gwerc’hes, ma mamm ger,
Seiz gwiskad ewit ho seiz aoter. —
Na oa ket he c’hir peurlavaret,
Ma deuz ar Werc’hes out-han komzet :
— Ho ia, te zo bepred ma map-me,
Kerz ta buhan d’ar ger, Lezobre :
Lezobre, kerz ta d’ar ger, buhan,
Ha na gass den ganid d’ann emgann ;
Na gass den ganid d’ann emgann-ze,
Nemed da bajik bihan a ve. —
Ann aotro Koad-ar-Ster a laraz
D’ann aotro Lezobre, p’hen gwelaz :
— N’oc’h ket en ho pro un den karet,
Pa na euz deut ganec’h zoudarded. —
A-boan oa he c’hir peurlavaret,
Ma oa Koad-ar-Ster eno kouezet,
Gant hanter-kant euz he zoudarded,
Hag hanter-kant all a oa tec’het.
Met ’ benn eiz de warlerc’h kement-se,
A oa deut lizer da Lezobre.
— Lezobre, sell ul lizer aze
Bigasset did a-beurz ar roue. —
— Mar d’eo gant ar roue skrivet d’in,
Dama ann ez-han, wit m’hen lenninn. —
— Hen lar d’ac’h, eme ar paj-bihan,
Monet da c’hoari gant he Vaurian. —
— Disket d’in-me ta, pajik-bihan,
Stum hag ardo brezel he Vaurian. —
— Kement-se d’ac’h na lavarinn ket,
Gant aouenn da veza diskuliet. —
— Ken-gwir ha ’m euz ’r maro da dremenn,
Pajik, n’hel lavarinn birwikenn. —
— Ar Maurian, vel ma vo deut er zal,
A daolo he zillad traon raktal ;
Grit vel-t-han ; ha pa rei zaill en er,
Lakit ho kleze d’hen digommer ;
Kerkent ha m’hen gwelfet ’tic’houinan,
Taolet prim dour-binniget gant-han ;
Pa c’houlenno ganec’h diskouizan,
Na roït ket a ziskouiz d’ez-han ;
Rag hennes hen euz gant-han louzou,
Vent ket pell wit gwellad gouliou. —
Velkent ar Maurian a lavare
D’ann aotro Lezobre p’hen gwaske :
— Aotro Lezobre, mar am c’haret,
Un tammik diskouiz d’in a rofet ? —
— Ho ! na eo ket ewit diskouiza
Ez omp deut hon daou d’ar c’hoari-ma !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Goude ar roue, holl glac’haret,
Da Lezobre hen euz lavaret :
— Lazet t’euz diwaller ma buhe,
Ganin em falez e chommi-te ? —
— Ganec’h ’n ho palez na chomminn ket,
Ma mamm ’ zo newez-intanvezet. — [2]
HA MAURIAN AR ROUE.
Etre Koat-ar-Skinn [3] ha Lezobre
A zo bet assinet un arme ; (bis)
A zo bet assinet ur gombat,
Doue da reï d’ez-he kombat-vad ; (bis)
Doue da reï d’ez-he kombat-vad,
Hag er ger, d’ho zud, kezelou-mad !… (bis)
Ann aotro Lezobre a lavare
D’he bajik-bihan, un dez a oe :
— Dibr din-me prim ma inkane-gwenn,
Laka he vrid arc’hant en he benn ; (bis)
Laka he vrid arc’hant en he benn,
Hag he gollier-aour en he gerc’henn ; (bis)
Hag ho hini Rouan akipet,
Ma iefomp d’ Santes-Anna Wened ! —
Ann aotro Lezobre a lavare,
En Zantes-Anna pa arrue :
— Bars en tric’houec’h stourmad ez on bet,
Hag ho zric’houec’h am euz gonezet ;
Hag ho zric’houec’h am euz gonezet,
Dre ho kraz, santes Anna Wened ;
Roït d’in ’r c’hraz da c’honit ’nn naontekvet,
Me a vo kurunet en Drindet.
