Blavez mad

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Lajat, 1909  (p. 29-31)



BLAVEZ MAD


Ar bla koz a dremen hag a goue en ankoua,
Ha war e lerc’h e teu, renet gant an amzer,
Henvel ouz eur bugel en e gammed kenta,
Ar bla neve, leun a breder…

Kerkent zo neventi dre-holl war an douar ;
Eur blavez deut ouspenn eus bue an den kez,
Hag eur bla da zonet a vir d’ezan, hep mar,
Hag evurusted, hag enkrez…

Petra vo ar bugel a zo c’hoaz ken tener ?
Petra e tigaso a neve dre ar bed ?
Petra e lavaro dre ar maez hag en kêr ?
Den, den na oar netra abed !

Dre ze an daou bried, eus kreiz o c’harante,
Lar an eil d’egile : — Blavez mad, blavez mad !
Hag ar vugaligou a bed ive Doue
Evit o mam, evit o zad…


Ar mestr hag ar vestrez, holl dud an tiegez,
A gas a greiz kalon o gwellan mennoziou,
Ma vezo o bue karget a levenez
Enpad kalz, kalz a vlaveziou…

Ar Pastor aketus en kenver e zenved,
— A anve ar vue ken finvus, ken marvel. —
A c’houll digant Doue, vit e barrouz bepred,
Eur blavez kristen ha zantel !

An holl dud en eur gir, tud paour, tud pinvidik,
Bugale, tudou koz, tud yaouank a bep stad,
A ra, en de se, dre garante birvidik
Hetou wirion a vlavez mad,

Ha c’hoaz daoust e da ze ar bla vo mad ha fall ;
Meur a wech eun devez a zigorro eur be…
Aliez a teuio eun dra pe unan all
Da denvalât ar bla neve…

Aliez an daerou a ruilho puilh ha stank,
Rak an evurusted n’an eo ket eus ar bed !
Hent garo ar vue a chom distouf ha frank
D’an drubuilh ha d’ar boan-spered.

Ar bla a vezo mad, pegwir an amzeriou
A ve dalc’hmad henvel an eil dimeus eben

N’an eo ket, a dra zur, n’eo ket ar blaveziou,
An den dister eo a dremen !

Eur blavez mad eta d’an dud dre ar bed-man,
Eur blavez mad ha fur ha leun a drugare ;
Ha ’vit m’o devo nerz hon mennoziou gwellan :
Eur blavez mad abeurz Doue !