Mont d’an endalc’had

Pardon Ploërmel

Eus Wikimammenn
A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 305-315)



Pardon Ploermel.
————
I

Yvon-an-Traon, eun tiek koz a du Guened, a ioa var dachen Ploermel deiz ar pardon goude ar gousperou, o kemeret an hent da vont d’ar gær. Eur vanden labourerien douar a ioa endro dezhan. Eur banne chist a ioa bet, mes ep ober droug, rag an tiek coz a ioa striz an urs gantha var ar poent-ze, ha ne voa ket brao d’an hini en divije sunet re var ar picher tostat outhan. Unan euz ar vanden a voa oc’h he heul, den iaouanga bemp pe c’huec’h vloas varnugent, en em lakeas da ober goulennou outhan.

— Asa, tad coz, lavarit deomp eta petra zonjit euz ar brud a zo hirio etouez an dud ez eomp var araog, ez a bemdez pep tra var vell ?

— Var araok ! var vell ! ia da ; ne velan ket e teufe don da veza cals iac’hoc’h na lartoc’h gant ar pez a dremen hirio.

— Lavaret a rer gouscoude pa vezimp bet eur pennad o vont evelse var araog, an traou a ielo goudeze anezho ho unan.

— Dont a ra ar c’hoez var va zal oc’h da glevet. Mont var araok ? petra eo an dra-ze ? ha te ac’h eus guelet biscoaz al loen-ze ?

— N’em eus ket. Bez’ ez eus tud gouscoude hag a dle beza he velet, p’eo guir ne gomzont nemet anezhan.

— Mont var araog a zo henvel oc’h ar pikol aer vor-ze a gomz an oll anezhi ha ne deo bet guelet morse gant den. Gouscoude me ell lavaret em euz he velet.

— Ia ? tad coz ; ha pe seurt doare en deus ?

— Doare eur marc’h koz a ve bet etre daouarn tregont marc’hadour kezek, a ve bet kempennet, livet ha iaouankeet gant pephini anezho, hag en defe kignet, gant he baluc’hen, c’hui voar e peleac’h, kement hini zo bet var he gein.

— Asa, tad Yvon, n’emaoc’h ket a dro vad hirio !

— A dro vad ? ha ne ket guir e velit hirio muioc’h a brez hag a ingroez en tavarniou evit en ilizou ?

— Evit an dra-ze ne lavaran ket.

— Ha ne ket guir emaint aze gant ho c’hazetennou fall hag ar c’hos paperiou a deu dezho euz a Bariz, hag e saouront ar viltansou-ze cals guelloc’h eget eur brezegen, hag e credont cals kentoc’h dezho eget da genteliou ar re zo carget d’ho c’helen ?

— Ar re-ze zo moullet ive, hag evelse.

— Ha ne ket guir ez a ar re binvidik krisoc’h krisa oc’h ar re baour ; hag ema ar re baour oc’h harzal creoc’h crea a enep ar re binvidik  ?

— Ah ! evit an dra-ze zo guir avad.

— Ha ne velit-hu ket hirio ar strinkellezet iaouang o vont da fringellat bete var an hentchou houarn hag en tavarniou, en hevelep doare, ma ve red brema diskuez gant ar bez, evel ma reat guech all, ar re anezho a ia adreuz, n’on defe ket avoalc’h euz a zek bez hon daouarn ?

— Guir avoalc’h eo an dra-ze, tad Yvon ; ne vezo ket pell ni etrezomp tud iaouank, mar fell deomp dimizi, ne gavimp mui eur plac’h iaouang euz a benn ar viaden.

— Ha ne deuz ket hirio var an douar muioc’h a laeron hag a riblaeron eget zo bet biscoas ?

— An dra-ze marteze, tad coz eo ar pez a c’halvont mont var araok ?

— Mont var araog ! ia, ia, potred ; mar deomp pell var araog evelse me ne ouzon ket peleac’h e vezo red mont da glask eur plac’h fur, eur servicher ha ne laerfe ket he vestr, eur micherour ha ne ve ket mezo bep sul, ha bep lun var ar marc’had.

