E gweled ar mor doun eul loummik dour beuzet
A lavare o vont : — « Ne d-oun netra er bed !
» Perak, Doue galloudek, c’houi a dro ar rod vraz,
» Perak ho peus-hu great euz ac’hanoun, siouaz ! »
Er mare ma komze, eunn histren a zigor
Hag a ef enn he c’hreiz ar beradennik mor.
Dont da galedi ra, da veza mean perlez.
Evel-se a c’hoarvez :
Pa stok dourn Doue enn den, a zo ann distera,
E strink diwar he dal eul lugern ar gaera.
Netra, netra er bed gant Doue ne d-a da goll :
Eul loumm dour er mor braz, war ann douar eur ieoten
A zo a ziraz-han ker kaer evel ann heol.
Evit kaout anezho n’en deuz nemet astenn
He vreac’h hep laret ger, hag e teu pep unan.
Gouzout a reont er-vad, ker koulz braz ha bihan,
Evit petra int great, piou zo o c’hourc’hemen.
Ha perak ’ta neuze eo dishevel ann den ?
Kaset gant he galoun ha deut dall he spered,
He skiant a zo ken teo, m’en deuz beac’h o welet
Evit piou ez eo great, hag e tle he ene
Mont, dre histren he gorf, da vean perlez enn Ee.