Mont d’an endalc’had

Perinaïk

Eus Wikimammenn
J. Maisonneuve, 1898  (p. 28-48)



PERINAÏK
————
I



De-mad hirie d’ac’h er ger-man.
Diou blac’hig iaouank a glaskan,

Diou vinorez et ’mez ar vro
Breman eur bla bennag a zo,

Unan hanvet Perinaîk...
— Baleer-bro, ’vit bremaïk

Az po kelo gand ar Saozon,
Kelo da vantra da galon.

— Lared d’in perag ar c’hleier,
’Vid d’ar sul, tins ar c’hlaz e ker.


— Kloc’h ar basion zo tinset
D’eur plac’hik d’ar maro barnet ;

Ke war dachen ann iliz vraz,
M’eo d’id da welet kaon, siouaz ! —


II


Daou chafot zo gwintet aze,
Keuneud a zo berniet etre ;

War eur chafot ’man ar barner,
Egile ’vid ar prezeger.

Ha tro-a-zro dre ann dachen
Nemet zoudarded a vanden ;

Hag eur groz vraz gand ar Saozon
O doc’hal : — Pegoulz ar pardon ? —

Digaset ’traou d’ar bern keuneud
Diou verc’h a zo ken mistr ha treut,

Mistr ’vel ann heiez er c’hoajo
Ha treut treuttoc’h ’vid eunn anko,

Aboe c’houec’h miz krenn kastiet,
Ken oa truez ouz ho sellet :


Unan en du, da vervel rez ;
Heben en gwenn, kaon ar werc’hez.

Pa stokaz ouz ar bern huel,
Faziaz evel eur bugel.

Ar Saozon ’lare d’ar belek :
— Prezeg an ’ez-hi, c’hast prezeg. —

— Abalamour d’ho pec'hejo,
Perinaïg, ed d’ar maro ;

Heuliet gan-ac’h eur zorserez...
— Me gav Jamedig eur santez. —

Ar Saozon ’iouc’he ’vel bleizi.
— Gwenn ann erminik, em’ez-hi ;

Dinam ’vel se ann erminik
On da Doue chomet koantik. —

Ker ho deuz trubuill da nec'hi,
Perinaïk na lavar mui ;

Na mui n’chilaou, pleget he fenn,
’Vel ma vije ’n eur sonjaden ;


’N hi lagadig glaz ann daero,
Awalc’h ho c’halon keun d’he bro.

Eur berr hunvre, berr huanad.
— Zammed, em’he, war ar bern koat. —

Hag o tistrei d’he mignonez :
— Lar evid-on eur ganen kez.

’Nn hini peb abarde kanenn,
Evit ma sikour da dremen. —

Ha diou mouezig a zo savet ;
Ha Perinaïk zo klevet,

En eur bignal gand he c’halvar,
Kana dous klemgan a c’hlac’hlar.


III


Pell ouz ar vro a garer eo garo da verwel !
Allaz ! ken poll da guz-heol ha du-hont Breiz-Izel
Ma bro kez Breiz-Izel.

Ar valanek zo ledan ’vel ann oabl da greiz-de,
Lec’h a glemm ’vel anaon ann awel d’abarde
Ann awel abarde.


Dindan eunn troad radenen eur gudon oa neiziet,
Kouldri steuet gant kevnid mesk ar gliz alaouret
Ar glizenn alaouret.

Er c’hoajo don ’zo pelloc’h ann noz a zo du-dall ;
Eno ’maint al loened gwe hed ann noz o vlejal,
Hed ann noz o vlejal.

Hag ive tro-pad ann de deuz al liorz d’ar c’hoat
Eman kludet en deillo ’nn evned o vegelat,
Evned o vegelat ;

Evuruz ’vel ann de diskenont ’peb amzer,
Stravillet ann env gant-he ’vel ra bili ’n dour skler,
Bili kouet en dour skler.

Pa save banac’h awel, bemnoz diwar ma dor,
Sellenn ar goabr o ruza ’vel listri war ar mor
Al listri War ar mor.

Ebarz iliz ma farouz eo kev ann oviso,
Hag ar c’hleier ’zo skiltruz... Kleier kez, kenavo !
Kleier santel ma bro !

E pevar gorn ar vered a zo savet elen,
Ar groaz zo kuzet e-kreiz ouz skouro ’nn ivinen
Skour glaz ann ivinen.


