ha ma ’z int, gwerc’hezed int hag e vezint da viken. Ar garantez a roont, ar garantez a enaouont a zo dibar an doare anezi, ha dibaot hini a oar e gwirionez petra eo.
— Eur goulenn adarre, o mamm, eme Atepomaros. Perak ez oun bet degaset aman ?
— Mennet en deus va roue e c’halljes diskulia d’an dud tonkadur torrerien al Lezenn. Diwar ar pez a weli aman e teski petra az pezo da lavarout. Hag ar plac’h yaouank ouz da ambroug a zisklerio d’it kement tra ne vi ket evit her meiza. »
Kent pellaat da bignat war varc’h e lavaras Atepomaros c’hoaz :
« Mamm-goz, ker koz ha padal bepred yaouank, kaer ha karadek, bevet ganez tri oadvez ar bed ha diguz ouzit pep tra en nao bed [1], va lez d’az koulennata eur wech c’hoaz. Ha pell amzer e ranki chom aman disrannet diouz da bried ?
— Lavarout a fell d’in peur e vezo diwez d’hon disrann, Atepomaros, eme Adaqi. Pa vo an heol hag al loar plaouiet gand ar bleizi ha saotret ganto an nenv a wad-den eo e vezo. Ha p’en em genziouenno an doueed hag ar ramzed en emgann diweza. Neuze e teuin en-dro daved va fried, nemet evid eun amzer verr ne vo ken. Rak e skarro an douar dindan hon treid ; koueza a ray an nenv war hor penn hag e vo ar bed-holl peurlosket dre an tan. Diwez a vo da bep tra ! Hogen, pedennou an drouized holl-bad a lakay da zont eus doun an doureier eur bed all gwelloc’h ha kaeroc’h. Adc’hanet ne vezo ken gouennou du ha milliget an douar koz nag ar ramzed drouk ganet dioutan. Hogen, adc’hanet e vezo Manos ha Bena, leun a gened, a yaouankiz, a garantez. En em unani a raint ouz skleur ruz ar c’henta goulou-deiz, e lezenn ar c’hoad glas. Ha genel eur ouenn c’hlan ha kadarn a boblo an douar-holl hag a reno warnezan penn-da-benn. An doueed vat a vezo en-dro ; adkavout a raint rodou aour al Lezenn hag en em advoda e Dêvobriga adsavet [2]. »