Pevar Aviel/Eil loden/C’huec’hvet rann

Eus Wikimammenn
Moullerez ar "C’hourrier", 1904  (p. 223-237)



C’HUEC’HVET RANN
Azaleg gouel an Dedi beteg an deiz ma oue degemeret Jesus e Jerusalem e creiz ar veuleudi
(Azaleg miz kerzu beteg miz ebrel)
————
KENTA PENNAD
Jesus a ia da Jerusalem evit gouel an Dedi hag en em denn goudeze er Peree en tu all d’ar Jourden. (S. Iann, X, 22-42).
————


Ober a reat e Jerusalem gouel an Dedi, hag edo ar goanv. Jesus a valee en Templ, dindan pondalez Salomon. Ar Jusevien, ar pennou bras, a gelc’has anezhan hag a lavare d’ezhan : « Beteg pe goulz e talc’hot-hu hon ene var var ? Ma ’z oc’h ar C’hrist, lavarit deomp freas. »

Jesus a respontas d’ezho : « Me a gomz ouzhoc’h, ha n’am c’hredit ket. An oberou, ar burzudou a ran e hano va Zad a ro testeni divar va fenn ; mes c’houi ne gredit ket, abalamour n’oc’h ket deuz va denved. Va denved a zilaou va mouez : me ho anavez hag hi am heul. Me a ro d’ezho ar vuez peurbadus ; ne d-eint morse da goll, ha nicun n’ho diframmo euz va dorn. Ar pez hen deus roet d’in va Zad, natur Doue [1], a zo dreist an holl draou, ha den ne c’hell diframma netra euz dorn va Zad. Me ha va Zad a zo eur memez natur. »

Ar Jusevien a gemeras mein da daoler outhan.

Jesus a respontas d’ezho : « Calz oberou mad am eus great dirag ho taoulagad a berz va Zad : evit pehini deuz an oberou-ze e labezit ac’hanon ? » Ar Jusevien a respontas ; « N’eo ket evit eun ober mad ho labezomp, mes evit ho plasphem hag abalamour, eun den ma ’z oc’h, ec’h en em c’hrit Doue. » Jesus a respontas : « Ha n’eo ket scrivet en ho lezen : « Lavaret em eus, c’houi a zo doueou ? » Mac’h hanv doueou ar re ho deus clevet comz Doue, — hag ar Scritur ne c’hell ket beza lamet, — penaoz e c’hellit-hu lavaret d’an hini a zo bet santelleet ha casset er bed gant an Tad : « Blasphemi a rit, » abalamour m’am eus lavaret : « Me a zo Mab Doue. » Ma ne ran ket oberou va Zad, n’am c’hredit ket. Mes ma ran, ha ne fell ket d’ehoc’h va c’hredi, credit va oberou, evit ma c’h-anavezot ha ma credot ema an Tad ennon, ha me en Tad. »

Ar Jusevien a glaske cregi ennhan, mes mont a reas euz ho daouarn.

Jesus a ieas adarre en tu all d’ar Jourden, el leac’h ma vadeze Iann er penn-kenta, hag e chomas eno. Calz a deuas d’he gaout hag a lavare : « Iann, e guirionez, n’hen deus great burzud ebed ; mes kement hen deus lavaret divarbenn heman a ioa guir. » Ha calz a gredas e Jesus.


————

EIL PENNAD
Jesus a zigass Lazar e buez. (S. Iann, XI, 1-46.)
————


Hogen, bez’ ez oa e Bethanii, e keriaden Mari ha Martha, he c’hoar, eun den clanv, hanvet Lazar. — Mari eo an hini a scuillas louzou-c’houez-vad var an Aotrou hag a zec’has he dreid gant he bleo ; Lazar, ar c’hlanvour, a ioa breur d’ezhi. — He c’hoarezed eta a gassas tud da lavaret da Jesus : « Aotrou, an hini a garit a zo clanv. » O veza clevet ar c’helou-ze, Jesus a lavaras d’ezho : « Ar c’hlenved-se ne denn ket d’ar maro, mes da c’hloar Doue, evit ma vezo meulet Mab Doue dreizhan. » Hogen, Jesus a garie Martha, he c’hoar Mari ha Lazar.

