Mont d’an endalc’had

Re c’hlaz Breiz-Izel

Eus Wikimammenn
D. Derrien, 1902  (p. 51-52)



RE C’HLAZ BREIZ-IZEL
————
War ton : Cadet Roussel



Sonj hon euz c’hoaz euz ar re c’hlaz
A ioa gant Hoche, d’ann dispac’h vraz ;
Diwallomp, ar ouenn anezho,
Evel ieot fall, zo chomet beo.
Dalc’homp d’hor iez vel d’hor penn-baz,
Ha kriomp holl : harz ar re c’hlaz !

Ma n’eo ket evit skuill ar goad
Enn Arvor e taolont ho zroad,
Em’int o klask, dre bep ardou,
Lakat ar freuz enn hor meziou.
Dalc’homp d’hor iez vel d’hor penn-baz,
Ha kriomp holl : harz ar re c’hlaz !

Ar pez a c’halvont gwisiegez
Evid-omp zo trubarderez,
Ma karont kement ho gwezenn,
Ni gar gwelloc’h ann oferenn.
Dalc’homp d’hor iez vel d’hor penn-baz,
Ha kriomp holl : harz ar re c’hlaz !

Hag, evit-ho, ma n’ez euz ket
Baradoz nag ifern ebet,
Ar Vretouned a gred e Doue
Ha ne nac’hont ket ann Ene.
Dalc’homp d’hor iez vel d’hor penn-baz,
Ha kriomp holl : harz ar re c’hlaz !


Ar geriou natur ha skiantchou
Ho deuz ato leun ho ginou ;
Ma’z eo mad gouzout skriva, lenn,
Da genta ni gar ar bedenn.
Dalc’homp d’hor iez vel d’hor penn-baz,
Ha kriomp holl : harz ar re c’hlaz !

Euz ar stered klask ann niver
Ne dal ket eur pennad pater ;
Perag kemeret lunedou
Evit sellet ouz ann Envou ?
Dalc’homp d’hor iez vel d’hor penn-baz,
Ha kriomp holl : harz ar re c’hlaz !

Euz ar re c’hlaz kement mastin
A ra d’ann holl Vreiziz c’hoarzin ;
Bretouned int, war ho meno,
Heb gouzout ar iez euz hor bro !
Dalc’homp d’hor iez vel d’hor penn-baz,
Ha kriomp holl : harz ar re c’hlaz !

Setu perag enn hor meziou,
kanomp d’ezho, leun ar c’hinou :
Kea da zutal, tamm haillevod,
Pe diwall ouz troad al loa iod.
Dalc’homp d’hor iez vel d’hor penn-baz,
Ha kriomp holl : harz ar re c’hlaz !


————