Mont d’an endalc’had

Pemped Sul goude Pantekost

Eus Wikimammenn
Ar. de Kerangal, 1898  (p. 242-248)






PEMPVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Vaze, Chab. v.)


————


Enn deiz-ze Jezuz a lavaraz d’he ziskibien : Ma ne heuliit ket al lezenn guelloc’h eged ar Skribed hag ar Pharizianed, ne deot ket e rouantelez ann env. Gouzout a rit oa lavaret d’ho tud-koz : ne lazot ket ; ha neb en defe lazet a dleo beza barnet. Evidon-me a lavar d’ehoc’h : Kement hini a gemer drouk ouz he vreur a dle beza barnet evel-se. Evit ann hini a lavaro d’he vreur : Raca (den diboell), zo dleet dezhan rustoc’h barnedigez. Hag ann hini a lavaro dezhan : diskiant ; hennez zo he blas e tân ann ifern. Rak-ze eta, pa gasit ho prof d’ann aoter, ma teu enn ho spered en deuz ho preur eul leac’h bennag da glemm ac’hanoc’h, lezit aze ho prof dirag ann aoter ; it da genta d’en em unani gant ho preur ; hag o tistrei neuze c'hui a ginnijgo ho prof da Zoue.


Dioual ouz meuleudiou ann dud.


Ar Skribed oa doktored al lezenn ; hag ouz he anaout evel ma reant, oa dleet d’ezho ive he miret guelloc’h eged ar bobl a deue d’ar skol davedho.

Evit ar Pharizianed, ar re-ze a ioa tud euz ann dibab. Da heul ann deg gourc’hemenn roet gant Doue da Voisez e lakeant eur c’halz lezennou ha giziou all ; aketuz oant da baea ar guiriou ha da rei prof d’ann templ ; aluzennou braz a roent ive ; iun a reant aliez ha pedi dirag ann holl ; hag evel-se e tremenent evit sent. Souezet e oue eta ann diskibien pa lavaraz Jezuz n’oa ket a varadoz evitho ma ne vijent santeloc’h eged ar Skribed hag ar Pharizianed ; rak, evit eur guel, n’oa ket eaz ober kaeroc’h traou eged na rea ar re-ze.

Mes, evesaomp ouz ar rebechou great d’ezho gant Hor Zalver, hag ec’h anavezimp e c’hellomp kaout ann treac’h varnho heb kemeret re a boan.

« C’hui, Skribed ha Pharizianed, emezhan, a zo henvel ouz beziou a ve guenn kann ann diaveaz anezho, hag a zo, enn diabarz, leun a vreinadurez. » Ret eo o divije kalzik dizurziou kuzet pa gomz ken rust outho ann Hini a velomp peurvuia ken trugarezuz e kenver ar bec’herien.

Mes, penaoz bennag e ve, kaout a ra abeg enn ho c’haera oberou, hag e tiskuill, a vouez huel, n’o deuz digoll ebet da c’hortoz digant Doue evit ho fedennou, ho aluzennou ha iuniou.

Eunn dra vad eo pedi, pa lavar sant Jakez, multum valet deprecatio justi assidua. Mes, e leac’h klask eur plas distro d’ober ho fedenn, hervez kuzul ann Aviel, ar re-ma a ia dirag ann holl.

Ann aluzenn, eme ar Spered-Santel, zo goest da zizamma ar brasa pec’her ; mes, ret eo avad e ve great e kuz ; hag ar re-ma pa roont aluzenn a gas ann daboulin enn dro, evit ma teui ann holl da velet.

Pa vezo Doue e kounnar, dre ar iun hen lakaimp da zellet a druez ouzomp ; ia, ma sentomp ouz kentel Hor Zalver, o terc’hel guella ma c’hellimp hor pinijennou kuzet ouz ann dud ; mes, ar re-ma pa iunont, a gemer eunn doare distrounket, evit ma kredo pep unan ez Int didruez ouz ho c’horf.

Eur rebech all a ra c’hoaz d’ezho : e leac’h deski al lezenn ehun ha freaz, ec’hiz ma oue embannet da genta, e lakeont ann dud d’ober n’ouzon pegement a ziotach ha da gemeret evel pec’hed dister, meur a dra difennet krenn gant Moizez. Evit skuer : o lavaret e tle beza kaset dirag al lezvarn neb en defe lazet he vreur, e roont da gredi ne vezo ket braz ann drouk, petra bennag or be great d’ann nesa, ma lezomp ganthan he vuez. Ha koulzgoude ne c’hoarvez ket evel-se ; ha gouezit mad kement-ma : Neb en deuz buanegez ouz he vreur ne vezo ket didamall, ha ma lavar komsou a ve eunn dismegans evithan e ra aoualc’h evit kueza enn ifern.

Na zalc’hit eta kasouni ebet enn ho kaloun ; ha ma c’houfec’h zoken en deuz ho nesa ienien ouzoc’h, daoust n’o pe, gant gouiziegez, roet tro ebet d’ezhan da glemm, it evelato d'en em glevet ganthan, ha Doue ive ho tigemero neuze gant brasoc’h karantez.

A viskoaz euz bet, ha bepred e vezo var ann douar tud henvel ouz ar Skribed hag ar Pharizianed. Pa ne c’hell ket hor poulza enn dizurz nag olïer d’eomp dilezel servij Doue, ann diaoul a glask laerez diganeomp ar mirit euz hon oberou mad, hag aliez, siouaz, e teu a benn euz he daol treitour.

Dre ali ann trompler-ze, ar gommunion, hent-ar-groaz, etc., a vezo great p’en em gavo muia daoulagad o para varnoc’h ; hoc’h aluzennou a vezo brudet ; enn eur ger, kement vad a reot a vezo anavezet dre bevar c’horn ar vro. Ann dra-ze, emezoc’h, a zo evit kentelia ar re all. E c’hell beza, a dra zur. hag ar skuer vad a blij da Zoue. Mes, diouallit na ve prenv ann ourgouill o krignat hoc’h oberou santela ; rak n’o defe neuze talvoudegez ebet evit ann env, ha n’o pe evitho nemed meuleudi ann dud, a zo eunn digoll gual dister.

Avechou ive e teui c’hoant d’ehoc’h da choaz devosionou hag oberou, kaer evit guir, mes goest da lakaat ann dud souezet pe da zireiza ofisou ha giziou ar barrez ; ha marteze evit heulia ho froudenn zantel c’hui a lezo kalz traou all talvoudusoc’h. Diouallit na ve adarre ann drouk-spered oc’h ober d’ehoc’h koll amzer. Evit gouzout ha c’houi zo enn hent mad, evesait ouz kement-ma :

Ma ne ve nemed Doue o sellet ouzoc’h, beva a rafec’h evelato er memez doare ? Ma vec’h aliet gant ho konfesour da zilezel darn euz ann devosionou a blij muia d’ehoc’h, evit ober egiz ann holl, senti a rafec’h outhan ?

Ma lavar ho koustianz ia d'ann daou c’houlenn-ze, bezit dinec’h, rak nemaoc’h ket o vale var roudou ar Skribed hag ar Pharizianed ; heb kaout kalz a vrud c’hui a heulio guelloc’h egetho lezenn Doue. Evel-se-bezet-great.