Penaos e teuas eur geriaden da veza eul lanneg
Beza ez oa eur wech — gwechall goz — eur geriadennig hag a yea mad sur an traou enni. Doue a zelle outi gant madelez, hag e vousc’hoarz a roe frouez d’ar gwez, bokedou d’al liorzou, hag eost founnus d’ar parkeier…
Bokedouigou melen al lann treut, a zo brema el leac’h-se, a goms a-wechou etrezo eus an amzer dremenet, hep ma kredfent kalz ar pez a lavaront… Evito ez an da zisplega an histor gwirion-ma.
Sant Per ha sant Paol a yoa eun dervez oc’h ober eur bale dre ar bed evit gwelet penaos ez ea an traou. N’eo ket, avad, rak m’oa hir o fri, me ho ped d’am c’hredi, ha nebeutoc’h c’hoaz evit kemeret o flijadur eo o doa c’hoantaet ober tro ar bed — daoust ha ne gaver ket en nenvou peadra da leunia dreist muzul holl c’hoantegeziou ar galon ? — dre aked evidomp-ni, o breudeur, eo ez oant aet en hent.
Nan, nan, kredit ac’hanoun, n’oa ket ze eur blijadur evito : dilhad truilhennek a c’holoe saeou alaouret daou vestr bras an ebestel ; war ar skoaziou-ze hag a harp an Iliz hag ar Feiz, an ebestel eürus a zouge sac’h rouz ar paour, karget a dammou bara roet d’ezo dre aluzen. En o dourn ez oa eur vaz, evit en em zifenn oc’h ar chas ha n’o doa ket desket beva gant ar Garantez.
Ar glao o veza deuet da goueza evel ma ra e
Breiz-Izel, munut, stagus, hor zent, trempet bete
mel o eskern a jommas a zav er geriaden hon deus
komzet anezi e penn ar skrid-ma.
Mont a reont da genta da skei war dor an ti kaera ; ha setu an ozac’h e unan, Pinvidig e hano, o tont da zigeri.
Sent bras an nenv, evel peorien geiz, a c’houlen an aotre da vont da gichen an tan evit sec’ha o dilhad.
Pinvidig a gemer anezo evit klaskerien ; ha neuze an den kriz se a lavar d’ezo gant eur vouez rust :
« It gant hoc’h hent, ha buhan !… Ma n’en em dennit ket, va chas a ouezo bremaïk ober d’eoc’h bale… »
Ha setu neuze hor zent ker o vont gant an hent betek ar penn pella a gear… En dro-ma ez ejont da skei war dor an distera ti plouz. Eno, en toull ti ze, e veve Fanch koz an-Dienez. E hano hepken a lavar e pe stad edo. Hogen, hennez da vihana a zo eun den kalonek ! Truez en deus ouz ar beorien ezommek, rak mac’h anavez mad o stad… Setu perak e lavaras d’ezo gant madelez :
— « Azezit va mignoned ; tostaît da ziskuiza ha da zec’ha ho tilhad. Bet oun dres er mintin-ma o klask keuneud er c’hoad. »
Gant kalz a evez e kemer neuze eur vriad skourrou munut er fagoden liammet c’hoaz. Mezek o veza n’halle ober gwelloc’h, e oa savet ar ruz d’e benn pa ginnigas Dienez d’an daou zant bras an nebeudig tammou kreun dastumet gantan diwar an aluzen.
— « Ne labouran mui, emezan oc’h huanadi, daoust ma’z eus c’hoaz kalon em c’hreiz… Koz oun ha mac’hagnet, evel a welit… hag ez eo red d’in beva diwar aluzennou an dud vat douget gant Doue da rei skoazel d’in… »
Pa varvas an tan, sant Per a zavas o terc’hel
c’hoaz en e zourn genaouad diveza bara Dienez.
— « Dienez, Dienez ker, emezan, te a zo madelelus… Roet ec’h eus d’eomp kement az poa bet da-unan ; ar pez a yoa red d’it, paour keaz ! Da garantez a zo gwirion ha divlam, rak m’her graez evit Doue ! Ra vo da feiz par d’ezi ! Lavar… Roet e vezo d’it hervez da c’hoant… »
— « Sanctus ! sanctus !… eme Dienez deuet da veza besteod oc’h anaout sant Per. Hag e kouezas war e zaoulin koz, e benn stouet betek an douar.