— Guir eo, evelse ema bed ; hogen dre ma’z aimp var araok, kementse oll a vezo pareet.

— Daoust hag o vont var araog e virot oc’h Ian al lonker da chom da gousket dindan an duellen evel eur moroc’h chomet e dilerc’h ar mor var an treas ?

— Oh, ne raimp ket, me voar vad.

— Daoust hag o lenn scridou contamet e teui iec’het dezho, e crogint startoc’h el labour, hag e vezo clevet comzou muioc’h a zoare o tont euz ho ginou ?

— Douetus braz eo ne vellaint ket gant an dra-ze.

— Daoust hag o vont var araog e lamot digant ar merc’hed an ioul o deus d’en em ficha caer, d’en em ziskuez, da vont da racanellat ama hag ahont ?

— Oh ! ar c’hlenvet-ze ne vezo ket pareet c’hoas.

— Peleac’h ez eot-tu neuze da glask louzou evit scuba an traou fall euz ar bed, evit parea an dud a veler bemdez, evel a lavar egile, o coeza euz an derzien dom e drouk-sant ?

— Marteze tad Yvon, e rafe vad ho c’hrouga ?

— Ho c’hrouga ? ma ve crouget kement den dizuch a zo hirio var an douar, ne ve ket cavet a gerdin avoalc’h, ne ve ket a vrini avoalc’h evit dibri ho c’hik !

— Red e ve ho lacat er prizon.

— Ro peoc’h ! Neuze ec’h elfes sevel moger en dro d’ar bed oll, lacat an oll dindan ar vorail pe dindan an alc’hoez ; mes neuze pa es pezo destumet an oll er prizon, peleac’h e cavi archerien d’ho dioual ?

— Asa, tad coz, petra fell deoc’h da ober-ta ?

— Clevit, potred, ha selaouit mad : ne gaf ket din ec’h alfet parea eun den clanv nemet e diou c’his ; da genta o creski he glenvet, evit he gas d’ar bed all d’ober he glemmou....

— Ah ! tad Yvon, evit ar c’his-ze avad ne ket fall ! E guirionez an den, eur vech maro, ne ket clanv mui. Kementse a zigas da zonch din euz ar pez a lavare ar medesin en dez all da Baol ama. Ar medesin a ioa bet o velet hon amezek Glauda, ha Paol o veza digouezet gantha en hent pa edo o vont kuit, a c’houlennaz outhan :

— Ahanta, ha Glauda, penauz a ra ? Eat eo he derzien kuit ?

— Ia, eat he derzien kuit.

— Neuze-ta ema pare adarre hon amezek ?

— Salocras, maro eo.

— Maro ! ha c’hui o lavaret eo eat he derzien kuit ?

— Ia sur, mes Glauda zo eat kuit ive troad ha troad gant he derzien. Hag ar re all ive, ep mar, ma vent caset d’ar bed all, a iafe ho c’hlenvet d’ho heul.

— Ma na blich ket ar c’his-ze deoc’h, me anavez eun all. N’eus nemet clask eur medesin hag a anavesse ar c’hlenvet hag al louzou mad outha, hag a vouese ive pegement da rei euz al louzou-ze da bephini evit he barea.

— En dro-ma emaoc’h ganthi avad, tad Yvon ; hennez e tle beza ar c’his vad pe ne deus nicun. Mes peleac’h caout ar medesin hag al louzou-ze ?

— El leac’h ma her c’havas guechall hon tadou coz d’ar mare ma voant c’hoas gouez, ma lazent ho bugale evel pennou ier e kichen ar mein-hir, ma en em zebrent an eil egile e creiz al lanneier.

— An aviel ha croaz hor Zalver a deuaz a benn anezho. Ha brema ne anavezan louzou ebet ken nebeut nemet hennez.

