Mont d’an endalc’had

Ar Gredo

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1817  (p. 17-18)


Eus ar Gredo, pe Symbolen an Ebestel.

Ar guer a Symbolen a so grec, hac a signifi merq. Ar Gredo, pe Symbolen an Ebestel a so un abrege eus an articlo a fe, composet gant an Ebestel quent evit m’en em separgeont evit prezeg an Aviel. An oll a so obliget da gridi a galon ha da avoui a c’heno an articlo-se evit bezàn salvet. Bezàn so c’hoas diou Symbolen-all. Hini Nicee ha Constantinopl, peini eo ar Gredo a ve canet en Oferen. Hini S. Athanas voar an Dreindet adorabl. Ne gomsomp bremàn nemet euz a hini an Ebestel, composet a daouzec articl pere a gompren an abrege eus hon fe.

An articl quenta a gompren an abrege eus ar pez a sel Doue, an natur divin, an Dreindet adorabl ; anfin compren a ra ar pez a sel Doue evel carguet eus an oll berfectiono, Crouer an env, an douar, an Ælez, an dud ha quement tra so tout.

D’an eil articl e raporter pec’het hon tad quenta, an necessite eus ur Redampteur, hac ar pez a voa arruet bete donediguez hon Redampteur divin.

An drede articl a gompren guinivelez J. C. hon Redampteur.

Ar pevare, e bassion, e varo, hac e enterramant.

Ar bempet a gompren resurrection hon Salver.

Ar c’huec’hvet a gompren asçansion hon Salver hac e galiteo glorius.

Ar seizvet a gompren ar pez a sel ar jugeamant general ha particulier.

An eizvet, ar pez a sel ar Speret-Santel ha constitution Ilis J. C.

An naovet a gompren qualiteo an Ilis, bac an union eus be mempro, pe communion ar sænt.

An decvet a gompren remission ar pec’hejo.

An unnecvet a gompren ar resurrection general ; hac an daouzecvet, ar maro hac ar vuez eternel.

Bezàn e so un infinite a articlo a fe, pere ne dint quet comprenet er Gredo ; evel ar sacramancho, ar purgatoar, etc. Mæs lavaret a eller penaus e tleomp raporti tout d’ar Gredo, pa zeo guir hervez an eizvet hac an navet articl, e-zomp obliget dindan boan a damnation da gredi quement tra en deus revelet Doue d’on mam santel an Ilis.

Ar pape Pi pevar a ordrenas ajouti d’ar c’honcil a Drant, ur Symbolen pe brofession a fe er guis màn : Anaveout a ran an Ilis romæn, catholic hac apostoliq, evit bezàn ar vam hac ar væstres eus an oll Iliso ; touet ha prometi a ràn ur guir obeissanç d’ar pontif a Rom, viquæl da J. C., successeur da S. Pêr, prinç eus an Ebestel. Evel se e coms pep guir vuguel eus a Ilis J. C.