Kennerzet hag hardisaet eun tamm bennak gant komzou madelezus an ebestel eürus, sant Per ha sant Paol, setu ar paour oc’h en em lakaat da goms :
— « N’em eus, sent vras, netra ken war an douar-ma… nemet eur wezen avalou. Nebeut eo kement-se ; dont a reer a-ben koulskoude da laeres diganen he frouez. Kerkent ha ma vezont dare, eun dudi o gwelet ker melen, ma ve c’hoant d’o dibri kroc’hen hag all, — petra c’hellan-me ouz kement-se ? — Ac’hanta, setu e teuer d’o laeres endra ma redan ar c’harter o klask va zammig bara. Mar plij ganeoc’h, sent ker, ha mar deo ho madelez a du gant se, grit na c’hello ket disken hep va aotre an nep piou bennak a zavo er wezen evit laeres va avalou… Evel-se me a c’houezo piou a zo o laeres ac’hanoun, hag ho santelezou o devo great evidoun kant ha kant gwech-all muioc’h eget n’em eus great evito. »
— « Ra vo klevet da c’houlen, paour keaz ! »
— « Ra vezi benniget, paour madelezus ! »
Hag o lavaret kement-se Per ha Paol a yeas diwar wel, o lezel Dienez leun-bar e galon a feiz hag a levenez.
Setu deuet an diskar da veleni ar glazvez ha da rei liou fresk da avalou Dienez. Hag o welet anezo ker brao d’an daoulagad ha ken avius d’ar genou, evel n’oant bet biskoaz, ar paour a lavare :
« A ! a ! pebeuz eurvad ! gellout a rin eta er bloaz-ma tanva avalou, va avalou melen ! »
Eur mintinvez, Dienez a deue laouen eus e di plouz o frota an eil oc’h egile e zaourn du kaledet ha distum. Kredi a rea e oa dare a-walc’h e avalou hag e c’helled o disken evit o gorren.
— « Asa, petra c’hoarvez gant ar skourrou-ze ma ’z eus kement a vransell enno ? An aezen a zo ker skanv evel pa ne vije ket eur mouch avel. »
Ha setu Dienez o tibigouza e zaoulagad yaouankaet gant eul luc’heden a fouge… Ha petra wel oc’h en em zestum en deliou !… An aotrou Pinvidig !… Ya, ya, hen e-unan ; na muioc’h na nebeutoc’h, ne lavaran ket a c’hevier, na ne ran !
Hag hen oc’h esa disken, na petra ’ta ; en aner avad !
— « Santez Anna ! eme Dienez, ha c’houi eo eta, eur pinvidig eveldoc’h, a deu da laeres nebeut ar paour ?… Mat, me lavar d’eoc’h, hep dale holl kear a c’houezo ez oc’h laer !… »
Ha Dienez ac’hano d’an daoulam… Hep truez oc’h ar pinvidig — n’oa ket dellezek a druez — e c’halv holl dud kear, bras ha bihan, da zont belek e wezen avalou.
An holl a hopas war an aotrou Pinvidig : hema piz ha digalon, n’oa deuet mat gant den ebet. Den ne garie anezan.
Mezek evel eul louarn hag a vije bet tapet gant eur yar, Pindivig a bed hag a asped Dienez da rei dourn d’ezan da zisken eus e glud.
— « Me ho paeo, emezan, an dour en e zaoulagad ; — ar pinvidig lorc’hus a yoa deuet da veza izel [a/e] galon evit eur pennad ; — me ho paeo kement ha ma kerot evit ar frouez laeret ganen diwar ho koust ; hag eur yalc’had wat a arc’hant ho pezo zoken war ar marc’had. »
Ha Dienez da heja e benn evit lavaret nan.
