Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —

bleuniou. Paotred, merc’hed ha bugale holl gand an dibri, an eva, ar c’hana, ar c’hoarzin, ar safari, an ec’hoaza. Diwar bouderez laouen ar voueziadeg anezo o sevel eur bras a hirdrouz.

Atepomaros a welas brezelourien, ganto goafiou hir-fustet, o tont a-wel er c’huz-heol. A-driou e kerzent a-hed an hentou etre ar c’hloziou. Paotred mentet-dreist ez oant hag i ken ledan ha ma ’z oant uhel. Eur berr-vouead bleo peurzu, henvel ouz reun-marc’h, war benn pep-hini. Garv ha dic’hoarz o dremm, spelc’hek o c’hroc’henn, du o armou hag o dilhad [1]. Darn anezo a yeas-tre er c’hloziou, ar re-all a zalc’has gand o hent etrezeg ar rann-vro nesa d’ar stêr. Ar re a yae er c’hloziou a lakae da zont er-maez anezo eun niver paotred, merc’hed ha bugale, hag o c’hase ganto war-du ar c’huz-heol. An dud a gased evel-se ne savent stourmad ebet. Hep tamm diegi e teuent da heul en eur c’hoarzin, en eur safari. Evid al lec’h goullo war o lerc’h, adleuniet e veze dizale dre ar baotred hag ar merc’hed degaset eus ar rann-vro nesa d’ar stêr gand ar vrezelourien all.

Atepomaros hag ar plac’h yaouank a heulias an engroez tud a gased etrezeg ar c’huz-heol, hag evel-se eo e tegouezjont en eur vro nevez.


Bro ar Ramzed Du.


Poblet ez oa ar vro-ze gant tud ramzel o ment, du o bleo, kramennek o c’hroc’henn, henvel e pep giz ouz ar vrezelourien. A-zevri edont gand al labour. A-viliadou ar pennou-chatal a vagent ; ec’hon-divent ar parkou a zigorent, a hadent, a c’hoennent hag a vedent.

Diskar tïez, krenvlec’hiou, labouradegou a raent da sevel re-all brasoc’h ha gwelloc’h stummet. Kirri ha listri-mor a oberiatent ; ha toulla kroc’henn an douar da denna diou-

  1. Lakaat e kemm taolennadur an tri brezeliad piktad en Togail Bruidne Da Derga, p. 69, pennadig 82 (embannadur W. Stokes).