O marvaill ar bed oll, kêr admirabl Sion,
Penos oude coezet en desolation !…
Piou a gredje biqen, rouanes an douar,
D’an ampoent ma rënes ha ma voas en pouvoar
Da zouguen da lezen da bep seurt nation,
Ha d’o flega dindan da zomination ;
Pa grene dirazout ar bed antieramant,
D’ar c’houlz a ma lance da ziou vrec’h triomfant
An tan hac ar gurun, al luc’het a bep tu,
Da reduiza ar bobl en pouldr hac en ludu ;
Ia, piou a gredje vijes bet eur veach
Chadennet, captivet, treinet en esclavach ?
An ênvou coleret en deus tennet venjanç,
Allas ! maleuruzes, demeus da insolanç.
Mar boas qent redoutet gant an enemiet,
Ha da vagnifiçanç gant an oll anviet ;
Mar boa ar rouanet soumetet d’ac’h urzou,
Ma na voa den exant da heuill da lezennou,
O ! pebes chenchamant estranch hac effroyabl !
Cetu te reduizet en eur stad pitoyabl.
Mar boes qent adoret evel eur rouanes,
Out bremà dilezet evel un intanvez
Accablet a vizer hac a vinoret paour,
Leusqet var ar pave, hep nac arc’hant nac aour :
Enfin, qent e tougues ar septr en da zaouarn,
Hap e tougues bremâ var da dreid an houarn…
Chanchet eo da sclerder en un objet qen du
Hac ur gouabr en moguet aziouz eur bern ludu.
Beuzet ont en daelou, allas ! kêr mizerabl !
Da zourcen a c’hlac’har n’e deo qet epuizabl.
Ha te gred e c’heus c’hoas eur mignon qer hepqen
A guement a garfe qemer lod ec’h anqen ?
Nan, nan : da vignonet, ingrat hac infidel
Zo bremâ da vrassa adversourien cruel ;
Bourrevien execrabl eus da vugale guèz,
Goude beza pillet o oll finvidiguez,
O deus o chasseet evel an ærouant,
Hep gallout-possedi nep sort contantamant.
Me a meus o goelet o quitaat o bro,
Hac en vèn oc’h essat tec’hel eus ar maro ;
Allas ! surprenet int gant o adversourien,
Hac e renqont mervel pe bea esclavourien.
Trista spectacl, Sion, dign eus da huanad,
En em brezant hirio dirac da zaoulagad !
Creuzet eo da ziouchot gant eur môr a zaelou,
O velet qen dezert rentet da ravenchou ;
Ravenchou plën, pere qent a gonsiderez,
Gant eul lagad carguet a laouenidiguez,
O velet Israël o vont a vandennou
Deiz ar solanite d’ober o fedennou,
Ha d’ezanci gant pomp an Auteriou santel,
En henor hac en gloar an Tad universel.
Allas ! nemedi mui an amzer qen eurus :
A fleur e curunont o fennou glorius.
Mes evit enori satan ha tud ar bed,
Hac an Templ adorabl o deus dizenoret,
Ar pec’het ne chom qet eb e bunission ;
Da droupou dizordren hac en confusion
A beziou zo taillet, o cheffou masacret,
o Frincet distrujet, o Roue didronet,
An touriou discaret, o muriou cren a blad,
O c’hêr, o zempl zantel en gouli, tan ha goad :
Ar maro didruez e deus-int endramet
Evel e fin an eost m’ac’h endramer an ed.
Oll goalinier Doue zo coezet var o fen,
An dour hac an ouarn, an tan hac ar vocen :
Ia, bian ha bras int perisset erfin
Dindan ar c’hurunou, gant arrach ha famin.
Pa vel da voerc’hezet eun distruch qen digar,
E tifframmont o blêo, e poqont d’an douar ;
Ar Vêleyen, staguet eus treid an Arc’h santel,
A zeu d’en em livra d’eun anqen eternel :
Victimes da-unan eus eun destin barbar,
Eo peb deiz evidout eur sujet a c’hlac’har.
Nac a regret, Sion, e calon hon nizet,
Pa lennint da histor en amzer da zonet !
