Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —

tan metalou, teuzi aour hag arc’hant, morzolia kouevr hag arem, gwea gwiad. War bep doare poelladennou ha c'hoariou e pleustrent e sell da greski nerz ha gwevnded o c’horf, o skiant er brezel, o ampartiz en embregerez an armou. Ganto ne gleved na ganaouenn-eva na telennadenn. Ne weled den o wezboellat pe oc’h orgedata. Hogen ne dav pred ebet, er vro-ze, al labour hag an embregadeg, kevrennet ma ’z eo broïz e diou skouadrennad, an eil o labourat en noz hag o kousket en deiz, eben o labourat en deiz hag o kousket en noz. Hounnez eo bro ar ramzed-zu, bet trec’het gwech-all gand an doueed. D’al lezenn-man o deus en em endalc’het o-unan : labourat dibaouez ken n’o devo digollet o drouziwez ha dic’haouet o re varo. Nevedenn ebet er vro-ze, na lidou, na pedennou. Ar ramzed n’o deus ket a zoueed, pa n’anavezont beli ebet trec’h d’o hini [1].

Neuze e welas Atepomaros da betra e talveze ar baotred, ar merc’hed hag ar vugale a oa aet ar vrezelourien d’o c’herc’hat e bro ar Reter. Degaset e veze hiniennou anezo war ar maez, hag eno o lazed ; ar gwad anezo a laosked da redek en ervennou ; a-dammou e trouc’hed o c’hig hag an tammou-ze a zouared a-zehou hag a-gleiz en ambriou devommet gand an alar ; kâlzennet war an hentou, an eskern anezo a veze devet ha skignet al ludu diouto er parkou. Strujusaet beb ar mare dre gwad, kig hag eskern losket an dud, e taole an douar eostou, eur marz ! [2] Kaset e veze ar re-all el lec’hiennou na venne ar ramzed sevel tïez, krenvlec’hiou ha labouradegou. Eno e vezent lazet ha douaret evit suraat d’ar savaduriou kadarnded ha hir-bad [3],

  1. D’Arbois, Premiers Habitants, I, p. 6 (eil mouladur).
  2. Lidlazadou tud da surat frouezusted an douar ha puilhded an eostou, Fraser, III, p. 288-301.
  3. Sébillot, le Paganisme contemporain chez les Peuples celto-latins, p. 199-201 ; Nennuis ha Geoffrey of monmouth apud G. A. Giles, Six Old English Chronicles, Bohn’s Antiquarian Library, london, 1891, pp. 192, 401-2. Cf. L. A. Patton, The Story of Vortigern’s Tower (in Studies in English and Comparative Literature, Radecliffe College Monographs, Boston, 1910). Cf. ivez H. Vincent, Canaan, d’après l’exploration récente, Paris, 1907, p. 203.