Mont d’an endalc’had

Resination da volontez Doue en ho afflictionou

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 52-53)


----

CANTIC EVIT EN EM GONFORMI

En pep tra da volontez Doue, propr da gana pa erru un affliction pe un adversite bennac gueneomp. Var an ear Gallec : Je veux ce que Dieu veut.

EN peb tra, va Doue,
Bezet grêt ho volontez,
Non- pas va hini-me :
Bezet grêt ho volontez,
Daoust petra erruo
A rust nac a c’huero,
Mar fell d’ec’h, va Doue,
Me a fell d’iin ive.
Rac ne fell d’ec’h netra
Nemet evit hor profit,
Hac evit ar guella
Eus an oll e tisposit :
Mar bezomp afflijet,
Tentet pe zisprijet,
C’houi bermet quement-se
Evit mad hon ene.
Doue a fell dezan :
Chetu ur guer admirabl !
Rac peb tra so dreizan
Rentet douç hac agreabl ;
Chenj a ra hor poaniou
En plijadureziou,
Hac hon tristidiguez
En laouenidiguez.
Volontez eo Doue
A chasse hon nec’hamant ;
Volontez eo Doue
A ro d’omp confortamant ;
Nep en em gontanto
Eus he urzou ato,
Ne vezo chagrinet
Gant nep sort poan speret.

Hor c’houraji a ra
Pa vezomp persecutet,
N’hor bez aon rac netra,
Quer ferm e vezomp rentet ;
Hi eo en peb combat,
Hi eo en peb seurt stad
Hon nerz nac hor souten,
Hac hor mad souveren.
E so eûrus an den
A ell gant guir lavaret :
Va Doue, c’houi epquen
Eo a fell d’in da garet ;
Nemed hoc’h ne c’hoantan,
Nemed hoc’h ne glascan,
Bezet grêt em andret
Ho volontez bepret.
Laca’ta, va c’halon,
En Doue da esperanç,
Anez en enep fæçon
Ne vezes en assuranç ;
Evit fiziout en dud,
Nemet inquietud,
Nemet aon hac anquen
N’ouffes da gaout biquen.
Ia, va oll fizianç
A so en hoc’h, va Doue ;
Na n’emeus quen doujanç
Nemet rac ho majeste ;
Mar deut-hu d’am sicour,
Ne deus nep adversour
A guement am zrec’he

Nac am digouraje.
En em abandoni
A ran oll d’ho providanç,
Hep dont da ræsoni
Var netra gant imprudanç ;
Jamæs ne vurmurin,
Joaus ec’h andurin
Peb seurt affliction
Gant resination.
En em lacat a ran
Dindan ho protection,
Ho craç a zesiran
En oll resolution ;

N’allan netra hep-si ;
Rac-se me ho supli,
Va Doue, d’am c’hreat,
Hep jamæs va c’huitat.
Volontez va Doue,
C’houi disposit ac’hanon,
Volontez va Doue,
C’houi eo a fell d’am c’halon;
C’houi am rento contant
En peb evenamant,
Hac er brosperite,
Hac en adversite. Amen.