Mont d’an endalc’had

Pedenn ar roue Gralon

Eus Wikimammenn
◄  Bered ma farroz Pedenn ar roue Gralon Kelenn da Vreiziz   ►


PEDENN AR ROUE GRALON

————

D’ANN AOTROU PROSPER PROUX

————

Itroun Varia Remengol,
Mirit ouz-imp na d-aimp da goll ;
Pedit ivez ho map Jezuz,
Ma vezimp gant-han evuruz.

Itroun Varia Remengol,
C’houi zo Rouanez ar bed-holl,
Bezit hor mamm, hor Patronez,
Ha ni ho meulo da jamez !