reiz eo e ve. Gant gwerc’hezed nemet-ken e c’hellont en em unani. Eur gïez ac’hanout ! Kae da glask par d’it e-touez ar c’houn ».
Hag i en o raog. Diflach en he sav, ar rouanez o heulias dre he sellou. Eus gwenn-erc’h m’edo pa oa deut daveto, ez eas ruz-glaou. Adgwenna a reas evel bleunv bokedou-hanv ha ruzia evel bleunv brulu [1]. Bras hec’h estlamm, he sebez, he mantr, hec'h anoaz, he glac’har hag he droug. Biskoaz hevelep nac’h n’he doa klevet. Biskoaz n’oa bet graet hevelep dismegans ouz he roueelez, ouz he gwregelez, ouz he c’hened. An anoaz hag an droug eo a drec’has war holl youlou he c’halon ha diwar an deiz-se an hegarated hag ar bri a zouge d’an daou gadour a drôas en erez hag e kasoni.
Deut ez oa amzer ar medi. Ar rouanez o c’hasas er maeziou gant he mederien. Ar re-man a zaëas an daou baotr yaouank hag ouz an eil hag egile anezo e voe staget gand ar rouanez an teir liver-hud ; diegi, glizi, mored, evit ma vijent koll drezo. Hogen, dic’halloud outo e vanas ar strobinellou. E kement park ma labourent, ez ae Esus ha Kernunnos gand ar medi ker buan hag al luc’hed ha bep tro, da heul ar pennou-ed, pennou ar vederien eo a goueze dindan falz an daou gadour eus bro an doueed [2]. An daou-ze eo a beurve-
- ↑ Pennad henvel en danevell meneget gand an notenn a-raok : Ocus do thigdis datha iomdha don ingin, oirfa banuighther re bansgoith ocus fa corcrach croidheary andara fecht i « And many colours used to come to the girl, for (at one time) she was as white as a white flower, and at another time she was purple, blood-red », Rev. celt. 1908, pp. 120-1.
- ↑ Diwar-benn an hena doare falz boaziet en Europ e nevez-varevez ar maen, lenn G. Bonsor, Les colonies agricoles pré-romaines de la vallée du Bétis, Espagne, in Rev. arch. 1899, II, p. 381 (skeudenn) ; A. Vayson, Faucille préhistorique de Solférino, Italie in Anthropologie, 1919 (4 zaolenn-skeudenn). War ar filzier-eost en arem hag ar binviou labour-douar all (pigellou, eler, ogedou) ma raed ganto e nevez-marevez ar maen hag e oadvez an arem, gwelout De Morgan, l’Humanité préhistorique, pp. 181-3, skeudennou 91-4 ; K. Schumacher, Der Ackerbau in vorromischer und romischer Zeit, Mainz, 1922, pp. 6-11, skeudennou 1-6. A-zivout an doare ma veded gand ar falz, o trouc’ha an tanvouezennou hepken hag o lezel ar soulennou war o zroad (Notennou diwar-benn ar Gelted koz, VII, pp. 18-9), sellout ouz an Histoire générale des Peuples, de l’antiquité à nos jours (mouladur Larousse), I, 1925, p. 6, kenta taolenn-skeudenn livet, anezi eun adskeudenn eus eul livadur-bez ejiptad eus an Impalaerded-Nevez taolennet warnan ar medi. Lenn ouspenn F. Hartmann, l’Agriculture dans l’Ancienne Egypte, 1923.