Diwar tachen ar vered gred sklentin ho c’hoari
Hep aoun ebed, bugale, ma hunik da deri,
Gred sklentin ho c’hoari ;

Ha baniel ker ar pardon pa rai ann dro peb be,
Merc’hed kez, na gavfed ket en ho zouez ma be-me,
Na gavfed ket ma be.

Hag eo gwir zo red d’in-me leuskel ma iaouankiz,
Hep den da oela gamin, na m’ dougen d’ann iliz ?
Siouaz d’am iaouankiz !

Me ’garfe c’hoaz eur wechik gwelet ouz kleut ar porz
Ti ma mamm o vogedi hag azei ’n he liorz,
Ti ma mamm ! al liorz !

Otro Doue, gwall garo, re garo da verwel
Pell ouz ar vro zo karet, kenn pell a Vreiz Izel,
Ma bro kez Breiz-Izel !...


IV


Ar gourgammo-tan a strinke,
Eur vouez en nec’h c’hoaz p’a gane,

Kreiz ar bern-suill stignet huel
A gane gwerzik Breiz-Izel.


Eberr Perinik pa vougaz,
He mignonez a daoulinaz,

Ha paouezet mik da gana
A stagaz a-grenn da oela.

Kerkent eur burzud zo gwelet, a
Ken ar Saozon oe souezet :

Rak zo staget eunn awel tom
Da c’houeza war ho fenno plom.

Ha savet ann oll gant spouron
O welet ru-tan ar Saozon,

Ru ho zremmo hag ho zillad,
Hag ar barnerien ru ’vel gwad,

Ru prezeger hag arserien,
Ha ru tro-war-dro ann dachen,

Hag ann iliz gand ar c’hleier :
— Ann tan, em’he, zo war ar ger ! —

Ha gand eur c’hef ann diaoulo
’Lake tan e bolz ann envo.

Ha peb-hini krede zoken
A dewe beteg he voelen ;


Ken ar veleien ’hirvoude :
— Honnez oa paourez da Doue ! —

Neuze zo gwelet eunn evnik,
Me chans ine Perinaïk,

O tarnijal euz ann tantad
Ouz ar vignonez da gimiad.

Endro d’ar plac’hig eunn erven,
Ru-glaou ’re-all, eunn erven gwenn.

Ha dre ma save d’ann oabl splann
Diwar he nij ann evnig glan,

Tore d’ann tan diwar he lerc’h,
Hent ar stered gwenn ’vel ann erc’h ;

Ha kun war-gad ar baradoz
Kane ’vel estik Koat-ann-Noz...

Chetu c’hoaz eur dle zo losket
Gand ar Saozon d’ar Vretoned :

Karo Saozon neb a garo,
Biken Breizad n’ho fardono !


V


Hir ann hent, hag ann de zo berr ;
Bepred kerz ar plac’hik skouiz ker.

— Karrer, ler d’in, en han Doue !
Hag en ’man pell c’hoaz ma bro-me ? —

Den na dol lagad war he zro,
Pa n’intent den iez koz he bro.

War guz—heol bepred ar verc’hik
A gerz, he boto ’n he dornik,

Ha serret peb dor dirag—hi :
— M’unanig on, lar ouz peb ti ;

Eur vignonez m’oa, ’deuz dewet,
Hag emez gant-he on tolet. —

Ha ’dare war arm hent didrouz ;
Na glev nemet mouez eul lapous,

’Med eul lapous o filipat,
’Vel eu em gelwel reont er c’hoat ;

Ha diarog a nij ken skanv,
’N eur geiza flour, enep d’ar goanv,


’Vel tiski ’nn hent d’ar baourezik,
Ken sonj d’ine Perinaïk.

— Perag en noz-man tremenet,
Sakrist, ar c’hloc’h-kaon zo klevet ?

— ’Vid enr baourez eo deuz ar vro
Dindan ar porched kât maro.

He-unan skoe ’nn anaon,
Bete m’oe stipet ar vas-kaon.

Diou oant o vont, bla zo uspen :
Doue oar petra deut heben. —

Ennn dra burzuduz c’hoarveaz,
P’oe douaret kichen ar groaz :

Eur c’horf du-kaon a zo gwelet,
War ar bez eur palc’h astennet,

Ken obido ’zo gret nenze
D’heben me chans maro ive.

Aboe klever en ivinen
Enep d’ar goanv daon evnig gwenn,


— En ho giz o kana seder
Gwerz Breiz-Izel, ’me ar c’hleuier.

Evnigo Breiz klever bemnoz
’Tre ar mor glaz ha Koat-ann-Noz.


————

Kenvroïz kez, ar c’helo-man
D’ac’h euz a Bariz a gasan.