Mont d’an endalc’had

Daerou eur vamm

Eus Wikimammenn
Gloada ar Prad. Rakskrid gant Dirlemm
Ti moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 148-151)



DAEROU EUR VAMM


————


Setu ma teuas eun dervez hage oe ezom eus eun eal muioc’h er Baradoz.

Hag o veza galvet unan eus ar re a yoa en e gichen, Doue a lavaras d’ezan :

— « Kea da zibab eur breurig war an douar ! »

Hag an eal o veza stouet kement ha ma c’helle, evit azeuli an Aotrou Doue, a deuas goustadik, da ober eur zell ouz ar c’haveliou dre diez Breiz-Izel.

Siouaz ! red mad eo d’eomp anzav ne jomomp ket gwall-bell henvel ouz an elez glan : e-touez ar vugaligou eo eta mont d’o c’hlask.

Hogen e kichenik pep kavel ez oa eur vamm war evez. Ha daoust pegen didrous bennak e teue an eal gwenn, n’helle ket miret ouz e ziouaskel da franoual an distera ha da lakaat evel-se kalonou ar mesaerezed tener da veza enkrezet.

Hag ouspen-ze, an eal na deue ket evel al lapoused kriz a blav war an neizi evit samma ar re vihan hep truez ebet. E zremm a vousc’hoarze endra ma lavare gant eur vouezig flour :

— « An Aotrou Doue a fell d’ezan kaouteun eal. Ha plijout a rafe d’eoc’h rei d’ezan hoc’h hini ? »

An eal a welas meur a vamm oc’h en em deurel a stok-korf war o bugel, kounnaret oll evel leonezed, dare da zailha war an neppiou bennak a dostaje da gregi en o c’hrouadurig, hag e lavarent neuze evel evit ober gwap :

— « Nan, nan, n’ho pezo ket anezan ! D’eomp eo, ha n’her roïmp da zen evit priz ebet. Divezatoc’h, divezatoc’h c’houi a deuy adarre !…

— « Ha ma ne vez mui eal a-benn neuze ? Eun eal eo a glaskan !»

Lod a vousc’hoarzas hag a reas eun hejaden d’o diskoaz ; petra rea an dra-ze d’ezo ? Lod-all a ziskouezas kalz a fizianz en o galloud o-unan :

— « Daoust ha n’emaomp ket aze evit o miret ? emezo gant eun dremm gwapaüs. Daoust hag evit tud a netra e kemerit ac’hanomp-ni ? Ni a oar kouls ha c’houi pegement e talv ene gwerc’h ar bugel-ze. Daoust ha red e ve a-grenn mont d’ar Baradoz d’hen diwall dioc’h ar c’hailhar ? »

Hag an eal a yea kuit glac’haret bras.

Mont a reas da c’hournijal war-dro kaveliou alaouret, enno bugaligou koant klozet kaer er zeiz hag en dantelez. Itronezed gran, moan ha bresk, a Zeue da bokat d’ezo evel dre laer, en dizro eus o flijadur, dansou ha festou-noz…

Hag an eal da lavaret d’ezo :

— « Ezom zo eus eur prinz e lez va Mestr. Ha plijout a rafe d’eoc’h gwelet ho mab er garg uhel-ze ? »

Hag ar mammou-ma da ziroll da ouela, da hirvoudi, spontet krenn gant eur seurt kelou. « Biken, nan biken n’hellimp ober an dilez eus hor c’hrouadurig ! Daoust hag an aotrou Doue ne oar ket pe seurt teneridigez en deus lakeat e kalon ar vamm ma teu evel-se d’he bruzuna ? » A dra-zur, o rei a rachent ma vije red a grenn. Hogen, p’eo gwir e c’houlenned o asant diganto, ar mammou a lavare nan.

Ha gant muioc’h c’hoaz a dristidigez, an eal a dec’has dioc’h ar maneriou gran.

