Pemzekvet Pennad. — Penoz eo enoret Zant Ervoan en Breiz-Izel hag en Landreger

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
E ti Prudhomme, 1894 (pp. 98-103).


PEMZEKVET PENNAD


Penoz eo enoret Zant Ervoan en Breiz-izel hag en Landreger.


Chetu Zant Ervoan eta enoret en Breiz gant an oll, bian ha braz. Gwelet ec’h euz penoz Roue Breiz he-unan, Charles de Blois, a nevoa eun devosion vraz d’ean ; gant-han oa et mantel ar

zant, ha dalc’hmad a douge anei ; keit a oa prizonier en Bro-zoz a nevoa, herve lerer, skrivet bue Zant Ervoan ; med al labour-ze a zo kollet pelzo. Goude ma oe lac’het Charles de Blois en Alre, kichen zantez Anna-Wened, a deuaz mab-bian Ian Montfort da roue war he lerc’h ; ar roue neve-man, hanvet Ian V, a oa ive devot da Zant Ervoan. En eur brezel a oa oc’h ober eneb bugale vian Charles de Blois, a oe tapet ha tolet er prizon. Enon a bedaz an Avokat zantel, hag a laraz penoz mar deuje a-ben da dont ahane, a roje d’ar zant he bouezanz a aour. Pa oa deut ermez ar prizon a reaz zevel eur chapel en iliz Landreger, kichen be Zant Ervoan, an hini zo hanvet hirie c’hoaz « Chapel an Duk ». Relego Ian V a zo bet interret ive barz ar chapel-ze.

Ar roue-ze a roaz eta he bouezanz aour, hag a oa ze eun dalvoudegez a daou-hant-mil livr pe dost, evit zevel eur be kaer da Zant Ervoan.

Dont a reaz artizanet deuz a-bell vit ober ar be-ze gant mein gwen ; ha pa oe achu a roaz ar roue endro da gant-mil livr c’hoaz vit lakat arc’hant hag aour endro d’ean. Al labour-ze a badaz tost da bemp bla (1422-1426) ; biskoaz na oa bet gwelet eur be ken kaer all barz ar vro-man. Ziouaz, gant ar Revolusion a oe distrujet ar be-ze, na vanaz netra diont-han. D’ar bla 1794 a deuaz da Landreger zoudardet Etamp, hag an dud dife-ze a dorraz, a draillaz hag a vruzunaz a dolio c’horz hag a dolio sabren an treo kaer a oa barz an iliz-vraz ; tol a rejont an treo zantel ermez an iliz, hag en plas an oter a lakjont eun doueez faouz, (en gallek. déesse Raison) vit bean adoret vel an Otro Doue.
Landregeriz a hessaaz hars an distruj-ze, med na oeint ket chilaouet, ar zoudardet a c’houdrouzaz lac’han ar re deuaz vit hars anhe. An Otro Doue na c’houitaz ket war an dud fall-ze, mervel a rejont evel keillen gant ar vosen, renket a oe kas anhe er maez a gear ; barz ar park a hanver bepred « park-an-henan. » — Relego Zant Ervoan a oa bet gallet klenkan anhe en unan a gavio an iliz vraz, ha pa deuaz ar peuc’h, er bla 1801, a oeint tennet ahane gant vikel vraz Landreger an Otro Saint-Priest. Pen ar zant en he bez hag en stad vad a zo hirie en eur voest koever goloet gant aour, roet gant an otro Kelen, arc’heskob Paris, hag en he vew perc’hen Kervarzin.

Bep bla, an naontek a viz Mae a ve douget gant ar veleien pen Zant Ervoan da Chapel Kervarzin (hirie iliz ar Vinihy). Evelse e teu ar zant da zevel deuz e ve evit dont c’hoaz da welet al lec’h-ze a gare kement, lec’h ma oa ganet ha marvet, lec’h ma nevoa zikouret kement a dud en pad he vue, lec’h ma nevoa zavet eur chapel, ha laret en-hi he oferen diwean ; ha n’eur vont d’ar ger, ar prosision a dremen a dal da antre maner Kervarzin. Ar belerined a ia da Landreger da welet be ar zant, med na ve ket achu ho felerinaj ken a veint bet, o laret ho fedennik barz chapel Kervarzin da c’houlen enon ho mennad digant Zant Ervoan ha da rein d’ean ho frof. N’eo ket aoalc’h de ar pardon, bemde enpad miz mae a deu eleiz a belerined da bidi en chapel Kervarzin.

