Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/94

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 94 —

Lezenn ; ha hi, kerzout war ar roudou anezo eo he deus graet. Torret ganti holl c’hourc’hemennou al Lezenn, adaleg an distera beteg an uhela. »

Esus-hen a lavaras :

« Piou a garfe eus karantez eur c’hast ? Mez ha dismegans da ouenn out-te ! »

Ne ziskouezas ket ar rouanez klevout o c’homzou garo. Ober eun hej d’he fenn a reas ha mousc’hoarzin. Ha setu an evned mezevennet o kloza o daoulagad. Kavout a reas d’ezo edo an heol o paouez koueza e-kreiz an avalenneg hag eur gaouad teo a erc’h pe eun torkad evned gwenn bras o plava war ar prad. Rak o paouez en em fuilha edo pennad-bleo ar rouanez. Peurc’holoêt ez oa ganto evel gand eur vantell aour kizellet pa stoke ouz he seuliou blenchou he rodelladou [1]. Rinklet he doa he sae-vleuniou en he zreid, hag en em ziskouezet e lorc’h he noazder d’an daou vrezelour [2]. Astenn a reas d’ezo he dourn gwenn ha kinnig an aval. Sevel outo a eure he daoulagad glas ha doun, leun a vannou sked-disked evel ar mor-Bras en eur beurevez hanv. Sebezet, avat, ne voe ket an daou zen yaouank. Hag i bepred, digas, her, kasonius. Argas an dourn gwenn a rejont ha nac’h kemerout an aval a zalc’he. A-vec’h ma prizjont teurel eur sellig ouz ar rouanez yaouank, ker yen ganto o daoulagad en o fenn hag an dour e lennou an Hanternoz. Hag e lavaras Esus :

« Da boan ha da amzer a gollez, rouanez an Hanv. War dud yaouank, war gadourien hor Gouenn ez eus liveriou-hud n’oufe nerz ebet o zerri. O c’harantez n’hellont rei nemed eur wech, nemet d’eur plac’h hepken. Kevredad diouvorzedou [3] n’oufent da gaout gant maouez nemet e priedelez

  1. Kenveria Zaborowski, Peuples aryens d’Asie et d’Europe, p. 103 ; Deniker, Races et peuples de la Terre, p. 45.
  2. Kenveria D’Arbois, Civilisation des Celtes, p. 321 ; Epopée celtique, p. 117 ; Rev. celt. 1908, p. 133 ; 1911, pp; 232-6 ; John gregorson Campbell, the Fians, or stories, poems and traditions of Fionn and his warrior band, London, 1891, pp. 23-4 (Waifs and Strays of Celtic Tradition, Argyllshire Series, n° IV.)
  3. Kenveria al lavarenn iwerzonek cairdes sliasta « friendship of thighs » en danevell a reer anezi Do fogluim Chonculainn « Of Cuchulain’'s Training », Rev. celt. 1908, pp. 134-5.