O veza clevet eta kelou ar c’hlenved, e chomas evelato daou zevez er memez leac’h. Goudeze e lavaras d’he ziskiblien : « Deomp adarre d’ar Judee. » An diskiblien a lavaras d’ezhan : « Mestr, a-nevez zo ar Jusevien a glaske ho labeza, hag e tistroit di adarre ! » Jesus a respontas : « Ha n’eus ket daouzeg heur deiz ? An neb a vale en deiz ne stok ket, abalamour ma vel sclerijen ar bed-man ; mes ma vale en noz e stok, abalamour ar sclerijen n’ema ket ennhan. » An Tad eo sclerijen ha nerz Jesus : netra ne c’hello noazout d’ezhan, keit ha ne falvezo ket gant an Tad digass noz ar Bassion. Goude ar c’homzou-ze, e lavaras d’ezho : « Hor mignon Lazar a zo cousket ; mes mont a ran d’he denna euz he gousk. » He ziskiblien a lavaras d’ezhan : « Aotrou, ma cousk, e vezo saveteet. » Jesus hen doa comzet deuz he varo ; mes hi a gredas e comze deuz mored ar c’housk. Neuze Jesus a lavaras d’ezho sclear : « Lazar a zo maro, hag abalamour d’ehoc’h, eo joa ganen n’edon ket eno, evit ma credot. Mes deomp d’he gaout. » Thomas, lezhanvet Didym, a lavaras d’an diskiblien all : « Deomp, ni ive, evit mervel ganthan. »

Jesus a deuas eta, hag e cavas Lazar lakeat er bez abaoue pevar devez. — Bethanii a ioa var dro pemzeg stad, tost da dri-c’hart leo diouz Jerusalem, — Hogen, calz Jusevien a ioa deut da gaout Martha ha Mari evit habaskaat d’ezho keuz ho breur.

Kerkent ha ma clevas Martha oa deut Jesus, ez eas d’he ziambroug, mes Mari a jome azezet en ti. Martha a lavaras eta da Jesus : « Aotrou, ma vijec’h bet ama, va breur ne vije ket maro ; goulzgoude, gouzout a ran breman e roio Doue d’ehoc’h kement tra a c’houlennot diganthan. » Jesus a lavaras d’ezhi : « Da vreur a zavo beo. » — « Me ’ c’hoar, a respontas Martha, e savo beo d’ar resurrection, en deiz diveza. » Jesus a lavaras d’ezhi : « Me eo ar resurrection hag ar vuez ; an hini a gred ennon, ha pa ve maro, a vevo ; hag an neb piou bennag a vev hag a gred ennon, ne varvo ket da viken. Credi a res-te an dra-ze ? » — « Ia, Aotrou, emezhi, credi a ran ez eo c’houi ar C’hrist, Mab an Doue beo, a zo deut er bed-man. »

Goude beza lavaret an dra-ze, ez eas kuit hag e c’halvas goustadic he c’hoar Mari en eur lavaret : « Ar Mestr a zo aze hag a c’halv ac’hanot. »

Var ar c’helou-ze, Mari a zavas dioc’htu hag a deuas d’he gaout. Rag Jesus n’oa ket deut c’hoaz er geriaden, mes bez’ edo el leac’h m’oa bet Martha ouz he ziambroug. Ar Jusevien a ioa ganthi en ti hag a frealze he c’halon, pa veljont Mari o sevel prim hag o vont kuit, a heulias anezhi en eur lavaret : « Mont a ra d’ar bez da lenva. » Mari eta, pa zigouezas el leac’h m’edo Jesus, a gouezas d’he dreid ouz he velet hag a lavaras d’ezhan : « Aotrou, ma vijec’h bet aman, va breur ne vije ket maro. » Jesus, pa velas anezhi o lenva hag ar jusevien a ioa ganthi o lenva ive, a scrijas en he ene, a en em drubuillas he-unan hag a lavaras : « E peleac’h ho peus lakeat anezhan ? » — « Aotrou, emezho, deuit ha guelit. »

Ha Jesus a vouelas. Ar Jusevien eta a lavaras : « Guelit pegement her c’harie ! » Lod anezho a lavaras : « Ha ne c’helle ket, p’han deus gellet rei ar sclerijen d’an hini ganet dall, miret ouz he-man da vervel ? »

Jesus, o scrija ennhan he-unan adarre, a deuas d’ar bez. Eur roc’h-toull oa, hag eur mean a ioa lakeat var c’horre. Jesus a lavaras : « Lamit ar mean. » Martha, c’hoar an hini maro, a lavaras d’ezhan : « Aotrou, c’houez fall a zo ganthan, rag aze ema abaoue pevar devez. » Jesus a lavaras d’ezhi : « Ha n’em eus ket lavaret d’id e veli gloar Doue, ma credes ? » Lemel a rejont eta ar mean.