Ha me breno d’ac’h ur c’houriz koar,
A reïo ann dro d’ho holl douar,
Unan d’no iliz ha d’ho pered
Ha da ho holl douar benniget ;
Me a breno d’ac’h ur baniel ru,
Hag a vo alaouret en daou-du. —
’Nn aotro Koat-ar-Skinn a lavare
D’he bajik-bihan hag en de-se :
— Me a well o tonet un azenn,
Hag hen war gein un inkane-gwenn ! —
’Nn aotro Lezobre a lavaraz
Na da Goat-ar-Skinn, ’vel m’hen klewaz :
— Ha mar d’on-me azenn, a dra-sur,
Me na on ket azenn dre natur ;
Me na on ket azenn dre natur,
Ma zad a lareur oa un den fur ;
Mar na t’euz anavezet ma zad,
Me a roïo did anaout he vab ! —
Da gombati neuze int bet et,
’Nn aotro Lezobre ’n euz gonezet.
’Nn aotro Koat-ar-Skinn a lavare
Na da Lezobre, pa c’honeze :
— En hano da Zoue, Lezobre,
En han’ Doue, ro kartier d’in-me ! —
— Me na roïnn ket kartier dide,
Rag n’as bije ket roët d’in-me. —
— En hano ma Doue, Lezobre,
Na leusk-te ganin-me ma buhe ! —
— Na leuskinn ket ganid da vuhe,
N’as bijes ket leusket ganin-me. —
— En hano da Zoue, Lezobre,
Kerz-te en karg wit ma bugale. —
— N’inn ket en karg wit da vugale,
Me leusko gant-he ho liberte. —
Na oa ket he c’hir peurlavaret,
Koat-ar-Skinn gant-han a zo lazet. —
Lizerou d’ar roue ’ zo kasset.
Da laret ’oa Koat-ar-Skinn lazet.
Hag ar roue Gall a lavare
D’he bajik bihan, un dez a oe :
— O pajik, pajik, ma faj-bihan,
Te a zo dilijant ha buhan,
Kerz da lavaret da Lezobre
Dont d’ gombati ma Maurian-me !… —
Ar pajik-bihan a lavare
En Lannuon na pa arrue :
— Demad d’ac’h ha joa holl er ger-ma,
’Nn aotro Lezobre pelec’h ema ? —
’Nn aotro Lezobre, p’hen euz klewet,
He benn er prennestr ’n euz boutet ;
He benn er prennestr ’n euz boutet,
Ha paj ar roue ’n euz saludet.
— Demad d’ac’h-c’hui, aotro Lezobre ! —
— Ha d’ac’h-c’hui iwe, paj ar roue !
Ha d’ac’h-chui iwe, paj ar roue,
Petra ’zo c’hoarvezet a newe ?
— Lavaret ’zo d’ac’h-c’hui, Lezobre,
Dont d’ gombati Maurian ar roue. —
— En han’ Doue ! pajik ar roue,
Desk-d’in sekret ar Maurian-ze !
Ha me a roïo did ur bouket,
A vo en he greiz pewar-mill skoed. —
— Me a lavaro d’ac’h he sekret,
Met bikenn da den n’hen diskuilfet :
Na pa gomanso ar gombat-ze,
Taolet prim ho tillad war he re ;
Ha strinket gant-han dour-binniget,
Kerkent evel hen do dic’houinet ;
Neuze a raïo ul lamm en er ;
Lakit ho kleze d’hen digommer ;
Bezit gwell ganec’h koll ho kleze,
Lezobre, ewit koll ho puhe ! —
’Nn aotro Lezobre, p’hen euz klewet,
He zorn en he c’hodel ’n euz boutet ;
He vouked d’ezhan hen euz roët,
A oa en he greiz pewar mill-skoed. —
’Nn aotro Lezobre a lavare,
En Santes-Anna, pa arrue :
— Bars en naontek stourmad ez on bet,
Hag ho naontek am euz gonezet ;
Hag ho naontek am euz gonezet,
Dre ho kraz, santes Anna Vened ;
Grit d’in c’hoas gonit ann ugenvet,
Ha me vo kurunet er Ieodet.
