Mont d’an endalc’had

Pevare-varnuguent Cantic. Santimanchou ur guir Gristen è tal croas ar mission

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout E tal ho Croas, leun a anquen.

J.-B. Lefournier, 1836  (p. 98-99)



PEVARE-VAR-N’UGUENT CANTIC.


Santimanchou ur guir Gristen e tal croas ar Mission. Var an ear gallec : Mon cœur charmé de sa chaîne.



Etal ho Croas leun à anquen,
Goude va follentezyou,
Ho treid, evel ar Vadalen,
A voualc’hin gant va daelou ;
Jesus, Jesus,
A bep graç oun indin certen,
Pardoun, pardoun, va Jesus.

M’ar cri ho justiç offancet
Venjanç ha punicion,
Oc’h oll drugares a requet
Pardoun ha remission ;
Jesus, Jesus,
Mil ha mil oc’h eus pardounet ;
Pardoun, pardoun, va Jesus.

Oc’h assistanç a c’houlennan ;
Pliget guaneoc’h va sicour ;
Ebdoc’h en em goll a ellan,
N’ellan quet en em recour ;
Jesus, Jesus,
Distrei ouzoc’h a zesiran,
Pardoun, pardoun, va Jesus.


Divar an hent mad faziet,
Israël gueichall o vouela ;
Prest e teuas ho tourn benniguet
D’e ren, d’e zifazia ;
Jesus, Jesus,
Evel Israël m’emeus pec’het ;
Pardonn, pardoun, va Jesus.

Na zisprisit quet va daëlou,
Na dezirou va c’haloun ;
Diguaneoc’h int oll, ô Autrou,
Respetit ho tonèsoun ;
Jesus, Jesus,
Renonç a ran d’am pec’hejou.
Pardoun, pardoun, va Jesus.

C’hui vezo test, ô Croas santel,
Hiryo eus va chenchamant ;
Adieu, adieu, bues criminel,
Adieu eternelamant ;
Jesus, Jesus,
Deoc’h e fell din beza fidel,
Pardoun, pardoun, va Jesus.