Jesus, o veza savet he zaoulagad etrezeg an env, a lavaras : « Tad, ho trugarekaat a ran d’am beza silaouet. Me ’ c’houie e silaouit ac’hanon ato, mes comzet em eus abalamour d’ar bobl a zo en dro d’in, evit ma credint ho peus casset ac’hanon. » Goude ar c’homzou-ze e lavaras gant eur vouez crenv : « Lazar, deus er meaz ! »

Kerkent an hini a ioa bet maro a deuas er meaz, he dreid hag he zaouarn liammet gant lurellou hag he vizach goloet tro var dro gant eul lienen.

Jesus a lavaras d’ezho : « Diliammit anezhan ha lezit anezhan da vont kuit. »

Calz deuz ar Jusevien, a ioa deut da gaout Mari ha Martha hag ho doa guelet ar pez hen doa great Jesus, a gredas ennhan. Mes lod anezho a ieas da gaout ar Pharisianed hag lavaras d’ezho ar pez hen doa great Jesus.


————

TREDE PENNAD
Caïphas hag ar c’honseil bras. Jesus en Ephrem. O tistrei da Jerusalem e tiscler he bassion evit an trede guech. Ourgouill bugale Zebedee.
(S. Iann, XI, 47-56 ; S. Vaze, XX, 17-28 ; S. Marc, X, 32-45 ; S. Lucas, XVIII, 31-34).
————


Neuze ar veleien vras hag ar Pharisianed a zestumas ar c’honseil hag a lavare : « Petra ’ raimp, rag an den-ze a ra calz burzudou ? Ma lezomp anezhan da vont evelse, an holl a gredo ennhan. Ar Romened a deuio neuze hag e tismantrint hor c’hear hag hor pobl. » Unan anezho, hanvet Caïphas, evel m’oa beleg bras er blavez-se, a lavaras : « C’houi ne anavezit netra ha ne zonjit ket ez eo talvoudus d’ehoc’h e varfe eun den ebken evit ar bobl kent eged ne d-afe ar vroad a bez da goll. »

Ne lavaras ket an dra-ze anezhan he-unan ; mes, evel m’oa beleg bras er blavez-se, e prophesias e tlie Jesus mervel evit ar bobl, ha n’e ket ebken evit ar bobl, mes evit destum en unan bugale Doue a ioa skignet.

Azaleg an deiz-se e lakejont en ho zonj laza anezhan.

Jesus eta ne valee ket mui a vel d’an holl etouez ar Jusevien. Mes mont a reas en eul leac’h tost d’an dezert, en eur gear hanvet Ephrem, hag e chome eno gant he ziskiblien.

Pask ar Jusevien a ioa tost, hag araog Pask, calz a bignas da Jerusalem euz ar vro evit en em bura deuz peb hudurnez merket e lezen Moyses. Clask a reant eta Jesus, hag epad ma vezent en templ, e lavarent an eil d’egile : « Petra ’ zonjit divarbenn ne deu ket d’ar gouel ? » Hogen, ar veleien vras hag ar Pharisianed ho doa roet urz d’an neb a c’helle gouzout e peleac’h edo d’hen discuill, evit ma kemerjent anezhan.

Hogen, diskiblien Jesus a ioa en hent evit pignat da Jerusalem. Jesus a gerze en ho raog, hag hi, sebezet, a heulie gant spont. Jesus a gemeras an daouzeg a gostez hag a lavaras dezho ar pez a dlie c’hoarvezout ganthan : « Setu, emezhan, e pignomp da Jerusalem, ha kement ho deus scrivet ar bropheted divarbenn Mab an den a vezo peur-c’hreat. Lakeat e vezo etre daouarn prinsed ar veleien, an doctored hag ar pennou-bras, hag e condaonint anezhan d’ar maro. Goudeze e vezo lakeat etre daouarn ar baianed, hag e c’hoapaïnt anezhan, e tufint outhan, e scourjezint anezhan hag hel lakeint d’ar maro var ar groaz. D’an trede deiz e tistroio e buez. »

Mes hi ne gomprenjont netra e kement-se ; ar c’homzou-ze a ioa cuzet evitho ha ne c’houient ket petra zinifient.