Me a breno d’ac’h ur baniel gwenn,
A vo seiz kloc’h arc’hant euz pep-penn ;
A vo seiz kloc’h arc’hant euz pep-penn,
Hag ur c’har-balenn d’hi dougenn ;
Me a breno d’ac’h ewit presant
Ur c’haleï aour hag ur zakramant,
Hag a vezo kaer d’ho enori,
Rag ur burzud-kaer ho po gret d’in. —
’Nn aotro Lezobre a lavare,
En palez ar roue, p’arrue :
— Demad d’ac’h, sir, ha memeuz roue,
Na petra oc’h euz-c’hui a newe ? —
— Lavaret ’ zo dide, Lezobre,
Dont d’ gombati ma Maurian-me ;
Koat-ar-Skinn a t’euz-te lazet,
Oa unan ma brasa mignoned ;
Met Koat-ar-Skinn mar t’euz-te lazet,
Ma Maurian-me na lazi ket. —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
P’antreaz er zal-vraz war-’nn-ezhan,
O teurrel dour-binniget gant-han.
Pa daol ’r Maurian he dillad d’ann douar,
A taol Lezobre he re war-var ;
Pa ra ’r Maurian ul lamm en er,
E lak’ he gleze d’hen digommer.
— En hano ma Doue, Lezobre,
Na chach-te da gleze ganide ! —
— Na chachinn ket ganin ma c’hleze,
N’as bijes ket chachet d’hini, te. —
— En hano ma Doue, Lezobre,
Na leusk-te ganin-me ma buhe ! —
— Na leuskinn ket ganid da vuhe,
N’as bijes ket leusket ganin-me ! —
Na oa ket he c’hir peurlavaret,
Ar Maurian duz a zo lazet ;
Ar Maurian duz a zo lazet,
Hag al Lezobre ’zo sortiet.
Pajik ar roue hen euz kavet,
Un eil bouket d’ez-han ’n euz roët ;
Un eil bouket d’ez-han ’n euz roet,
A oa en he greiz pevar-mill skoed.
Ar roue neuze a lavare
Na da Lezobre, pa sortie :
— Na aotro Doue a posubl ve,
As pe lazet ma Maurian-me ! —
— Ia, ho Maurian ’m euz lazet,
Ha c’hui lazfenn iwe, mar karet ! —
— En hano da Doue, Lezobre,
Na leusk-te ganin-me ma buhe,
Ha chomm bars ma falez ganin-me,
Me as groaïo roue ma goude ! —
— Na chomminn ket ganec’h ’n ho palez,
Rag ma mammik paour ’zo intanves ;
Rag ma mammik paour ’zo intanves,
Ha defe ouzin-me dienès. —
’Nn aotro Lezobre a lavare,
En ker Lannnon, pa arrue :
— Bars en ugent kombat ez on bet,
Hag ho ugent am euz gonezet,
Dre ho kraz, santes Anna Wened,
Me a vo kurunet er Ieodet ;
Me a vo kurunet en Sant-Louis,
N’am euz ket c’hoas ugent bloaz fournis ! —
Kanet gant ar C’hemener-bihan,
bourk Plouaret, 1863.
- ↑ Les Aubrays, nom d’une seigneurie de la maison de Retz, apportée en mariage, en 1455, à Rolland de Lannion, par Guyonne de Grezy, dame des Aubrays.
- ↑ Cette version a été recueille non loin de la montagne de Bré, par le vénérable recteur de Saint-Laurent, M. Quémar, bien connu pour son amour éclairé de notre vieille langue, et ses encouragements et ses conseils précieux à ceux qui s’en occupent. Il l’a fait imprimer à Lannion, chez Le Goffic, mais l’édition n’a pas été mise dans le commerce.
- ↑ Les chanteurs disent tantôt Koat-ar-Skinn, tantôt Koat-ar-Skevel, et d’autres fois Koat-ar-Ster. Je trouve le nom de Koat-ar-Skinn dans un autre gwerz, Ann aotro Kerdadraon, que l’on lira plus loin.