II

Evit ar re a deu da lavaret deoc’h, potred, emaint gant ho c’hazetennou brein hag ho hentchou houarn, o vont da gas an dud var araog, emaint o vont da rei furnez d’ar voazed, ha glandet d’ar merc’hed, livirit dezho eus va fers, mar kirit, ne dint nemet gaouiadet ha batouillerien ne ouzont ket petra a leveront.

Pa za missionerien da brezek d’an dud divadez, d’an dud gouez, lavarit ama din hag eur vad bennag a rafent dezho o comz a hentchou houarn hag euz a droiou filoutet Paris ? Me zonch din e prezegont dezho an Aviel, e tescont dezho caret Doue, ha neuze e veler an dud gouez-ze o c’holo ho noasdet, oc’h eana d’en em zibri, hag o tont gant an amzer da veza tud ha christenien.

— An dra-ze-ta, tad Yvon, eo mont var araok evidoc’h-hu ?

— Petra ! tud hag a voar beva deread n’emaint-hi ket araog tud ne ouzont na labourat nag en em visca ? tud hag a voar renta servich d’ho breudeur n’emaint-hi ket araog ar re ho debr ? tud hag a zo e guirionez tud n’emaint-hi ket araog ar re zo henvel oc’h al loenet ?

— Lavaret mad a rit, tad coz, mes ar re a zo tud avoalc’h, ne ket difennet outho ive, credabl, mont var araog eun dra bennak ?

— Ia, ma vije er mad e vije sur, ne lavaran ket ; mes en dizurziou.

Gortozit, paotred, m’em eus c’hoas meur a dra da lavaret deoc’h var gementse.

— Evelse-ta, Tad Yvon, skigna an anaoudegez euz an Aviel eo mont var araog evit ar visionerien ? hag evit ar re all petra eo ?

— Petra eo ? Nec’het e vent lakeat, me voar vad, ma renkfent he lavaret.

Me zonch din e credont mont var araog oc’h ober evel a reont.

— Ne ket eun dra gaer, neuze ; ho mont var araok.

— Penauz o sonch deoc’h e ve ? Ne brezeger nemet a pez a ouzer. Ma en em lakafe va azen da ober scol var ar c’han, ne zonjan ket e teskfe calz a dra d’an eostig, ha ne ket gantha e ve deoc’h mont d’ar scol mar oc’h eus c’hoant da vont da gana oc’h letrin ho parrez.

Sellit, potred, ni etrezomp tud, a zo diskiantoc’h evit al loenet mud. Ha guelet oc’h eus-hu morse an herminig o vont da c’houlen digant ar penmoc’h (respet deoc’h), penaus derc’hel he zae digaillar, nag ar c’hillog o vont da zeski bale gant an ouad ? ha ni, diodet ma’z omp, zo prest ato da rei scouarn d’at re a voar blejal ha sklancat huela. An hini a blanto muia c’hoez en he drompil hag a scoio crea var he daboulin, a zacho ato ar muia tud var he lerc’h. Laeret, goapeet e vezer ; den avad ne fell dezhan anzao e ve bet goapeet na laeret, hag ar c’henta tro en em lezo da veza sachet adarre abouez he fri.

— Creski ar scoejou en he ialc’h, an dra-ze da viana, Tad Yvon, a zo mont var araok ?

— Guelloc’h ez ajet c’hoas var araok ma teskchet d’ar pinvidik rei d’ar paour. Pa vezo eat an oll da vro an aour da glask milionou, ha miret a raint oc’h eur paour dall epken da glask he vara, hag oc’h eur c’hlasker da vervel gant an naoun ? Pa grog ar sec’het aour en dud ne zonjont nemeur e dienez ar re izomek. Ha gouscoude e ve guelloc’h deski dezho rei evit deski dezho aloubi.

— Evit rei gouscoude, tad coz, eo red caout !

— Ia, mes an Aviel hirio eo derc’hel ha sacha ; eur pec’het marvel eo rei, hag Aviel Jesus eo hennez ? Credit an dra-ze hag efit dour....

