Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Jesus-Christ en deus permetet.
PEMPET-A-TREGONT CANTIC.
Var ar fæçon da enebi ous an tentacionou. Var an ton : Offromp da Zoue oll galloudec.
Jesus-Christ en deus permettet
Ma vige gant Satan tentet,
Evit reï deomp ni moyenou
Da zont a benn eus hor viçou.
An dentacion n’ê quet pec’het
Dan nep n’en deus quet consantet ;
Ober hep mui-quen penn dizi
Zo ûr victor vras varnizi.
Digant Doue e ranqueur goulenn
E c’hraçou nerzus da souten
Violanç an dentacion,
Oud e bidi ar vir galon.
R’ho pezo e Doue ho fisianç,
Hac eus ac’hanoc’h disfizianç ;
Ne douc’h nemet sempladures,
Ne viot quen hed ho pues.
Red eo deoc’h en em brepari
Gant couraich vras da gombati ;
Bues Jesus evit armou
Ho pezo hac e veritou.
M’ar bezit tentet gant Satan,
Livirit dezâ quer-buan ;
Me so da Jesus benniguet,
Teac’h pell diouzin, diaoul milliguet.
Caër ec’h eus ober da effort
D’am c’haout da veza da gonsort ;
Te so ûr speret reprouvet,
Hac en tan da viquen strinquet.
Birviquen commerç gane-de
N’em bezo, m’en assur dide ;
En em zioual diouc’h da laçou,
A rin gant sicour va Autrou.
Ha m’ar deu ar bed milliguet
D’ho sollicita d’ar pec’het,
Oc’h offr deoc’h he blijadures,
So quellies a drompleres.
Gant couraich livirit dezan ;
Da Jesus oun eus à vreman ;
Condaonet eo da oll œuvrou
Dre e vues hac e vertuziou.
Jesus a garan, netra quen,
Hac a garin hiviziquen ;
En a rai va flijadures,
Queit ha ma yezin e bues.
Ma c’houarfe d’ar c’hic stourm ouzoc’h,
En em zisfiit ac’hanoc’h ;
Sül dangerussoc’h eo certen
Ma emoc’h atau ous he zouguen.
Livirit neuse da Jesus ;
C’hui so va Zad carantezus ;
Da oll blijadur ar c’horf-man
A galon vad e renonçan.
Croas Jesus, c’hui eo va fartaich,
Ennoc’h emeus mil avantaich ;
Ennoc’h e teziran mervel
Evit mont d’ar c’hloar etemel.
|