Prefaç
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?) (p. Prefaç)
R re pere o deveus tretet eus an devotion
o deveus bet casi oll an intention
da instrui principalamant nep so pell ha
diangaich diouz ar c’homerç hac ar sourci
eus ar bed, pe da viana o deveus
desquet un hevelep devotion pehini a zoug
en em diangagi ha da bellaat diouto
antieramant. Hoguen va intention-me eo
instrui ar re pere a vêv er c’heriou, en
tiegueziou hac e creis ar bed, ha pere diouz
o c’hondition a so obliget da gundui ur vuez
commun evit an exterieur ; pere lies a veich,
var zigarez e pretandont penaus e ve impossibl
dezo cundui ur vuez devot, ne fell quet
dezo so-quen sonjal e antrepreni, o veza
avis ganto penaus, evel na gred aneval ebet
tànva greun ul lousaouen hanvet Palma
Christi, den ebet ive ne dle pretandi ar
palm eus an devotion gristen, emezo,
en-dra ema o veva etouez ar pres eus an
afferou temporel. Hac e tisquezàn dezo penaus,
ec’his ma vêv ha ma sao ar perles fin e creis
ar mor hep quemeret berad dour mor, hac
ec’his ma zeus e certen Enesi feunteuniou a
zour douç e creis ar mor, ha ma nich ar Piraustet dre’r flammou hep devi o diouasquel ;
dememes e c’hell un ene courachus ha ferm
beva er bed hep receo an humor fall eus ar
bed, e c’hell caout sourcennou eus a un devotion
douç e creis an dour c’huero eus ar bed-mâ,
ha nigeal etre ar flammou eus an desirou
terrien hac eus ar sourciou temporel,
hep devi diouasquel an desirou sacr eus ar
vuez devot. Guir eo penaus ez e diæs an
dra-se, ha rac-se em be c’hoant e teuhe cals
da lacat o foan hac o sourci en dra-se gant
mui a ferveur eguet n’o deveus great bete
vremâ : evit quemense eo e c’hæssaàn
continui dre al Lêvr-mâ da rei ur sicour bennâc
d’ar re pere a antrepreno gant ur galon
gourachus cundui ur vuez devot.
Adressi a ràn va c’homsou da Philotee ; rac ec’his ma fell din e serviche d’ar profit commun eus a gals a eneou an instructionou-mâ pere am boa scrifet da guenta evit unan hepquen, abalamour da-se en em servichàn eus a un hano pehini a ve ive commun ha convenabl da guement a fell dezo beza devot ; rac an hano a Philotee a sinifi un ene pehini a gar Doue, un ene devot da Zoue. O consideri eta en oll instructionou-mâ un ene pehini, dre an desir da veza devot, a zoug e c’halon da garantez Doue, em eus great an Introduction-mâ eus a bemp Quevren pe a bemp loden. Er Guevren guenta e c’hæssaàn gant certen remontrançou hac exerciçou cheinch an desir simpl eus a Philotee en ur resolution antier pehini a ra er fin goude e C’honfession general, dre ur brotestation ferm, heuliet gant ar Gommunion sacr, pe en hini oc’h en em rei d’e Salver hac oc’h e receo, e deveus an eur da antren en e garantez santel. Quemense great, evit e c’hundui eassoc’h, e tisquezàn dezi en eil Quevren diou voïen excellant d’en em unissa mui-ouz-vui gant e Vajeste divin, hac an diou voyen-se eo ar Sacramanchou pe dre re e teu an Doue mad-se davedomp, hac an Oræson santel pe dre hini hon ten daventâ. En drede Quevren e tisquezàn dezi penaus e tle en em exerci e cals a vertuziou ar re bropra evit e avançamant ; ha n’en em arretàn nemet var certen avisou particulier, pere ne vise quet eas dezi da guemeret a leac’h-all nac anezi e-unan. Er bedervet Quevren e rân dezi anaout certen finessaou ha tromplereziou eus e adversourien, hac e tisquezàn dezi pe e fæçon e tle en em breservi diouto, ha tremen dreisto evit pourchu e dessein caër. Finalamant er bempet Quevren e ràn dezi en em denna un nebeut a gostez da heana ha da rapari e nerz, evit ma c’hallo goude eürussoc’h a-se tenna bro hac avanç en hent eus ar vuez devot. Chetu a-se petra so comprenet ebarz el Lêvr-mâ. Guir eo e scrifàn hac e comsan eus ar vuez devot, hep beza devot va-unan ; hoguen certenamant ne d’e quet n’am eus c’hoant da veza, hac ar c’hoant pe an affection-se eo a ro couraich din d’hoc’h instrui var an devotion, evit d’ar fin, o tisqui deoc’h beza devot, ma tisquin ive beza va-unan : rac evel a lavare un den abil, ar fæçon vad da zisqui eo studia, ar vella c’hoaz eo beza sourcius da glevet ; mæs ar vella tout eo disqui d’ar re-all ; pa ze guir penaus, o tisqui d’ar re-all e tescomp guell a-se hon-unan. Alies e c’herru, eme Sant Augustin o scrifa d’e Zevodes Florentina, penaus an ofiç da zistribui a servich da verit evit receo, hac an ofiç da zisqui d’ar re-all a servich da fount evit disgui hon-unan.
Ar plac’h caër ha chast Rebecca o toura quezec Isaac, a oue destinet da veza pried dezàn o receo eus e berz cleier discouarn ha brasseledou aour ; evelse e c’hesperàn digant ar vadelez infinit eus va Doue, penaus o cundui e zènvet quer d’an dour a silvidiguez eus an devotion, e rento va ene pried ive dezàn, o lacat em discouarn ar c’homsou aour eus e garantez santel, hac em divrech ar brasseled spirituel, me lavar an nerz d’o exerci ha d’o fratica ervat : eno eo e consist ar principal eus ar guir devotion. Me a supli ar Vajeste a Zoue, ma plijo gantâ rei ar guir devotion-se din ha d’an oll vugale eus e Ilis, pe da hini e fell din da jamæs soumeti quement a scrifàn, quement a ràn, quement a lavaràn, quement a zesiràn ha quement a sonjàn.
Va Jesus douç ha mad, va Autrou,
va Salver ha va Doue, chetu me amâ
prosternet dirac ho Majeste, o c’hoffr hac
o tedia al Lêvr-mâ d’ho cloar : roit an nerz
hac ar vertuz eus ho penediction d’ar c’homsou
pere a so ennâ, evit ma c’hallo an
Eneou, p’evit re em eus-èn great, receo
anezàn an inspirationou sacr pere à zesiràn
dezo, ha particulieramant an inspiration da
implori varnon ho trugarez infinit, evit d’ar
fin, o tisquez d’ar re-all an hent eus an
devotion er bed-mâ, na vezin quet reprouvet
ha collet eternelamant er bed-hont, mæs
quent-se ma canin ganto da jamæs evit Cantic
a driomphl ar guer-mâ pehini a brononçàn
eus a greis va c’halon e testeni à fidelite
emesq an dangerou eus ar vuez mortel-mâ :
BEVET JESUS, BEVET JESUS.
Ya, va Autrou, va Jesus,
Bevit ha renit c’hui hepquen
En hor chalonou da viquen. Amen.