Mont d’an endalc’had

Pipi an Divead

Eus Wikimammenn
◄   Caz Pipi Pipi an Divead Ar veuc’h laër   ►



XIII


Pipi an Divead


Var ton : Brava pemoc’hic zo er Vro.



1

Pipi a zo eur goas nerzus
Eur potr gadal ac ebatus
Mez pladennec vel eun azen
Rac pa vez en tal va c’hichen
Ne voar nemed huanadi,
Peguen divead eo Pipi!

2

Ne ve ket red dezan goulen
Mar c’huezfe varnon e coëfen,
Mœs eur gomz demeus va gueno
Pe dan hirra eur c’houpl pocko
Zo en tuont dhe gontenti,
Peguen divead eo Pipi !

3

Eun devez ma voamp o toma
E laras din, en eur ruya :
Guelet a rer laç o lezrou
Izellet eun tam o proziou
Pe me scampo er maës an ty !
Peguen divead eo Pipi !

4

Diczul em c’havas cousket mad
A c’hed va c’horf e corn eur prad
Na petra rez Pipi gouër
Nemet dic’haloupat dar staër
Da guerc’het dour dam difuni,
Peguen divead eo Pipi !


5

Eur noz ne voa nemet hom daou
(Me vo devet ma laran gaou)
E chanças dar goulou mika,
Mez deuz a ze lec’h profita
E tiredaz d’hen allumi,
Peguen divead eo Pipi !

6

Eur veach-all dezan e laren
Penos lies e c’hancoëen,
Prenna dorojou an antre :
Tauled pled mad, mezan, deus-ze
Rak dont alfe al laer en ty,
Peguen divead eo Pipi !

7

Eun de ma voa dezan tomet
E c’harlinkas din va morzet
A me raklal de briata.
Aiaou! mezan, c’hed dam mouga
Mo ped en graç dam vardouni !
Peguen divead eo Pipi !

8

Em gourve, indan eur voën fo
Voan e sellet deus an deilho ;
Kerkent va guenoëc ive
Zo nem astennet vel eul loue
Em c’hichen vit o c’hontempli.
Peguen divead eo Pipi !

9

Paotred yaouank pa c’hoanteffet
Gounit kalounou ar merc’het
Pa zel ar plac’h eus an deilho
Choui dle sellet eus ar grio :
A neuze ne laro ket hy :
Peguen divead eo Pipi !