Actou eus ar vertuziou ar principala
----
Eus ar vertuziou christen ar re principala, pere a ve ur merit bras o c’hana pe o recita bemdez gant devotion var al labour ; evit en em antreteni gant Doue : beza ec’h allet ivez ho lavaret en ilis o c’hortos an Oferen da gommanç, var ear gallec : Renonçant à mes sens, suprême vérité.
O Renonç d’am squiant, guirionez souveren,
Me soumet va ræson d’hoc’h autorite epquen,
Hac a gred fermamant, hep jamæs dont da zoueti,
Quement mad a propos hoc’h Ilis d’in da gridi.
O caout ur guir fizianç var ur feiz gre fontet,
M’esper oll digueneoc’h evit an eûrusdet;
Pa’z oc’h oll-galloudec hac hon tad trugarezus,
Ec’h esperan en hoc’h, va Doue, dre ho Map Jesus.
Va Doue, dreist an oll dîn da veza caret,
A so quer liberal ha quer mad em andret,
M’ho car hac a zesir gallout ho caret quement
Evel m’ho car ivez an Ælez hac an oil sænt.
Prosternet, va Doue, dirazoc’h a speret,
O touja ho crandeur, m’hoc’h ador gant respet :
Deoc’h en em soumetan gant guir humilite,
O c’hout ne d’oun netra en presanç ho majeste.
Ur sourci bras hoc’h eus, va Doue, ac’hanon :
Me ho trugareca eus a greis va c’halon :
Ra vezo da jamæs gant ar sænt hac an Ælez
Meuleudi deoc’h rentet evit oc’h oll madelez.
Un horror bras am eus ous va oll bec’hejou,
Dre ma tisplijout deoc’h, va Doue, va Autrou ;
Hac am eus em ene queuz d’ho peza offancet ;
Rac ma’z oc’h mad ha dîn da veza ar muia caret.
Treindet sacr en un Doue, Tad, Map, Speret Santel,
M’en em ofr a galon da veza deoc’h fidel :
Ur propos ferm a ran gant ho sicour da dec’het
Diouz quement tra so d’in da goueza er pec’het.
Deoc’h en em resinan, va Doue, a galon ;
Hervez ho volontez disposit ac’hanon :
Bepret ec’h adorin em andret ho providanç :
C’houi am c’har, aoualc’h eo evit rei d’in assuranç.
Evit ma talc’hin mad d’no servij, va Autrou,
Me renonc da Satan, d’he bompou, d’he œuvrou,
Ha d’ar c’hic revoltet, d’ar bed fall ha treitour;
Rac ma’z eo ar re-ma d’am ene tri adversour.
Hep ho craç, va Doue, n’em eus gallout ebet,
Dre Jesus-Christ ho Map, roït-hi d’in, me ho ped,
Evit m’en em virin diouz peb goall plijadurez,
Ha ma chomin em sa en creis va sempladurez.
Jesus, Guerc’hes vari, Joseph, Joakim, Anna,
Sant Mikel, va Æl-mad , sant Ian , santes Barba,
Sant Paoul, sant Caourintin, ha c’houi, va faëron santel,
Ar merc’het a lavaro : ha va maërones santel,
Hac oll sænt all, grit d’in caout ar vuez eternel.
Amen.
Er c’houpl diveza-mâ eleac’h, sant Paoul, sant Caourintin, nep a chom en Treguer a ell lavaret : sant Paoul ha sant Tudual, ha nep a chom en Dol a ell lavaret : sant Paoul ha sant Samson, ha nep a chom en Guenet [a] ell lavaret : sant Paoul ha sant Padern, ha nep a chom en sant Briec : sant Paoul ha sant Briec.