Mont d’an endalc’had

Al leon

Eus Wikimammenn
D. Derrien, 1902  (p. 50)



AL LEON
————

Al leon a zo kousket, he skilfou prennet-holl ;
Ann anevaled louz a c’hall, enn ho diroll,
Sklabeza kement tra, lakat ar freuz er vro,
Hag ar bouc’hed a gred, da-vad, al leon maro.

Bez ez oa c’hoaz tud vad e-kenver ar re baour ;
Ne zellent ket diou gweach ouz ar boan, ouz ann aour,
Kement-se ioa re gaer ; kerkent, a grabanad,
Al laeroun da zachell mouniz ann emzivad.

Bez ez oa soudarded a nerz hag a galoun ;
Saozoun ha Prussianed a grene, gand ann aoun,
Re galounek ez oant ; buan ar Framasouned
Da lakat ho c’hraban war hor jeneraled.

Bez ez oa barnerien troat-holl gand al lealded ;
Biskoaz war hent ann droug n’ho doa great eur gammed,
Kement-se ioa re vad ; ar forbaned dostu
Da lakat, enn ho leac’h, lampouned diouz ho zu.

O welet kement-se, tud hag a gar ho bro,
Zo bet eat, mad a reant, eunn tamm kounnar enn-ho ;
Evid ober d’ezho tevel ar wirionez,
Buan ez int prizouniet, vid mouga prim ho mouez.

Med amzer ann dud fall, ma ’z eo kriz, a zo berr ;
Ar Frans holl a zo skuiz, koust a raio d’ho ler !
Rag al leon dihunet — Frans nerzuz hon Rouaned —
A rai distrei d’ho zoull an holl haillevoded.


————