Clask lacat an dud da veza guelloc’h o teski caret muioc’h an arc’hant a zo clask digas guenn bizach eur glaouaer o frota ludu glaou outhi, ha neuze, sonjal digas an oll pinvidik ? Kementse a zigouezo da sizun ar pevar iaou. Ha pa deufent zoken pinvidicoc’h, biscoas n’em eus guelet va marc’h o vont buanoc’h pa veze laket eur zac’hat muioc’h dezhan var he gein.

An nep ne vel ket an dra-ze sclear hag anat, a eller lavaret zo map bihan da rouanez ar gozet.

— N’eus fors, Tad Yvon, a bouez mont var araok gouscoude ec’h en em gavimp eun tu bennak.

— Ia, eun tu bennag e tigouezimp sur. Nep a ia gant hent Brest a zigouezo e Brest, credabl, ha nep a ia gant hent Naonet a zigouezo e Naonet ive douetus, nemet terri a rafe he zivesker en hent. An hini avad a fell dezhan mont da Naonet hag a gemer hent Brest, en devezo chans ma tigoez eleac’h ma fell dezhan mont.

Caout a ra deoc’h-hu e vezo great tud a zoare, tud a benn, tud fur gant ar vugale-ze a zaver hirio, o teski dezho lavaret geier, eilgeriat oc’h tad ha mam, ober dezho evel a rea en dez all map an amezek Berder, eur mec’hiek eis pe nao bloas ? He vam a c’hourc’hemenne eun dra bennak dezhan, hag al lampon bihan a droaz he gein dezhi hag en em lakeas da skei… c’hui voar peleac’h, en eur lavaret… c’hui voar petra. Setu eno, nebaon, danvez mad !

Ha great e vezo sænt euz an dud oc’h ho foulza d’an tavarniou, da lenn cazetennou brein, da zilezel ar meziou evit mont e kær ? Sellit, mar kendalc’hont e vezint guelet o crevi a vandennou e foz an hent bras. Guech all e laket eur groazig eleac’h ma veze maro unan bennak dre zarvout ; hirio ne rer mui cals a gredan ; ma rafet ive, foz an hent braz a deufe tre da veza eur vered.

Ha laket e vezo an dud da veva en unvaniez o teski dezho sacha an eil divar goust egile ? Me gred, mar kendalc’her da rei kenteliou evelse dezho, e vezint guelet ep dale oc’h en em zrailla, hag en em zebrint an eil egile ker brao ha ker pis, ne vezo cavet en dachen var ho lerc’h nemet ho bouteier.

— Asa, tad coz, goal lopa a rit, evel kent, var gein ar voazed hag ar vugale ; hag ar merc’hed, noc’h eus-hu netra da lavaret divar ho fenn ?

— N’em eus nemet bete re.

— Livirit deomp-ta eur ger bennak.

— Ar merc’hed o deuz eun dra bennak muioc’h a furnez, muioc’h a skiant vad, muioc’h a voeden benn evidomp-ni.

— Neuze ta e tlefemp kemeret ho ali, e tlefemp zoken ho lezel d’hon ren ?

— Han, ia ! ne ve ken nemet ho lezel d’hon ren ! Ne ve ken nemet ho lacat da vont var araog ive evel ar goazed ! Neuze ez afe an traou en dro ! Neuze e ve great lezennou ! Brema e trabellont avoalc’h ep an draze ; neuze ep mar e vent guelet o prezek var an oll dachennou marc’had.

— Ha perak ne rafent-hi ket a lezennou ive mar o deus skiant avoalc’h ?

— Neuze e colfent ar pez o deuz. C’hoant avoalc’h o deuz, ep kementse, da vale var roudou ar voazed. Guelet a rer hiniennou brageier gantho, tokou goazed var ho fenn, eur gorzen en ho dorn hag eur segalen en ho ginou. Ar re-ze, ep mar, ne c’houlenfent ket guell eget beza carget da ren ar bed.