Goulzgoude e c’houient ez oa eun dra bennag a nevez o vont da zigouezout. [2] Neuze Salome, mamm bugale Zebedee, a dosteas outhan gant he bugale, Jakes ha Iann, hag o veza stouet, e rea d’ezhan eur goulen. Ar vugale a lavaras : « Mestr, c’hoant hon deus e rafec’h d’eomp kement a c’houlennimp. » — « Petra c’hoantees a rafen, eme Jesus d’ar vamm ? » — « Lavarit, emezhi, ma c’h-azezo va daou vab a zo aman, unan en tu deou d’ehoc’h, hag eun all en tu cleis, en ho rouantelez. »

Jesus a respontas d’ezho : « Ne c’houezit ket petra ’c’houlennit. Gellout a rit-hu efa ar c’halir am eus da efa, pe beza badezet gant ar vadiziant am eus da gaout ? » — « Gellout a reomp, emezho. » Jesus a lavaras : « E guirionez, efa ’ reot ar memes calir ganen ha badezet e viot gant ar memes badiziant ganen : (ho daou ho dezo calz da c’houzanv) ; mes beza azezet en tu deou d’in pe en tu cleis, n’eo ket d’in-me rei d’ehoc’h : an dra-ze a vo d’ar re m’eo bet miret d’ezho gant va Zad. » [3]

O clevet an daou vreur Jakes ha Iann, an deg all a gemeras droug outho. Mes Jesus ho galvas d’he gaout hag a lavaras d’ezho : « Gouzout a rit, prinsed ar boblou a ra ho mistri varnho, hag ar re vras a lak’ anezho dindan ho galloud. Ne vezo ket evelse en ho touez. Mes an hini a c’hoanteo beza ar brassa en ho touez a vezo ho servicher, hag an hini a c’hoanteo beza ar c’henta en ho touez a vezo sclavour an holl. Rag Mab an den n’eo ket deut evit beza servichet, mes evit servicha ha rei he vuez abalamour da zasprena eleiz a dud. »


————

PEVARE PENNAD
Daou zen dall Jericho. Zachee. Parabolen ar minou. Mari Madalen a scuill louzou c’houez vad var dreid Jesus (S. Vaze, XX, 29-34 : XXVI, 6-13 ; S. Marc, X, 46-52 ; XIV, 3-9 ; S. Lucas, XVIII, 35-43 ; XIX, 1-28 ; S. Iann, XII, 1-11.)
————


Egiz ma tostea ouz Jericho, unan dall a ioa azezet hed an hent o clask an aluzen. Pa glevas ar foul o tremen, e c’houlennas petra ioa. Lavaret e oue d’ezhan e tremene Jesus a Nazareth. Neuze e lavaras gant eur vouez crenv : « Jesus, mab David, bezit truez ouzin ! » An dud a valee er penn-araog her scandale evit ma roje peoc’h. Mes hen a grie muioc’h-mui : « Mab David, bezit truez ouzin ! » Jesus a jomas en he za hag a roas urz d’he zigass dirazhan. Ha pa deuas e c’houlennas outhan : « Petra ’ fell d’id a rafen evidot ? » — « Aotrou, emezhan, ma velin ! » Jesus a lavaras d’ezhan : « Guel ; da feiz hen deus saveteet ac’hanot. » Kerkent e velas hag ec’h heulie anezhan en eur veuli Doue. O velet an dra-ze ar bobl holl a roas gloar da Zoue.