Dont a reas sonj d’ezan neuze eus karantez dispar Hor Zalver benniget evit an dud a renk izel, ar beorien, hag ez eas da skei ouz doriou ar galatrezou. Gwragez gwisket truilhek a deuas da zigeri d’ezan. Kerkent e klevas en eur c’hougn klemmou eur bugel tener. Hema a ouele alies. Rede oa d’e vamm hen lezel da ouela pe n’he divije ket gallet gounit peadra d’e vaga.

An eal a reas eur zell madelezus oc’h ar vamm baour.

— « Mamm, emezan gant douster, ma tennfen ho mab eus poaniou al leac’h trubuilhus-ma evit e gas d’ar gwir evurusted peurbadus, petra lavarfec’h ? »

Hag ar vaouez keaz a zavas he daoulagad devet gant al labour hag an daerou bero, hag evel eun den kollet gantan pep fizianz da gaout morse zoken eun tan va eus an evurusted, e lavaras :

— « Mad, kemerit aneza ’ta, mar kirit ! Kalz e garan koulskoude ! Mez, evit ar pez a zo ouz e c’hedal ! Sellit, evel-se ema kount er bed-ma : an holl boaniou da eur re, hag an holl evurusted d’eur re-all !… »

— « An Nenvou evelato a zo e penn ar bed-ma. Eno e vez lakeat pep tra en e renk ; eno e vez kavet digoll eus ar pez a zeblant direiz ha disleal d’eomp-ni, p’eo gwir eo ar re o deus bet ar muia poan war an douar eo a vez ennan an evurusa !… »

— « O, an Nenvou ! » Hag ar baourez keaz da gregi adarre gant he labour. O veza bet leac’h da zisfiziout kenalies a wech, marteze e laoskae ive he fizianz da welet, eun dervez, lez kaer an Aotrou Doue, ar fizianz-se ha n’eus nemeti alies o rei skoazel d’ar paour ankeniet.

Hag an eal a yeas er-meaz.

Ne gemeras ket ar bugelig a ouele atao en e gavelig. E vamm n’he doa ket e ginniget gant a-walc’h a galon vad. Kannad an nenvou ne felle ket d’ezan mont dre nerz ; goulen a rea eun donezon great a youl vad hag hep klemm.

Great e oe d’ezan.

An eal a yoa eat en eun ti-all. Eno e kavas eur gwele gant eur groaz a-zioutan. Eur vamm zantel a bede dirak he bugel, hag araok m’en doa ar c’hannad peur-echuet e gomz, ar vamm a lavaras d’ezan gant madelez :

— « Setu-hen ama. Doue an doa roet anezan d’in da zevel, d’Ezan eo. Rei a ran e dra d’ar perc’hen. Aon bras am oa n’em bije ket gouezet miret d’ezan e denzor. Nebeutoc’h a boan am bezo oc’h e goll evit n’em bije eun dervez oc’h e welet saotret dre e fallentez ! »

Hag ar vamm galonek a lakeas he faotrig etre divreac’h an eal o vousc’hoarzin. Lakaat a reas eur pok c’houek war dal he eal, a vousc’hoarze ive. Ha neuze, eus he c’halon mantret evelato, e savas daerou d’he daoulagad. Unan anezo a ziveras war ar c’heaz bihan a yea kuit laouen.

Ha setu en eun taol ma teuas ar veraden daerou da veza troet e kerz ar bugel en eur gwiskamant eus ar c’haera ; kaeroc’h e oa zoken eget hini kannad an aotrou Doue.

En hevelep doare m’oa souezet an holl er Baradoz oc’h o gwelet o tont, ha ma c’houlenne an elez an eil ouz egile :

— « Eus a beleac’h ’ta e teu ar breurig nevez-ma ? Na kaer eo e zilhad !… » A dra-zur, an eledigou-ze a yoa koant. Hogen, eun dra a vanke hag a vanko d’ezo bepred, ar sked a ro d’eun ene daerou eur vamm gristen.

Eur c’havel a yoa goullo war an douar ; en nenvou avad, arme an elez a yoa e niver.