Pebeuz votadeg
— Ya, pebeuz Votadeg !…
— Ha pehini ’ta ?
— N’eo ket ouz an diweza e komzan, a dra zur, rag anez, en eur lavaret droug pe c’haou ouz eur c’hostezen pe eben (tomm-broud c’hoaz о ludu warlerc’h an tan), oei ! va c’hein, va fenn-arôk, pe va fenn-adrenv a vefe goest awalc’h diouz a wenn da zont da ruz, brondu, trilivet, morlivet, glaz, du, perzdu, ha marteze diskenn gant an tri c’hant sort pajennou liu a gaver en « tredan », evel ma lavarer breman, pe el « lubrisite » , egiz ma tic’henaouege gwechall va amezeg Jermen ar Veillberarbroën ; n’ho peus ket ezomm da dregasi na da hursuni, heman (ar mignon koz Jermen, krouer an Dreindet nevez great gant an Nenv, an Douar, hag al « Lubrisite » ) , heman en deus abaoue, troet penn d’ar vaz, hag an elektrisite (pe tredan, e brezoneg yac’h), a vo dizale о sklerijenna e diegez.
— Pebeuz votadeg neuze ? ? ?
— Pell zo abaoue… C’houi, ne oac’h c’hoaz nemet hanter pe kart-vousig, me o kellida marteze, ha c’houi, ar re yaouank, о c’hortoz didenvi… Kent-se, e c’hellan koms eus ar pez n’am eus ket gwelet, hep aoun ebet evit va c’hein, va fennou adrenv pe arôk, hag a c’hallfe, gwaz d’am zeod, dont da goll о liou. Rak kement man (grit peoc’h en han’ Doue ! ), a zo gwir : koulskoude ne vefen ket evit toui-Doue e vefe gantan ker bras blаz ar wirionez eget ma ’z eus gant an Aviel a-bez, pe gant ar Bater en he fez.
Setu, goude m’ho peus stanket-kloz ho rann, ha distanket-frank ho toullou-selaou, ya, setu aman ar pez a c’hoarvezas n’ouzoun-me pegeit a zo abaoue, nag e pelec’h kennebeut a dra-zur… nemet damdostik marteze.
(Kerzomp didrouz ato ganti… ha koulskoude aoun ebet evit penn ebet !…)
D’an ampoent, e c’helle beza er bloavez… (gwelloc’h eo lezel
yod er beg)… da neuze e oe e parrez… (easoc’h eo lezel skoulm
en teod)… Setu ’ta ma teuas votadeg, ya, votadeg, respet d’eoc’h !…
(Siouaz ! gwelloc’h, elec’h koms a draou evelse, gwelloc’h a vije
d’in marteze dizec’ha pluen ha pod-liou ; n’eus forz, deomp ato
gant ar wirionez penn-da-benn, evit frankiz hor c’hoarzaden, ha
pa ne ve ken !…)
Mâ ! setu ’ta ma teuas votadeg evit kas kuzulherien d’an ti-kear… Ne oa ket eur bern anezo da gas, rag ebarz… (e oan o vont da lavaret d’eoc’h e pelec’h, met ne rin ket, nann, ne rin ket)… ebarz, lakomp e Toulloupri, ne oant ket da neuze kals a wazed da voti ; great ha dic’hreat, etre yac’h ha klanv, ne oant ket ouspenn eget ugent.
Hogen holl « sitoyaned ar Republik », egiz ma oar egile (ne ket me) dic’henaoui, ar re-ze holl a oar ez eus da veza dibabet e pep toull-bihanna « Kommun » eus ar Vro, d’an nebeuta nao guzulher.
— Beteg hen, e oa bet duze didrouzik awalc’h an traou ganto, hag evit dibab, hag evit kuzulhata : sonjit, ugent gwaz barrek da voti, ha nao dibabet da guzulhata ! Nebeut da ober reuz ! A-viskoaz ’ta e oa bet an traou war an tu didrouz ; met, an taol-man, e tiskaras karr ha karrad !
