Petra dalv ann deskadurez

Eus Wikimammenn


PETRA DALV ANN DESKADUREZ


D’ANN AOTROU MAURIÈS, LEORTIEK.


        Gwell eo deski mabik bihan
        Eget dastum madou d’ezhan.


(St-Hervé — Leg. celt. de M de la Villemarqué)

Enn eur vro bell, ’tre daou vourc’hiz
Gwechall-goz e savaz diviz.

     Unan a voa desket ha paour,
     Ann eil azen ha d’ezhan aour.
He-man evelato a voa doun enn he benn
Ne voa ket egile netra enn he gichen.
     War he veno, fur ne vije
     Dreist hen-nez nep n’hen enorje.
Nemet ann dud diskiant ne enoront danvez ;
E ialc’h ar pinvidik n’ema ket ar furnez.
            Ar pinvidik lare aliez
            D’ann hini en doa gwisiegez :
— « C’houi a gav d’hoc’h, me gred, ez oc’h eunn ozac’h mad,
      » Hag e talc’her ac’hanoc’h stad ?
» Lavarit d’in eta, ped gweach, hed ar zizun,
» Diwar bara ha dour ez eo rankout d’hoc’h iun,
» Epad ma vez gan-en bemdez Ivon pe Baol
» O kefesta laouen, o tibri oc’h va zaol ?
» Ha petra dalv d’ho seurt beza atao o lenn ?
» Evit-se n’hoc’h lartoc’h, n’eo flouroc’h bleo ho penn !
» Atao oc’h lojet tost da neiz filip ann doen ;
» Gwisket e miz kerzu, evel e miz even ;
» Enn hanv evel er goanv c’houi a zo hoc’h-unan,
» Ho skeud ho mevel braz hag ho mevel bihan.
      » Petra dalv eunn den ezommek,
      » Pa n’eo evit dispign gwennek ?
      » ’Mesk ar re n’heller dioueret

       » Ne deuz hini, hini e-bed
» Par d’ar re-ze hep-ken a strink diout-ho madou,
       » Aour hag arc’hant a vozadou.
» Evel-se eo a rann : me, evit ober mad,
            » A ro da labourat
» Da bep micherour zo : da baotr ar rokeden,
» Hag, etouez kalz re all, d’hoc’h-hu, skrivanerien,
» A laka koz skridou war hano ar re vraz. »
              Grik, grik ne lavaraz
              Ann den desket,
              Evit klevet
Kemend all a gomsiou n’ho doa na lost na penn.
Brezel a zigoraz ha, gwelloc’h evit den,
E tiskouezaz anat eo ann deskadurez
       Talvoudusoc’h evit danvez.
Ar gear m’edont ebarz, dre nerz voe kemeret.
Ho daou ez ejont kuit : hen-nez ne voa desket,
Disprizet gant ann holl, enn dienez vrasa,
Ne gavaz e nep leac’h dor zigor, tamm bara.
            Egile all a-vad
E pep bro, gant ann dud, voe digemeret mad.
       Hag evel-se, hep diviz all,
       ’Voe etre z-ho barnet ar stal.


        Euz ann deskadurez
        Teu eurusded, furnez ;
        Ha diwar ar madou,
        Anez skiant, kalz poaniou.

        List da lavaret tud diskiant,
        Deskadurez a dalv arc’hant.