— Ha petra livirit euz ar picol braz-ze a zougont hag a zo dindanhi, evit rei tro dezhi, eur pez malikin pe eur c’hloc’h kement ha cloc’h bras Braspars, hag a c’halver, a gredan, crinolin ?

— Crina-lin ? Criza-lin ? Lin criz avoalc’h eo sur ; rak meur a hini euz ar re a zoug ar panerou bras-ze o deuz a veach eun hivis lien stoup da lacat dindan-ho. A drugare Doue ar c’his divalo-ze ne ket deut c’hoas var ar meaz, hag ar merc’hed a stak d’al labour n’her c’hemerint ket buan. Mar gell avad eur strinkel pemzek pe c’houezek vloas caout fret da vont e kær, ha pa ve da blac’h crot pe da blac’h ar ier e ve, abarz eur mis goude e vezo guelet ive kelc’het evel eur varriken, tolet ganthi dreist ar c’hillou-ze eur stlabez braoeri bennak da c’holo he zruillou.

— Ar merc’hed divar ar meaz a gavit fur-ta, tad Yvon ?

— Furoc’h e vijent da viana ma na lakajent morse ho zreid e tavarn ebet ; ma o divije skiant avoalc’h evit chom ep mont da heul goazed, potred daou bennok, d’an tiez-ze eleac’h ne zescont ket a dra zur beza furoc’h. Ah ! me garje o pije clevet Lan an Dall, eur mignon am euz du-ze e bro Leon, o coms divar benn ar merc’hed distrantel-ze, o tistaga var gein ar strinkellet, ar pennou scanv-ze a zarempred an tavarniou, hag a ia ac’hano roget ho c’hoef pa n’o deus ket he gollet, hag a veler avechou eur votez gantho euz a bep parrez ; rag eno e vez collet, troclet meur a dra.

— Aoun am eus, tad Yvon, na rafac’h ive evel calz a re goz a zo dalc’h mad o fougeal an amzer dremenet, hag a gaf abeg e kement a velont brema, ha dreist oll er re iaouank.

— N’em eus c’hoant ebet da fougeal an amzer goz divar goust an amzer brema. Gouscoude e ve red beza dall ma na velfet ket ez euz hirio dizurziou ha ne glevet hano ebet anezho guech all. Ha ne ket guir ez eus teir guech muioc’h a davarniou hirio evit a ioa brema ez euz antercant vloas ? Dek guech muioc’h zoken a elfen da lavaret ha ne lavarfen ket re. Peleac’h o pije cavet neuze eur plac’h iaouank divez avoalc’h evit mont d’an davarn etouez bandennadou goazed ? E peleac’h o pije cavet zoken eur plac’h iaouang hag e divije credet mont en hent he unan scoaz oc’h scoas gant eun den iaouank ? Ruzia e devije great bete guenn he daoulagad ma vije lavaret hano euz a eun dra evelse dezhi, ha gouscoude hirio e veler an dra-ze hag en deiz hag en noz. Mar guelet eta eun dizurs bennag en amzer goz, hag e velet, setu aze da viana unan ha ne velet ket.

Hirio evit guir, ez eus muioc’h a zescadurez, a leverer, hag etouez ar voazed hag etouez ar merc’hed. Ne lavaran ket nan ; hogen neuze ive e tlie ha goazed ha merc’hed anaout guelloc’h ar mad hag hen ober. Rak mar deo evit ober muioc’h a zroug eo ez eont var araok, mar deo evit beza goassoc’h eo o deus muioc’h a sclerijen, me lavar deoc’h e vije bet guelloc’h dezho e vije bet guelet ho diouscouarn oc’h asten, hag e vijent deut da veza henvel oc’h eul loenik koant am eus me du-ma, n’eus drougiez ebet enha, nemet pa ve c’hoant avechou d’he gas var araog, ec’h hij he benn hag e caf guelloc’h dont adren. Ha setu avoalc’h evit hirio var gementse ; ema ar c’huilet o voudal ha mall eo deomp mont pephini d’he gær, pe bremaig e vezimp laket e reng ar re ma emaomp o comz en ho enep.

————