Ugent e oant a zibaberien : nao e oant da veza dibabet : setu ma chomme ouspenn eget nao all hag a c’helle ive o hanoiou dont er meaz diouz ar pod…
Heman a lavare d’egile : « Ar mear koz n’eo mat da netra, na kennebeut ar re zo gantan. »
Egile a lavare : « Ha ni, elec’h planta moueziou e park an nesa, na perak ne blantfemp ket en hon hini ? »
— Me ’lavar d’eoc’h, etre ugent gwaz a bep oad, a bep stad, e c’hell digwezout kroz ha trabas !… Selaouit !…
Krak, krok, moan, teo, Jhirr ha berr ! Setu ne oant ket evit en em glevout ; ha, va Doue, c’houi ’oar n’ez eus, da neuze, netra da ober nemet ober diou listenn… Ar pez a oe great… Diou listenn e Toulloupri ! ! !…
· · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · ·
(Abalamour ne oan d’an ampoent nemet izeloc’h eget kart-vousig, ne lavarin netra, netra eus ar bromesaou kaer a reaz an diou gostezenn : koulskoude ar re-goz a lavar eur c’hostezenn a ginnigas al loar ; met eben, eun tammig a ziwarlerc’h, eben a douas kemeret an heol da lodenni etre he hostizien ! (Abaoue, ar re ac’hanomp eus a voused a zo deut da « voterien » o deus meur a dro klevet hevelep litaniou : promesaou, petra ra kement-se ?…)
Etouez paperiou koz krammennet gant merkou soa, gwin-ruz, kig-sall hag all, em eus kavet koulskoude hanoiou an diou listenn, hanoiou tric’hwec’h den, kerent ha mignoned, a yee, nao ouz nao (a ziwar ugent), d’en em dourtall… egiz maout ar Go ha maout ar Gall !
Pebeuz strollad meot fall ! pe chas divergont, pe… ha me
oar ! … Lennomp ar paperiou krammennet :
1. Beskont A Gernetra, Perc’hen-bras. · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · Digasit holl ho moueziou d’al Listenn vat ⁂
LISTENN WELLOC'H
1. Lomm ar Pennker, tieg-bras. · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · Plantit holl er pod hanoiou al Listenn Welloc’h |
Santez Anna ! Na pebeuz bec’h e Toulloupri !…
(1) ugent da roï moueziou.
(2) tric’hwec’h o kesta moueziou.
(3) daou da zispartia.
… Ha ma vije, eus an daou-man, unan e pep tu ?…
Bec’h, me lavar d’eoc’h !… An daou-man, red eo lavaret piou : da genta-penn, an aot. Person, koz, skuiz, klanvidik, hanter-gabac’h, bepred koulskoude d’ar piltrotik, duman-duhont, deut mat gant an holl… — d’an eil (ha d’al lost) : Salaün ar Pennker, eun tri-c’hart glapez, breur d’an tieg-bras, Lomm ar Pennker met ne oa ket evit en em ober gant e vreur, hag e oa da neuze mevel e ti, Beskont a Gernetra !…
Evelse emomp ganti !… Farz a vez er zac’h peurliesa, met ive er vuhez awechou !…
D’e dermen a c’han pep tra : setu ma c’hanas goulou-deiz
ar « votadeg dispar ». Va amezeg gwechall, Jermen ar Veillberarbroën,
en dije lavaret e oa « lubrisite » en ear. Ha gwir e oa,
tredan a oa ebarz.
Listenn Vat Beskont a Gernetra a lavare e oa ar maout d’ezi abalamour d’an aotrou person, hag abalamour da vevel ar Maner, Salaün ar Pennker. Kent-se, bec’h d’al Listenn Vat ! ! !
Listenn Welloc’h Lomm ar Pennker n’he doa difizians ebet, nag a belec’h, p’eo gwir an aot. person, mar kave mat al Listenn Vat, ne c’helle nemet kavout gwelloc’h al Listenn Welloc’h ; hag ouspenn-ze, daoust ha Salaün, mevel maner Kernetra a oa goest da zianaout e oa en e wazied goad e vreur Lomm ar Pennker ?… You ! you ! pôtred.
Kaer ar mintin d’ar zulvez vras !… Ar bôtred klaskerien moueziou a oa holl en iliz d’an oferen vintin, arôk ar zon-diweza zoken : pep kostezenn a zelle a-gorn ouz eben ; ha dreist-holl, pep hini a c’hortoze mouez ar « pastor mat » , ar person koz, mignon d’an holl, met red d’ezan koulskoude troc’ha e damm en taol-man…
Dign !… Dign !… Abafet an holl ! N’eo ket ar person koz a lavar an ofern… met unan yaouankoc’hik, hag a zistro, goude an aviel, ouz ar barresioniz da lavaret d’ezo e oa chommet о fastor staget war e wele, abaoue an derc’hent, gant eur gaouad remm, hag evit pell amzer marteze… Red pedi evitan !…
Arabad barn an nesa ; me gred koulskoude, va Doue, pôtred an diou listenn, mat ha gwelloc’h, a oa o zonj muioc’h ebarz unan-all eget ennoc’h : ya, ebarz Salaün ar Pennker, mevel maner al Listenn Vat met breur da vleiner al Listenn Welloc’h.
