Potred An Oriant
Diwar ma scaon, en toul ma dor,
Me ’wel ma dousic war ar mor ;
Me wel ma dous, me wel ma c’hoant,
Me ’wel ma hol gontantamant !.....
Martoloded ann Oriant
A zo meurbed pôtred friand ;
Met n’ho deus ket calz a enor,
Laeres plac’hed euz toul ho dor.
Laeret ho deus ma dousic coant,
Da gass ganthê ’n ho batimant !
Ma dousic iaouanc a oele,
Na gafe den hi c’honzolje,
Na gafe den hi c’honzolje ;
Nemert ar c’habitenn a rè.
— « Tawet, merc’hic, na oélet ket !
Wit ho puhe na golfet ket ;
Wit ho puhe na golfet ket,
Hoc’h enor c’hoaz na lâran ket.
Euz ar memeuz tôl a goanfomp,
Er memeuz guele a gousqfomp.
Ar plac’h iaouanc neuze laras
D’ar c’habitenn ’vel m’hen clewas :
— « Gwell eo ganin cant gwech merwel,
Hac en creiz ar mor em deurel ;
Hac em deurel en creiz ar mor,
Kentoc’h ewit coll ma enor!
Kentoc’h ewit coll ma enor
A zo zûr ar gwella tenzor !
Rac ann enor, pa ve collet,
Ewit hen clasq n’hen cafer ket,
Nann, n’hen cafer ket er marc’had,
Da brenan zac’had ha zac’had !
Caër ’zo hen clasq, n’hen cafer ket
Da brena en neb lec’h er bed. »
Ar c’habitenn a lavare
D’he vartoloded en de-se :
— « Casset ar plac’hic-man d’ar gêr,
Rac me na on ket eur preizer ;
Eur preizer biscoaz na on bet,
Ha na vin bikenn, me a gred ! »