Mont a reas goude e Jericho hag e treuze kear. Ha setu eun den, hanvet Zachee, penn ar Publicaned, hag hen pinvidig, a glaske guelet Jesus evit he anaout, ha ne c’helle ket abalamour d’ar bobl, rag bez’ oa bihan a vent. Redet a reas araog hag e pignas en eur vezen scao-grac’h evit he velet, rag dre eno e tlie tremen. Pa en em gavas el leac’h-se, Jesus, o veza savet he zaoulagad, her guelas hag a lavaras d’ezhan : « Zachee, disken afo, rag hirio e rankan chom en da di. » Zachee a ziskennas buhan hag a zigemeras anezhan gant laouenedigez.

O velet an dra-ze, an holl a c’hrosmole en eur lavaret e tiskenne e ti eur pec’her. Mes Zachee, en he za dirag an Aotrou, a lavaras d’ezhan : « Aotrou, setu e roan an anter deuz va madou d’ar beorien, ha m’am eus great gaou ouz unan bennag, me a ro d’ezhan pevar-c’hement all. » Jesus a lavaras d’ezhan : « Hirio ar zilvidigez a zo deut en ti-man, abalamour heman a zo ive Mab Abraham. Rag Mab an den a zo deut da glask ha da zavetei ar pez a ioa collet. »

Silaou a reant c’hoaz an dra-ze, pa lavaras ouspenn eur barabolen, abalamour ma edo tost da Jerusalem ha ma credent edo rouantelez Doue o vont da en em ziscuez dioc’htu, edo Jesus o vont da zevel eur rouantelez etouez ar Jusevien goude beza trec’het ar Romened.

Lavaret a reas eta : « Eun den a renk huel a ieas en eur vro bell evit caout eur rouantelez ha distrei goudeze, evel ma ’z eas Arc’helaüs, mab Herodes, da Rom evit goulen ar gurunen digant an impalaer August. O veza galvet he zeg servicher e roas d’ezho deg min (eur min a ioa eur pez a zeiteg lur ha pevar ugent) hag e lavaras d’ezho : « Lakit anezho da dalvout, ken na zistroïn. »

» Hogen, he genvroiz a gassae anezhan. Cass a rejont cannaded var he lerc’h evit lavaret : « Ne fell ket d’eomp e renfe hennez varnomp. »

» Distrei a reas goude beza bet ar rouantelez, hag e roas urz da c’hervel ar jervicherien ho doa bet arc’hant diganthan, evit gouzout pegement hen doa gounezet peb hini. Ar c’henta a deuas hag a lavaras : « Aotrou, ho min hen deus gounezet deg min. » Ar roue a lavaras d’ezhan : « Evit ar guella, servicher mad ; abalamour ma ’z out bet feal e neubeut a dra, e pezo galloud var deg kear. » Eun all a deuas hag a lavaras : « Aotrou, ho min hen deus gounezet pemp min. » Ar roue a lavaras d’ezhan : « Ha te, bez lakeat var pemp kear. » Eun all a deuas hag a lavaras : « Aotrou, setu aman ho min am oa paket en eul lienen. Rag aon am eus bet razhoc’h abalamour ma ’z oc’h eun den garo : kemerit a rit ar pez n’oc’h eus ket roet da zerc’hel ; eosti a rit ar pez n’oc’h eus ket hadet. » Ar roue a lavaras d’ezhan : « Me da varn var da gomzou, servicher fall. Gouzout a reas ez oun eun den garo, a gemer ar pez n’em eus ket roet da zerc’hel, a eost ar pez n’em eus ket hadet. Perag ta n’e peus ket roet va arc’hant d’ar bank, evit ma c’helljen, d’am distro, he denna er meaz gant gounidegez ? » Hag e lavaras d’ar re a ioa eno : « Tennit diganthan he vin ha roit anezhan d’an hini hen deus deg min. » — « Mes, Aotrou, emezho, deg min hen deus. » — « Me a lavar d’ehoc’h, d’an neb hen deus e vezo roet, hag e founno ; evit an hini n’hen deus ket, memez ar pez hen deus a vezo tennet diganthan. Ha breman, digassit aman va enebourien, ar re n’eo ket fellet dezho e renfen varnho, ha lakit anezho d’ar maro dirazon. »

» Evelse, Mab an den, pignet en envou evit kemeret perz en he rouantelez, a zistroio da zeiz ar varn hag a gondaono da varo an ifern an dud n’ho dezo ket anavezet he c’halloud varnho. Mes an dud ho dezo great implij vad deuz he c’hrassou ho dezo eur renk huel en envou. Ar re n’ho dezo great na mad, na droug, a gollo gras Doue, ha dre ze ive, ar vuez a bado da viken. »

Ha p’han doa Jesus lavaret an dra-ze, e kerzas araog evit pignat da Jerusalem. Edo ar guener araog he varo.

