◄ | D’al lenner | Reflexionou christen var Revolution Franç ► |
An Autrou Lay a erruas eus a Vrô-Sauz e Perros-Guirec, ar 14 eus a vis gouere 1801. Mervel a eure en Perros, ar 14 eus a vis here 1802.
Epad e exil, e chomme e qever depot prisonnerien Franç, dastumet e castel Porchester, tost da Bortsmouth, e Brô-Sauz, evit ellout essoc’h rêi sicour d’hor breudeur maleürus.
Adalec ma voe contraignet, evit savetai e vuez en amzer euzus-ze, da güittât ar Franç, ar bêleg venerabl-se a seblante beza un æl a gonsolation digasset gant ar Brovidanç divin evit soulaji ar brisonnerien hac o laqat da zouten eur vuez an trista.
An den vertuzus-se, sqüer leal eus a S. Viçant a Baul, a voa bepret occupet da glasq an oll moyenou evit procuri dezo eun douçder benac.
E gundu santel en devoa gounezet dezàn istim ha memes carantez ar c’hommisser eus an depot, an A. Homouth ; evelse ivez bep dervez a voa merqet demeus eur vadelez benac en andret ar brisonnerien. E oaz da ober ar vad a yê bete da bedi an AA. a chomme tost d’ar prison, da rêi eul labour benac dezo, evel a c’hoarvez dillad, bouteyer, gamachou, chaussonneyer, etc. An actou a vadelez-se en andret e guenvroïs maleürus, a denne dezàn mil ha mil benediction.
An dranquilite o veza deut en Franç, an A. Lay ne voe qet an diveza ouz en em renta en e vam-brô. An A. Cafarelly, Escop St-Briec, a c’hoantas en ober e viqel-vras ; mes scuiz ouz an oll drubuill en devoa anduret, er pedas d’en lezel da zistrei etouez e barossionis côz, evit echui e vuez, ar pez a voe accordet dezàn, gant an titr a viqel-vras a enor. Rentet etouez e zanvad, o veza grêt eur c’hlènved hir, hac ouz en ém velet tost da zilezel eur vuez a voa bet carguet a groasiou hac a vertuziou, e laqas qemen eun darn eus e barossionis, evit ober dezo e guimiadou diveza. O fedi a eure d’e gundui d’an ilis, e pelec’h, en despet d’e doc’horidiguez, e reas e bedennou, en eur visita an men-fond, ar gador sermon hac an auteriou. E gompagnunez a voa mantret gant ar glac’har ha beuzet oll en daelou, o contempli an den santel-se oc’h adressi e beden a galon da Zoue en e Dempl, evit ar vech diveza. Neuze e voe cunduet d’ar vêred ; ha rentet en eur certen plaç, e c’houlennas eur faver goude e varo, pehini, emezàn, na zaleje qet. Autrou Persou, emezo, pellait ar sònjesonou drist-se deus ho speret. — Va bugale baour, accordi a reot-hu din-me ar pez e zàn da c’houlen diganêc’h ? — Qement oll a elfe plijout dêc’h, Autrou Person. — Eh bien, va mignonet, amâ eo e meus c’hoant beza anterret, en eur disqüez ar plaç ; hac ec’h ajoutas : Va mignonet, varc’hoas va c’horf paour a reposo amâ. Ar pez a zigouezas evel en devoa lavaret.
En eur antren en e dy, e pedas e berson (an A. B.), d'en em zisposi da rêi dezàn e oll sacramanchou ; hac ar ceremoni achuet, goude eur gomz benac adresset d’an asistantet, e rentas e ene etre daouarn e Grouer.
Petra a elfemp-ni ajouti a gaeroc’h var sujet eur pastor qer venerabl, eguet ar recit güirion-mâ, pehini a zalc’homp demeus a eun Tregueriat a voa prisonnier e Brô-Sauz, hac a zo bet test patant eus a vad-oberou divuzur autor ar Reflexionou-mâ ? Admiromp e garantez ardant evit e vam-brô. Bepret e lagad troet varzu ar Franç, e tepord gant ardor ar moment eürus e pehini ec’h allo teuler e dreid var an douar prometet.
Credi a reomp e vezo lennet al lêvr-mâ gant interest, dre ma zeo œuvr eur pastor exilet, meurbet capabl da drêti eur seurt sujet.
A. L. M. L.
« Talantchou bras en devoa recevet diouz an Eé ;
» Mes lavarat a eller gant pep seurt güirione :
» Biscoas den na veritas mui eguet en deus grêt,
An titr eus a Abostol a vrô ar Vretonet... »
« Conscripsit sermones rectissimos,
ac veritate plenos. »
Y. M. L. G.