Doue a so ur speret pur ha souveren ; n’en deus eta na corf na figur, na liou na ment ; na ell quet bezàn guelet. Bezàn a ra dreizàn e-unan, n’en deus na commançamant na fin, eternel eo ; na depant eus a netra, ha quement tra so a depant anezàn ; guelet ha clevet a ra tout, ramplissa a ra tout, ne chanch jamæs ; bezàn eo an oll c’hallout, ar justiç, ar vadelez, an druez, ar santelez. Bezàn eo an tad mad, peini a fournis tout d’e grouadurien ; en ut guer, en Douè e màn an oll berfectiono a alfemp da imagina, ha c’hoas ne elfomp birviquen o c’hompren er bed-màn. S. Thbmas evit decida ur question benac, en deus ar c’hustum da respont d’ar pez a eller da lavaret a enep ar virionez, quent evit prouvi ar pez en deus da etablissa. Dre-se pa deu ar sant da brouvi penaus e heus un Doue, e commanç e question er guis-màn : Hac èn a so un Doue ? Seblanti a rafe ne eus quet. Un Turc a lennas ar question etablisset er guis-se ; ep quemeret ar batiantet da lenn davantaich, e taulas al levr en tàn, o sonjal penaus e nac’he e heus un Doue. Bezàn hon eus ar maleur da veva en un amser, en peini eo ret prouvi an oll guirioneo ; prouvomp eta penaus e heus un Doue.