Labourerien Breiz-Izel a zo chomet bepred vel a viskoaz devot da Zant Ervoan ; gwelet a
veint o tont, dam war droad, ho baz gant-he n’eun dorn, ho chapelet n’egile ; darn-all en goetur, he dam ed gant pep hini da gas d’ar zant, ha ben an noz, de ar pardon, arc’h koz Zant Ervoan a deu kasi vel dre virakl da vean adare leun a hey. Ha n’eo ket eun dra gaer gwelet labourerien hon bro o tont evelse da gad Zant Ervoan, da c’houlen he venoz war-n-he ha war ho zud, war ho douaro, ho loened hag ho zreo all ! oh ia ! bet zur mad, Bretoned penoz ar zant mad-ze n’all ket ankoat anoc’h pa wel pegement a fianz a peuz en-han ; ha pa vo achu ho pelerinaj, et d’ar ger leun a fe, ar zant na dremeno ket hep rein d’ac’h ho mennad, ha kentan tra po d’ober a vo dont da drugarekat anean, ha da c’houlen digant-han graso neve da vla. — Eun dra zo c’hoaz hag a diskoe penoz a neuz ar Vretoned eur fianz vraz en Zant Ervoan, ha penoz ec’h int devot d’ean ; en kement iliz a zo en Breiz, hag en kear ha war ar maez, a zo eun oter pe eur statu en enor da Zant Ervoan ; chapello a zo bet zavet ive en he enor en meur a barouz, ha c’hoaz a oa muoc’h gwej-all. En kals a diegezo a zo eur bugel benag hag a doug an hano a Ervoan, en memoar deuz ar zant braz-ze. Ar ruio barz ar c’herio a zo bet roet da darn anhe hano Zant Ervoan. Zavet a zo bet ive gant hon zado koz gwerzo en enor d’ar zant braz-ze, hag en fin al lever-man a gavfet eur werz koz c’hoaz hag a neuz jonj tud koz ar vro-man da glevet kanan anei ; barz ar werz-ze e man tout bue Zant Ervoan. Gwejal a vije kanet gwerjo koz evelse en-tal an tan pad ar gouan, goude vije debret
koan, perag hirie na rer ken ? Daoust hag hen na neuz ket kement a garante vit ar zent hag ar c’hanoueno koz vel ma oa neuze ? Kouskoude ve mad c’hoaz d’ar Vretoned kemer skouer war ar re goz, tud a fe, tud a galon, a gare Doue, ho bro ha zent koz ho bro, hag a blije d’he kanan ho gwerzo ha diski anhe d’ho bugale.

Lennet a peuz aman penoz Duked pe Rouane Breiz a oa devot da Zant Ervoan ; an Dukez Annan goude an Duked-ze a gare kement he bro, ken a oa klanv en Bro-C’hall dre ma oa re bell diouz Breiz-Izel ; er bla 1506 a renkaz dont c’hoaz d’ober eun tam tro da Vreiz-Izel da welet he bro ha zent koz he bro ; tremen a reaz dre Wengamp hag a roaz ar c’hloc’h braz d’an Itron-Varia-Wir-Zikour ; goude-ze a dremenaz ive dre Itron-Varia-Folgoat, Zant-Ian-ar-Biz ha Zant Ervoan Landreger. Kals a dud a renk huel kenkouls vel a renk izel a zo bet en pelerinaj da Zant Ervoan, deuz Bro-c’hall, Bro-zoz hag al lec’h all. An tad Maner pa oa gwej-all o prezek en Breiz a zo bet meur a wej war ve Zant Ervoan, o pidi anean d’hen zikour da doman kalono ar Vretoned ouz Doue.

Iskibien Breiz, ha dreist-oll re Landreger, hag en hon amzer re Zant-Briek, a zo deut aliez da bidi war ve ar beleg zantel, ha war ho lerc’h kals a belerined. An neve-so, pardon Zant Ervoan, bet kazi ankouaet eur pennad goude ar Revolusion, aboue na oa ken eun Eskob en Landreger, a zo bet kaeraet oll gant an Otro David, Eskob Zant-Briek ha Landreger, ha goude-ze gant an Otro Bouché, Eskob war he lerc’h. An otro man, vel eur Breton mad ma oa, a gare
zent koz he vro ha dreist-oll Zant Ervoan ; hen eo a lakaz hadzevel be ar zant ken kaer, mar vije gallet, vel ma oa gwej-all. Deut eo a-ben deuz he dol, ziouaz, marvet eo bet rog ma oa achu al labour, ha marvet war douar Zant Ervoan, barz eskopti Landreger ; kridi reomp e man breman er baradoz gant ar zant a gare kement pad he vue. Med an Eskob a zo deut voar he lerc’h, an Otro Fallières a neuz gret peurachui al labour, ha neuze neuz gret ober gouelio kaer en Landreger evit enori Zant Ervoan, en miz gwengolo 1890. Iskibien Breiz a deuaz ive, hag Iskibien all gant-he.

Ar vartoloded en bro Treger a deu, rog kuitat ar ger da bidi Zant Ervoan, enpad ma veint pell deuz ar ger n’hen ankoaont ket, ha pa veint distro d’ar ger a veint gwelet adare o tont da gad ar zant mad-ze a blije d’ean ar vartoloded, hag a blij bepred, Hirie c’hoaz, ar vartoloded o tremen gant ho bag dindan bourg Zant Ervoan n’ankoeont ket laret d’ean eur bedennik n’eur dremen, meur a wej ec’h int bet klevet o laret ho fedenno war ho bag n’eur vont d’ar ger d’an noz, ha diouz ar beure n’eur vont d’ho devez, meur a wej c’hoaz ar vartoloded a gan pa ve brao an amzer kantiko ho zant karet evit kad berroc’h an amzer war ho bag. Chetu aze penoz a enor ar Vretoned Zant Ervoan, ha penoz ho deuz fianz en-han.


————