Pa velint en ludu da Dempl ha da Auter,
E ranno gant hirvoud o c’halon dre’n anter.
O ! va Bro guêz ! neuze te reprocho deomp-ni
Ha da zestruction, hac hon idolatri.
Lavaret a ri deomp, gant indignation :
Artizanet infam eus va c’honfusion !
Penevert ho crimou hac hoc’h iniquite,
Ne voan qet reduiset d’an amandicite,
Na va bugale guèz da glasq an aluzen ;
Da dreina carosiou trec’hourien inhumen ;
Hep gallout opposi d’o zriomf insolant
Nemet oboissanç, daelou calz abondant…
Ma vijac’h bet fidel en servich an ênvou,
Ne vije qet bremâ souillet hoc’h Auteriou
Demeus a voad impur ar victimou flêrius,
Hac a grimou grief ar payan vicius.
O Doue ! kêr Sion ! pebes chanch a c’heus-te,
Goude qer caer guenet, qer bras difformite !
Evel ma sec’h ar bouc’h var e dreid gant an naon,
Defot a baturach, en eur memes fêçon
Da Cheffou, da Brincet, memes da Rouanez,
Droulivet, languissant, a finis o buez
E creiz o stajou bras, gant mui eus a vizer
Eguet na zouffr ar paour, an disterra merzer.
Ar re ne varvont qet, discaret eus o zron,
A heuill, gant calz a vez, ar char a Vabylon.
Allas ! Jerusalem, ma pije selaouet
Ar voez hac avizou qenlies a Brofet
O devoa suscitet es faveur an Ênvou,
Nac a dristidiguez, a c’hlac’har, a ganvou
A poa-te evitet, d’ar c’houlz a ma hailles
Dilezel an errol ha da zallidiguez !…
Hoguen he prastoni lachamant morgousqet,
Evit da vrasa mez n’en dout bet difunet
Eus da gousq letarjiq nemet just d’an amzer
Ne vouies mui tec’hel rac da ruin antier.
Evit beza bepret triomfant er gombat,
E credes suffisant observi ar Sabat.
Rac-se surmontet out gant da adversourien,
Disprizet eus o fers en peb antretien.
Te da-unan eta zo bet occasion,
Dre da grimou euzus, da tezolation,
Ha da veza rentet oll da zoudardet paour
Errant ha vagabont etouez an estranjour.
Ar vech-mâ, ô Sion oud dign eus a drue :
Ne c’heus mui a lezen, ne c’heus mui a Zoue.
Hep auter, na bêleg, hep na mestr, na barner,
Hep templ hac hep victim, hep chef na gouarner,
Da habitantet qèz, chasseet eus o bro,
Ne vevont mui nemet er sqüer eus ar maro :
O memprou zo gourdet, ha bloncet o c’horfou
Dindan ar bec’h pounner demeus o chadennou.
O c’hri dizesperant, o c’hlemmou languissant,
A fournis eus o fers eur breuven puissant ;
Eun desteni certen a valeur ar brezel
O fresant en spectacl d’ar bed universel.
Crioc’h eo da galon eguet an diamant,
Mar dout c’hoas insansibl d’eur maleur qer touchant,
Mes, Sion, e lec’h blam eur rigueur lejitim,
A vel bian he foan a broportion d’e c’hrim.
Gouscoude me vel c’hoas o redec an daelou :
Ha livret e vezo-hi da gruelloc’h tolliou ?
He lagad malvennet a ziscuel ar goler,
Hac he zâl ridennet a verq an dizesper.
Seblantout a ra dìn eo bet abandonet
En he melancoli, gant Doue, gant ar bed ;
Oguen parlant a ra… Selaouomp he c’homzou ;
Me gred e vint capabl da douch hor c’halonou :
O va bugale guèz ! ha c’houi, tud ancien,
Ar maro didruez a so deut d’am zurpren,
Hac, emei, d’am gôlo démeus a vil gouli,
Mil goech violantoc’h, mezussoc’h egueti.