Evel ma ’z ea euz Jericho gant he ziskiblien hag eur bobl vras, mab Timee, Bartimee an dall, a ioa azezet hed an hent o clask an aluzen. O veza clevet edo Jesus a Nazareth, ec’h en em lakeas da grial ha da lavaret : « Jesus, mab David, bezit truez ouzin ! » Calz a scandale anezhan evit ma roje peoc’h. Mes hen a grie muioc’h-mui : « Aotrou, mab David, bezit truez ouzin ! » Jesus, o veza chomet a za, a c’hourc’hemennas gervel anezhan. Gervel a rejot an hini dall en eur lavaret d’ezhan : « Bez fizians, sao, ema ouz da c’hervel. »

O veza taolet he vantel, e lamm hag e teu d’he gaout. Jesus a lavaras d’ezhan : « Petra ’ fell d’id a rafen evidot ? » An hini dall a lavaras d’ezhan : « Mestr, ma velin ! » Gant truez outhan e touchas ouz he zaoulagad en eur lavaret d’ezhan : « Kea ; da feiz hen deus da zaveteet. » Kerkent e velas hag ec’h heulie anezhan var an hent.

C’huec’h devez araog Pask, Jesus a zigouezas e Bethanii, el leac’h m’oa bet maro Lazar, an hini a oue digasset e buez gant Jesus. Great e oue d’ezhan eur pred eno, e ti Simon al lor. Martha a jerviche, ha Lazar a ioa unan deuz ar re a zrebe ganthan.

Pa edo dem-c’hourvezet ouz taol hervez giz ar vro, Mari a gemeras, en eur pod mean-glan, eul lur louzou c’houez vad great gant lavan pur ha talvoudus, hag o veza torret ar pod, e scuillas anezhan var benn Jesus. Scuill a reas ive var he dreid, hag e sec’has anezho gant he bleo. An ti a oue carget gant c’houez vad al louzou.

O velet an dra-ze, lod deuz an diskiblien a ieas droug ennho hag a lavare : « Perag coll evelse louzou c’houez vad ? Gellet e vije guerza anezhan ker, ouspenn tri-c’hant diner, var dro tri-c’hant lur, ha rei ar priz d’ar beorien. » Hag e c’hrosmolent a eneb Mari.

Judas Iscariot, unan deuz diskiblien Jesus, an hini a dlie beza treitour, a lavaras eta : « Perag al louzou-ze n’eo ket bet guerzet tri-c’hant diner ha roet ar priz d’ar beorien ? » Lavaret a reas an dra-ze, n’eo ket ma soursie gant ar beorien, mes abalamour m’oa laër : hen a vire ar yalc’h hag a zouge ar pez a veze lakeat ebarz.

Jesus, o c’houzout an holl draou-ze, a lavaras : « Perag hega ar vaouez-se ? Lezit anezhi : eun dra vad he deus great em c’henver. Ato ho pezo peorien ganehoc’h, ha pa c’hoanteot, e c’hellot ober vad d’ezho ; me avad n’ho pezo ket ato. Ar pez he deus gellet he deus great. O scuill al louzou c’houez vad-se var va c’horf he deus balzamet anezhan a ziaraog, a-benn ma vezo sebeliet. E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, e peb leac’h ma vezo prezeget an aviel-man er bed holl, e vezo lavaret ar pez he deus great hag e vezo meulet. »

Calz etouez ar Jusevien a c’houezas edo Jesus eno hag a deuas, n’e ket evit Jesus ebken, mes ive evit guelet Lazar, an hini a zigassas e buez a douez ar re varo. Prinsed ar veleien a zonjas ive lakaat Lazar d’ar maro, rag abalamour d’ezhan calz a deue a douez ar Jusevien hag a grede e Jesus.


————
  1. S. Aug., ap. Fillion, in Jo. X, 29.
  2. Cf. Maldonat, in Mat. XX, 20.
  3. Jesus, eme S. Augustin, a gomz aman hervez he natur den.