Pevare Sul goude Pantekost
Enn deiz-ze, e oue tost da Jezuz beza flastret gant ann dud a zirede da glevet komsou Doue. Edo neuze var ribl lenn Jenezareth, hag e velaz, chomet e kichenik ann douar, diou vag a ioa diskennet ar besketerien anezho da voalc’hi ho rouejou. O pignat enn unan euz ar bagou a ioa da Zimon, her pedaz da bellaat eunn nebeut diouz ann douar, hag ac’hano, o veza azezet, e kelenne ar bobl. Peurc’hreat ganthan he brezegen, e lavaraz da Zimon : it enn dour-vor ha dispakit ho rouejou da besketa. Mestr, a respountaz Simon d’ezhan, a hed ann noz on euz labouret heb paka netra ; var ho ker evelato me zispako ar roued. Hag o veza her great e pakjont kement a besket ma roge ar roued gantho. Goulenn a rejont eta digant ar besketerien a ioa er vag all dont da rei ann dourn dezho ; hag ar re-ma o veza deuet, e leunjont ann diou vag ken na vennent gueledi. Pa velaz ann dra-ze, Simon Per en em daolaz da dreid Jezuz enn eur lavaret : Pellait diouzin, Aotrou rak me zo eur pec’her. Chom a rea sebezet holl, hen ha kement a ioa enn he goumpagnunez, o velet ar pesket o devoa paket. Ken souezet all oa Jakez ha Iann, mibien Zebededee, a ioa gant Simon. Mes, Jezuz a lavaraz da Zimon : N’ho pezet ket aoun ; divar vrema c’hui vezo pesketaer tud. Hag o veza digaset ho bagou e kichen ann douar, e tilesjont pep tra evit mont d’he heul.
Pa lennomp er Skritur Sakr e oue karget hon tud kenta da labourat barados ann douar, posuit… ut operatur Gen. ii, 15. ne dleomp ket kredi o devoa poan ha skuizder, evel on euz ni brema. Al labour-ze a ioa evit ma kavjent berroc’h ho amzer hag evit kenderc’hel ho iec’hed ; rak, evel m’oant savet var eur gomz hebken a berz ann Aotrou Doue, frouez hag holl vadou ar jardin-ze a vije en em viret ive hag eat var gresk anezho ho unan, hervez ezommou Adam hag he lignez.
Goude ar pec’hed eo e oue barnet ann
den da c’hounit he vara diouz c’huezen
he dal. Azaleg neuze e teuaz al labour da
veza tenn ha skuizuz ; hag ar beac’h
pounner-ze, peb unan a dle hen dougen.
Ne lavaran ket koulzgoude e ve ret d’ann
holl beza labourerien douar, pell diouz
eno ; rak ezom zo tud a bep micher. Mes,
dever peb hini ac’hanomp eo poania a
gorf pe a spered, hag ann neb n'her gra
ket a zo laer ann amzer ; hennez, evel a
lavar sant Paol, a dlefe chom heb tamm.
Si quis non vult operari, nec manducet
(II Thes. iii, 10).
Ia, ret eo d’eomp labourat evit kaout hor bara pemdeziek. Mes, avechou, ec’hiz zo merket er gentel hirio, kaer en deuz ann den poania, ne c’hounit netra. Sant Per hag he goumpagnunez a labouraz hed ann noz heb paka pesk ebet ; e leac’h, goudeze, enn eunn taol roued hebken, o devoue diou vagad pesket euz ar re gaera. Ann dra-ma a zigas sonj d’eomp euz eur virionez embannet guechall gant ar roue David : Ne dalv ket d’ehoc’h, emezhan, sevel ti pe lochenn, ma ne vez dourn Doue ouz he harpa ; da c’houzout eo, holl skiant hag holl ijin ann dud a zo re verr, ha ne raint netra a zoare, ma ne zeu bennoz ann env var al labour.
Guelet oc’h euz aliez ann tiek daoubleget var he dachenn, hed ar goanv hag ann nevez-amzer ; ha goude m’en deuz her glebiet gant c’huezen he dal ha great dispign evit kaout teil ha greun mad da lakaat ennhan, ann douar-ze ne zoug netra da dalvezoutn ; avechou all pa vezo varnez dastum eunn eost pinvidik, setu eur barr arne o kas ar madou-ze da goll, hag ar perc’henn guasoc’h tizet eged biskoaz.
Petra zo kaoz ? Ar c’hristen dievez-ze a fizie var he vouiziegez he unan ; n’edo ket Doue ganthan. Kement-ma a zell ouz ar micherour, hag ar marc’hadour koulz hag ouz al labourer douar ; ha penaoz e vezo Doue enn tu gantho mar bevont er pec’hed, mar greont fae var he c’hourc’hemennou ? Taolit evez eta na lakafec’h, dre eunn dizurz bennag, Jezuz da bellaat diouzoc’h ha diouz ho tiegez. Grit, er c’hontrol, kement a vezo enn ho kalloud evit ma chomo ganehoc’h bepred. Evel sant Per neuze, gant nebeutoc’h skuizder ha berroc’h amzer, c’hui a c’hounezo muioc’h a vadou.
Mes, holl danvez ar bed-ma a zo gual dister evit digoll ann den a labour aliez beteg diverra he iec’hed hag he vuez ; ha c’hoaz, rouez eo ar re a deu pinvidig goude poania evel-se. Rak-ze ive eo falvezet gant madelez Doue rei eunn dalvoudegez all da binijenn ar pec’her ; da heul magadurez ha guiskamant ar c’horf ni or bezo, pa garimp, madou ar baradoz.
Ar pez zo d’ober evit ze n’eo ket diez. O veza en em ziouallet diouz ar pec’hed marvel evit ne dec’ho ket Doue diouzoc’h, bezit aketuz da ginnig d’ezhan ho poan hag ho labour dre ar bedenn noz ha mintin, hag eur zellik bep enn amzer, edoug an deiz, varzu ho tad karantezuz. Piou n’eo ket goest da viret ar gentel-ma ?
Evidoc’hui, ma vec’h bet aziagent lezireg d’ann dever-ze, grit guelloc’h hiviziken. Evelse-bezet-great.