Ne goust qet calz livra d’eun adversour cruel
Ar madou perissabl hac ar vuez mortel ;
Mes guelet insolanç trec’hourien effrontet,
Pere, n’en deus qet pel am boa qen soubl rentet,
O tont d’am insulti, da zistruja va gloar,
A bini voa carguet pêvar c’horn an douar ;
D’am outraji memes betec em entraillou,
Hac én a voe biscoas sansiploc’h offançou ?
Da varner, ô Sion ! en deus da broscrivet,
Da grimou pemdiec o deus en courroucet.
Ah ! perac, pa dleyes apezi e venjanç,
E clasqes-te cuzet da vez, da voal-offanç ?
Inutil e voa did essât biqen pari
Da c’hoariou lubriq ha da idolatri
Dindan ar vantel lous eus an devalijen
Dirac al lagad leun a bep seurt sclêrijen,
Eus eun Doue guiec, eur Mestr oll-buissant,
A ell, en eur moment, da laqat en neant.
Da glêvet a ràn c’hoaz oc’h adres da voeuyou
Gant eur voez languissant da Grouer an ênvou.
O Doue eternel ! Doue just, redoutabl,
Distro, distro varnòn c’hoaz eur zell favorabl.
Meulet ra vo an dorn en deus va c’hastiet,
Mar prizes accordi d’am anqen, d’am regret,
Ar pardon a c’houlen un diluch a zaelou,
Eur menez a c’hlac’har hac eur môr a boaniou,
A bere va-unan on bet artizanes,
Dre va goal dizurzou, dre va fallagriez.
Mes mil goech eüruzes, mar deues c’hoas d’am difen
Enep an insolanç eus va adversourien !
O guelet a c’heus-te, va Doue benniguet,
E reduiza da Dempl en poultr hag en moguet,
Hac an douar ruziet gant goad an inoçant,
Gant un ardienez effrontet, insolant,
O profani bete da Dabernacl santel,
Ha da vesseillou sacr, puissancou immortel ?
Ah ! guelet e c’heus c’hoas ar monstrou detestabl
O pressi gant o zreid an Auter adorabl,
O treti da vister cn eur fêçon infam,
Hac o tizenori coulz ar verc’h hac ar vam ?…
Ælez eus ar maro, ministret ar venjanç,
Penos ec’h ellit-hu souffr eur sort insolanç ?
Dreist oll e cometent incest, aoültriach,
Dreist oll e rent santout ar vestl eus an outrach ;
Ha c’hoas, ô va Doue ! te c’heus-i prezervet
Eus an tan, ar gurun, o deveus meritet.
Ah ! petra ne maint-i e creiz punç an ifern,
O lesqi gant arrach, en beo, qig hac esqern !
Va fobl ne vije qet consumet gant famin,
Rentet bremâ noaz-pill, hac oblijet erfin
Dre’r brassa disesper, ar vrassa dienez,
Da zevori betec e grouadurien guez !…
O ! c’houi, pere dre chanç a remerq ar plac-màn,
Qen dign eus a druez, ha qen dezert bremàn,
Ha c’houi oc’h eus guelet biscoas, tremenidi,
Eur glac’har, un hirvoud, hanval eus va hini ?
An Eternel fachet en deveus discaret
Va menezier huel, va c’hoajou decoret ;
Laqet en deus an tan en oll vilajennou,
Grêt eun dezert affreus demeus va flenennou,
Ha dezolet va fobl en kêr ha var ar mès,
Evel gant ur falc’h lemm en ur seul mintinvez
Ma teu al labourer actif ha vijilant
Da droc’ha’r boqejou deus eur c’hoad florissant.
Ar fouëldr demeus an ên evel tan an ifern
A deu d’am c’honsumi, bete mel va esqern.
Guelet a ra Doue va daelou deiz ha noz,
Hep prizout eur moment procuri dìn repos.
Stignet en deus laçou, tec’hel a ràn raze ;
Mes e zorn invisibl em precipit enne,
Caer a meus er guervel ha redoubli va moëz,
Ne briz qet respont dìn, na va zelaou memes ;
Oguen en eun dransport a furor, a goler,
En deus grêt eur chaden crén meurbet ha ponner,
Dre’r bouez a beini va c’horf sempl accablet,
Cazi brêvet a zo treinet ha distreinet
Dre gavarniou teval, an drez, ar vein, ar spern,
Ha peur-exterminet e calon an ifern.
