Mont d’an endalc’had

Arguamant ar c’henta cantic

Eus Wikimammenn
Disanv (Per ar Bailh)
Ledan, Hep bloavezh embann. (war-dro 1823)  (p. 9-10)






ARGUAMANT


AR C’HENTA CANTIC.


————


Jeremi a hirvoud var distruch Jerusalem ; en em glêm a ra eus e adversourien, pere o deus neantet ar guêr gaer-ze en diveza izeldet. Ar guêr infortun-mâ a c’houlen ardammant patroniach an Doue eternel. Laqat a ra he oll boanniou da douch e galon a druez, en eur discuel dezàn an diluch n dourmanchou e pere e zeo beuzet. Ar Profet a beint anezo en eur fêçon tener meurbet : netra na achap d’e bluen : Jerusalem en goad…, an Templ santel en tan…, an Auter en ludu…, ar Vêleyen muntret…, al Levitet laqet o fennou en ecan…, ar Vesseliou hac an Ornamanchou sacr profanet…, an Tiez distrujet…, ar Paleziou discaret…, ar Rouanet didronet…, ar Brincet brevet dindan ar boez eus o chadennou…, ar Guerc’heset dishenoret…, hac ar Vammou o tifframma memprou o bugale, hac o tevori anezo gant arrach…

Goude ma voe casset ar bobl a Israël en captivite, ha ma voe ar guêr a Jerusalem antieramant dilezet, ar Profet Jeremi, beuzet en e zaelou, a azezas var ar vogueriou distrujet, hac a reas an Hirvoudou-mâ varlerc’h, gant eur galon mantret.

Quomodo sedet sola civitas plena populo ? facta est quasi vidua Domina gentium : Princeps provinciarum facta est sub tributo.
Jerem. ch. 1. v. 1.


————