Mont d’an endalc’had

Pardon ar Goz-Yeodet

Eus Wikimammenn
Lajat, 1909  (p. 32-38)



Pardon ar Goz-Yeodet


Ma fenn a oa pounar ha ma spered tenval,
Ma-unan war ma roc’h ’oan chomet da sonjal…
Dirak ma daoulagad e tremene founus,
Ma bugaleaj aour, ma amzer evurus !
Gwelet o ren du-hont eur vro kwitaet pell zo,
Evel eun dra dec’het ha na deu ken en dro…
… A greiz-holl, o sonjal er vro dudius-se…
— O glac’har… Poan-galon ! An drived sul a vae !
An drived sul a vae… Pardon ar Goz-Yeodet !
Oh ! pardon binniget… Siouaz, n’az kwelin ket…
Perag ’ta, ma Doue, chom hualet aman,
Pa garan eur vro all gwelloc’h evit houman ?
Perak chom da vervel ebarz bro ar c’hoajou,
Pegwir e karan well ar môr hag e oachou,
Oh ! perag n’am eus ket diou-eskell gwennili,
Evit mont d’ho pardon, hirie Gwerc’hez Vari ?

Evit mont d’ho kwelet d’ar vro meurbed karet,
Elec’h ’man ho chapel, Itron ar Goz-Yeodet ?
.......................................................................

Burzud ! buhan e kerz an avel,
Mont a ran a-dreuz d’ar c’houmoul,
Dindan-on mene ha tour uhel,
Traouien, keriaden ha ti-zoul,
A dremen evel luc’hedennou…
A boan gwelet, kerkent kollet !
Nijal a ran war ar gwabrennou,
O Gwerchez, ech an d’ar Yeodet !
Setu Ploulec’h… Aman Kerninon,
Poul-Ankou, ar vilin-avel,
Breman e klevan sklintin o son
Mouezig ken drant kloc’h ar chapel ;
Biskoaz ken kaer-all — red eo laret —
N’am eus klevet moueziou kleier,
Gant mouez ar c’hloc’h ez on frealzet,
Ma spered a zo dibreder !
Doue ! Ar môr braz, frank ha divent,
O sailhat en bae Lanhuon…
O môr ! da welet ran evelkent,
Pebez dudi vit ma c’halon !

Setu ar Yeodet ! oh ! nag a dud,
O vont hag o tont hep paouez,
Bihan ha braz, holl a reont brud,
Holl ez int leun a levenez…

Mont a reont war-zu ar chapel,
Ha me d’o heuilh ive d’am zro…
Hola ! arri eo tudou Servel,
Ha Lanhuoniz, en bago ;
O moueziou a deu beteg aman ;
Bezant o deus evurusted :
Skanv mad e savont war-lê breman,
Ar yaouankiz a nij bepred !

Boutet, divoutet vel eur glaouer,
Troet aman, douget aze ;
N’an eus en dro d’in nemed traou gaer,
Siouaz ! n’hallan sellet oute…
Trouz ha safar ! Ar vugaligou.
Darn o ouela, darn o c’hoarzin,
Gante zonerez ha c’houitellou,
A vouzar ma diskouarn paour d’in !

Petra a neve ? Ar c’hloc’h o son
A zav e vouez sklintin ha drant…

Arri ez eo ar prozesion,
Gwelet a ran ar Groaz arc’hant ;
Oh ! nag eo kaer ! Pebez plijadur.
Da welet en dro d’ar chapel ;
Eur prozesion eo, a dra zur
Bravan tra zo en Breiz-Izel !

Banniel Sant-Per, warlec’h ar c’hroaziou,
Douget gant potred galloudus,
A dro hag a zistro e blegiou
Dindan an avel-vôr nerzus…
— Mad eo d’ac’h, potred, ma ’z eo krenv c’hoaz
Hag ho tiouc’har, hag ho tiouvrec’h,
Rak, me gred, pa dostafet d’ar Groaz
An avel a roïo d’ac’h bec’h !

Ar merc’hed gwisket eus ar bravan,
Leun a yec’hed hag a c’hened,
O tougen an Itron-Varia,
A deu ive vel gwerc’hezed ;
Evel ar botred o deus d’ober
Evit derc’hel ar bannielo,
O stourm ouz an avel emaint taêr…
Oh ! ar merc’hed zo divalo !

Setu al lestr braz, douget uhel,
War diouskoa ar vartoloded :

Ar re-man ez eo a Vreiz-Izel,
Ar gwellan eus ar Vretoned ?
O fe birvidik, o nerz-kalon
Ar gwad ter a zo en o c’hreiz,
A viro bepred ouz ar Zaozon
Da zont da walla hon bro Breiz !

War diou rengenn ar vugaligou,
Eledigou koant, evurus,
A gan drant d’ar Werc’hez kantikou,
Gant moueziou brao ha dudius ;
O c’han kaer gant flammou an tantad,
En kichen ar Groaz o tevi,
A zo d’an ine eur bleun c’houez vad,
Karget a zouster hag a spi…

Warlerc’h an tantad e teu neuze
Ar prozesion d’ar chapel,
Peb tra ’dizro en urz adarre
En despet da nerz an avel ;
Kaerat tol-lagad ! Vel evned-môr,
Dispak gante o diou-eskell,
Pe eul lestr gant e oueliou digor,
Eo ar bannielou eus a bell.....

Achu ez eo goueliou an Iliz,
— En hon Bro bepred da gentan, —

Krigi ra pardon ar yaouankiz,
Nag int seder dre ar vro-man !
Ar merc’hed yaouank hag ar botred,
Kazel-ouz-kazel o vale,
Laouen o c’halon hag o spered,
A zo evel bleuennou-mae…

Etreze komzou karantezus,
Zellou birvidik ha tener,
Vel eostigou ez int evurus,
Dinec’h, dizoursi ha seder ;
Ar yaouankiz, ô kaeran tensor !
Pa ve ganti gened, furnez ;
Madou an douar, madou ar mor
N’o deus ket he zalvoudegez !

Tostâd ra d’an noz ; war ar môr dôn
E tiskenn an heol entanet,
An holl zo tec’het eus ar pardon,
Ma-unan ec’h on er Yeodet…
Buhan d’ar chapel ; araok kwitâd
Eur beden d’ar Werc’hez santel :
— « Itron-ar-Yeodet, klevet ervad,
» Diwallit bepred ho pugel ! »


Ma Doue !… Petra zo ?… Setu me dihunet,
Ha diwar ma garrek war an douar ruilhet…
Oh ! nag ez eo c’houero bue ar paourkez den,
Netra ’med eun hunvre ma fardon na oa ken !
Siouaz, red eo kredi pa gomz ar wirione.....
Bet ez on er Yeodet enpad ma c’housk-kreiste ;
En avel eo nijet ma hunvre alaouret,
Gantan ez eo tec’het pardon ar Goz-Yeodet !

Kâvet ’m oa ma frankiz ha kollet ma hual,
Aman on adarre ma-unan o sonjal…
Bet am eus plijadur, kalz a evurusted :
Vad e ra d’eur c’hlanvour eur pennadig yec’hed !
Hunvre kaer ha dispar… O pardon binniget,
Bepred me da garo, da veulo… O Yeodet ! ! !