Mes Doue zur a gomz, me gleo e voëz divin,
Crën dirazan, Sion ; en em dol d’an daoulin !…
E voëz oll-galloudus he deus dija lazet
Da cheffou principal, discaret, ha pillet
Ar re buissanta eus da rouantelez,
Bruzunet da stajou, da rouanet memes.
Crën eta… rac e zorn en deveus exprimet
Ar guin,eus e furor da voalc’hi da bec’het.
En eva vo rét dit… ha da zaoulagad meo
A vezo tevallêt gant cousqet ar maro.
Scuillit, va daoulagad, diou rivier a zaëlou,
Objet va c’harantez, va brassa deliçou,
Peini, pa voan c’hoas em c’havel bianic,
En devoa qemeret ar soign hac ar fatiq
Eus va instruction ha va bugaleach,
Ha d’am goarantissa demeus a beb outrach ;
Va frotectour divin, va mestr, va esperanç,
En peini epqen e voa va oll fizianç,
Am abandon bremàn, coulz ha va bugale,
Da rigor ar vizer ha d’ar gaptivite.
En ven ec’h imploràn asistanç an ênvou ;
Santout a ràn bepret an tan em entraillou ;
Gant e bermission, eun arme puissant
A ra demeus va stad eun objet effrayant.
Spontus oun… hac hanval ous ar plac’het impur,
E rêr dìn mil outrach, mil insult, mil injur.
Excitet em boa re da goler, hon Otrou ;
Gant justiç e santàn an nerz eus da doliou.
Da fouëldr, dre va c’hrimou, a zo bet allumet ;
Ne reen caz a ze pa c’heuz va fulluc’het,
Evit disquez ervat penos da buissanç
Ne ve james goapêt, hep na dennes venjanç.
Pobl ar bed en antier, ah ! va c’honsideret,
Contit va maleuriou, spontit eus va guelet.
Va mibien, ep truez, treinet en esclavach,
A vezo difframmet, massacret gant outrach.
Graguez ha bugale a velàn distrujet,
Ha beuzet en o goad, o memprou disloqet.
Va mignonet memes, pa velont qement-ma,
E lec’h dont d’am difen, e teuont d’am livra ;
Va guerc’hezet prudant, dreist eur sort qen garo
A dal treid an auter zo treinet d’ar maro.
Crena ra va c’halon en goelet va’ntraillou,
O velet discaret, minet va muraillou.
An adversour a scô, a laer, a dan, a laz,
Ar maro cris, dreis-oll, en un instant am sclas ;
Ar chagrin am dizec’h evel eur branq troc’het,
Va c’hlêmou zo clêvet dre bêvar c’horn ar bed.
E lec’h beza touchet, dre discoursiou piqant,
An Egyptien fier a gresq c’hoas va zourmant.
O Sion ! emezàn, Doue da dadou coz,
An Doue-ze ger mad, ma ve guir e bropos,
An Doue-ze en pini voa da oll gonfianç,
Eo en deus da livret dindan hor puissanç.
Ha te gredo pelloc’h ve capabl e zaouarn
Da vruzuni biqen da chadennou houarn ?
An dorn en deus laqet var da gorf aneze ,
A zo crevoc’h eguet diouvrec’h an Doue-ze.
O ! Justiç eternel ! ne c’heus-te qet clêvet
Ar blasfêmou eûzus o deveus prononcet ?
Penos e souffres-te ar sort execration,
Hep teuler varnezo da valediction ?
Disquel, Tad Eternel, disquel da buissanç ;
Tenn venjanç evidomp a guer bras insolanç,
Ha gra dezo santout penos ne eller qet
Ober did nep insult hep beza punisset ;
Discar an tirantet, distruch o raç impi,
Bez sonch eus o maliç, o c’holer, o furi ;
Gra dê douguen ar boan a verit o c’hrimou,
Evel ma c’heus grêt din paea va fec’hejou.
Nemet na vint dêvet en tan eus da goler,
Ne gredint caout ennout c’hoas un tad deboner.
|