Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —



Ar pontou-klezeier a-dreist d'ar stêr Zu.


P’edo o tont eus ar meneziou e welas ar roue o sevel dirazan en oabl eur bomm bras a uloc’h evel morlusenn. Eus eur gompezenn ec’hon e teue ma tregerne enni an aer gand aroun armou ha garmadeg c’haro emgannerien. Eno e tizas ar roue treizidi al lestradou en e raog, hag e kavas anezo dalc’het en eur c’hrogad ouz armead an êrevent. Ar re-man o diskolpe a daoliou kleze, o zreuze a daoliou goaf, o flastre a daoliou bataras hag o argase da benn kuz-heol ar gompezenn. Eno e red ar stêr Zu [1], uhel ha serz an daou ribl anezi, hag o veriena e douriou he naoz naered, baoted ha gurlazed ker mentek, ken euzus ha ker fero hag ar re a zo o pobla stêriou an Azi hag an Afrik. E douriou ar stêr-ze hag e kerreg an diouc’hlann anezi e kaver kement amprevan kontammus, kement gwall-loen-stlej a vez o founna e kevrenn c’hrizias ar bed. An dud n’oant ket evit tizout ar pontou a veze taolet diwar an tornaod er stêr, hag e lamme an holl loened-euz ganto d’o flaouia. Evid ar re a dize ar pontou n’oa ket nemeur o flanedenn da veza aviet war hini ar re-all, rak pep pont n’oa anezan nemed eur c’hleze bras war e led a-dreuz d’ar stêr eus an eil glann anezi d’eben, ha gant laonenn lemm-skejus ar c’hlezeier-ze e veze trouc’het o zreid beteg an askourn [2]. Meur a hini, pa n’oant ket evit padout gand ar boan, a goueze er stêr kent diraez an tu-hont.

Ar plac’h yaouank a reas da Atepomaros peur-redek an holl dachenn-emgann eus an hanternoz d’ar c’hreisteiz hag eus ar reter d’ar c’hornog. E gas a reas war glann ar stêr ha diskouez d’ezan an daouzek pont-kleze en em astenne a-dreist d’he douriou skrijus. An holl droiad-ze a rejont hep poan nag arvar, rak ne harze netra ouz bountad araogenn an

  1. An ano hen-geltiek e vije Dubis e keltieg Galia (ac’hano ano breman an « Doubs », stêr a Vro-C’hall), ha Dubos e keltieg enezennou ar Gwalarn, Dottin, Langue gauloise, p. 253.
  2. Rev. celt, VI, p. 269-70.