Pa deuas an noz da guzat al laer oc’h daoulagad keariz e kounnar, neuze hepken eo e roas Dienez aotre d’ezan da zisken. Araok avad e prezegas d’ezan evelen :
— « Ne c’houlennan netra diganeoc’h evit an dro-ma, aotrou Pinvidig ; arabad e ve d’eoc’h avad dont ken dre ama, pe e chomot etouez an avalou ze a blij kement d’eoc’h. »
Ker buan e tiskennas ma oe darbet d’ezan terri e c’houzoug ; kement-ma a dalvezas d’ezan da viret envor eus gwezen-avalou Fanch-koz-an-Dienez. Ne zavas mui enni, daoust peger c’houek e seblante an avalou beza d’ar genou…
Setu eun dervez Fanch-koz o koueza klanv bras. Evel n’oa den da rei d’ezan ar pez a vije bet red, ha dreist-oll rak m’oa merket d’ezan evel se gant Doue, an Ankou ne zaleas ket da zont d’e welet.
— « Deuit, Tadig koz, emezaa gant e vouez pounner, red eo d’eoc’h dont d’am heul… Prest oc’h ?
— « Va mignon, eme ar c’hlasker gant eur vadelez dispar, kredi a c’hellit oun prest da zilezel ar bed-ma ha ne gasin netra anezan ganen, hag e leac’h ivez ne lezin nemeur a dra war va lerc’h… Ne da ene ebet kuit koulskoude hep kaout eur mennoz diveza, ha m.e ’m eus va hini, daoust pegen iskiz bennak e c’hellfac’h kavout an dra… Mont a ran da c’houlen diganeoc’h ober eur vad diveza evidoun, Ho kalon vat ne lavaro ket nan d’in, rak ne c’houlenno ket kalz a amzer diganeoc’h, n’eo ket dies ken nebeut. da ober, hag ouspenn-ze, plijadur a reot d’eur paour keaz den… Aze dirak va dor ez eus eur gaer a wezen, melen aour gant an avalou a zo enni… Va avalou ker !… C’hoant am befe d’o zanva c’hoaz eur wech araok tremen, hag ho pedan da gaout ar vadelez da vont da gerc’hat unan vrao d’in. »
— « N’eo ken… eme an Ankou. Eur wechig an amzer e plij d’in ober vad d’am nesa… d’oc’h-hu, dreist-oll, paour keaz Dienez. »
Hag hen o vont buan d’ar wezen hag o sevel war ar skourrou… Pa deuas ar poent da zisken avat, e oe eun abaden-all… Kaer en devoe trei ha distrei, disken n’halle ket, stag mat e oa ouz ar skourou… C’hoantaat a reas diskar ar wezen ; hopal, pedi, aspedi a reas evel eun diskiantet… Koll a reas e boan : ar Maro e unan a zo red d’ezan plega d’eur galloud-all treac’h d’e hini.
Gervel a rea Dienez a-bouez penn ; Dienez avad a yoa bouzar, ha neuze, ne rea netra evit klevet mouez torret an hini a yoa deuet d’e welet.
— « A ! Dienez ! va mignon Dienez ! eme ar Maro, lez ac’hanoun da vont gant va hent ; kement am eus da ober ma ve dies bras d’in koll an distera tamm amzer. »
— « Brao, brao eo an dra ze, eme ar paour, great e zonj gantan da rei respont d’ar Maro. C’houi a c’hell kaout mall da vont kuit ; me, avad, n’em eus ket ! »
— « Toui a ran d’it da lezel en dro-ma ; ouspen ze, mar am lezez da zisken, ne deuin tamm war da dro epad an dek vloaz kenta. »
— « Dek vloaz ?… Petra eo dek vloaz ?… Eur pez kaer, avad »… Me a fell d’in chom beo betek ar varn ziveza… Ma roït an dra-ze d’in, c’houi a vo dishual… »
— « Ra vezo great hervez da lavar, Dienez, paotr koz diskiant ! Chom a ri betek an dismantr eus ar bed… »
Ha neuze, an Ankou, kounnar vras ennan, a zilammas eus ar wezen o sevel e falc’h evel evit gourdrouz. Kement a zroug a yoa ennan ma tiskaras pep tra war e hent : tud, tiez, gwez…
Ar gear-ze, kel laouen, a yoa deuet da veza eul lanneg. Ne jommas enni nemet… Dienez.