Pep hini lod a-wel, lod dre guz, a furchas an iliz : met Salaün ne oa ket ebarz : daoust hag hen e oa ive ar remm warnan ?…
Da zibenn an ofern, arabad koll amzer : digor d’ar pod-houarn-gwenn merglet, ha bilheji Toulloupri prim ebarz : nao d’al Listenn Vat nao d’al Listenn Welloc’h ! Keit ha keit, kein ha kein, bleo ha bleo ! — Hag an dispartier ?
Klanv an aot. person, ne jomme ken nemet mouez ar mevel da zispartia.
E pelec’h ’ta e chomm ar genaouek-ze a Zalaün ? ?
— Me e danfoultro, eme Gernetra.
— Ar paourkezik, eme ar Pennker, duman ez eus lod evit daou marteze.
Ha betek kreizdeiz, nao ha nao e oant о klask, o turia hag o c’hrognal : Laou ar Sec’h ouz Lann ar Gleb, ar c’hemener Toker, ouz an Toker kemener, hag adreist-holl, an daou zevezour hag a oa daou vreur, ha gwasoc’h c’hoaz an daou Raz, tad ha mab.
… Da greizdeiz nemet nebeut a dra, eur youc’haden : e oa Salaün war wel… en ofern-bred eo bet er barrez nesa.
— Salaün, deus, ’ta, mevel !
— Salaün, tosta ’ta, breur !
Met Salaün a jomm eur pennad a-zav, a zelaou hep flach, a zistro e benn :
— Deomp, emezan, da genta da c’hlebia da hostaliri Laou ar Sec’h, ha goude ni yelo da zizec’ha da di an hostiz Lann ar Gleb.
… Bec’h d’ar moueziou, pôtred !… Met mez eo d’in derc’hel keit ail warnoc’h, lennerien !
En devez-se, roue Poulloupri a oe Salaün…
… Da deir eur e oa ker ront e voutou eget reou Jakou, an hini a zistage aliez re vras kofajou, hervez sôn vrudet Pôtr Trec’houre.
— Lezit ac’hanon da ziskuiz ha da ober mat va zonj, a derme Salaün.
… Ha da beder eur nemet eun tammig, e oe kavet Salaün kousket etal eur bern foenn : kousket, roue Poulloupri, disranner ar c’hlaskerien-moueziou !
Prim e oa dihunet ha sammet kuit dre e gazel.
— Deus d’ar pod, Salaün, eme Gernetra.
— D’eomp da vouez, breurig, eme Bennker.
— Lezit ac’hanon, eme roue an devez, diabafet awalc’h : va mouez n’eus ezomm nag eus brec’h, na kazel, na kabestr.
· · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · · ·
Dirak triwec’h an diou listenn gwelloc’h gwella, Salaün a blantas e vilhed er pod-houarn-gwenn, merglet, hag… a zifurchas kuit, epad ma kroge ar re all da furcha ar voest…
Peoc’h, peoc’h, setu aman :
1. Listenn vat : 9 mouez. |
Neuze an triwec’h a jommas mantret, pladet : an hailhon-ze a Zalaun, goude beza lounket eur c’hofad e ti ar Sec’h, unan all e ti ar Gleb, diwar goust an holl, a oe bet divorfilet awalc’h evit lakat er voest… eur bilhed gwenn !…
— Daou gofadig mat a zo mat da gaout evit netra, a zonje Salaün, lorc’h ennan oc’h ober e dammig roue ; met pewar gofadig a zo diou welloc’h eget daou ! Kendalc’homp, lezomp ar re-man a istribilh, hag abenn disul ni reyo c’hoaz kement all.
Hag e reas : ha gwasoc’h zoken ! Siouaz ! Nag hen a oa flouret e gein d’ezan ! Ha da eva, ha da zibri, ha promesaou kaer ! Salaun, diouz eun tu ; Salaunik diouz an tu all ! An triwec’h klasker a oa warlerc’h pôtr e voutou ront, betek serr ar pod, rak Salaün a c’hortoze betek an taol diweza, ha ne felle ket d’ezan, tamm ebet, diskleria evit piou a oa e c’hoant.
— C’houi welo ! emezan, amzer !
Ya ’da, gwelet e oa.
Pa oa digoret ar voest, ha furchet ar paperiou, setu kavet ebarz :
1. Listenn vat : 9 mouez. |
Ya, al lonker-ze a Zalaun en doa nac’het e gofajou, hag evit planta bep a dreuflezen gant an triwec’h suner, Salaun en doa votet evitan e-unan !
Ha ya, pebeuz votadeg !
Y. Croq.