Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/188

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 188 —

arvesti ouz ar wazed hag ar gwragez gouriziet-kaer, ouz o listri-mor skanv hag o finvidigeziou stank, ha dreist-holl ouz eun tredemarz, na vo ehan d’e veuli, gwerc’hezed Delos, mitizien d’ar gwareger Apollo ». Kenveria ouz « gwragez gouriziet-kaer » ar c’han-ze ar gouriz-ler ledan, outi laonennou kouevr pe arem kizellet, a veze gwisket gand ar maouezed a Geltia d’an hevelep mare end-eeun, 700-500 kent H. S., Déchelette, Manuel, II, eil kevrenn, pp. 831, 856-61.

————
DA REIZA EN EIL KEVRENN
————


P. 18, lin. 13, e lec’h « e skrimpe » lenn « e krape ».

P. 47, lin. 1, e lec‘h « diou glann » lenn « diou c’hlann ».

p. 54. trede dilinenna, lin. 4 kent an dibenn, e lec’h « gourgleze » lenn « gougleze ». Hevelep reiza, notenn 7. lin. 4.

P. 64, not. 2, lin. 9, e lec’h « Maes Titianus » leon « Maesius Titianus ». A-zivout an ano-man, sellout ouz Acad. des Ins. et Bel. Let. Comptes-rendus, 1923, pp. 375-6.

P. 91, pempet dilinenna, lin. 2, e lec’h « d’o mirout da vont » lenn « d’o mirout a vont ».

Hevelep pajenn, not. 1, lin. 2, staga outi : Er bloaz 274 goude H. S. an impalaer Aurelianus o ren e drec’hlidou e Rom, en em ziskouezas dirag ar bobl en e sav war eur c’harr stlejet gant pevar c’haro. Eur sterniad e oa, bet kemeret digant eur roue eus ar C’hoted, V. Duruy, Petite Histoire romaine, mouladur nevez, 1888, p. 223 ; Histoire romaine 29vet mouladur, 1909, pp. 515-6. — Doueezed o varc’hegez en o c’hoazez war gein kirvi gouez, L. Léger, Myth. slave, p. 171-2.

P. 100, trede dilinenna, lin. 7, e lec’h « Virodakthis » lenn « Virodaktis ». Hevelep mank da eeuna notenn 3, lin. 1.

P. 101, notenn 4. Ar boaz meneget en notenn-ze a oa beo c’hoaz, n’eus ket pell, e bro-Gokaz. Miret o deus Kokaziz, war a ouzer, beteg ar c’hantved diweza, doare-beva ha boaziou henvel pe zamhenvel ouz re hen-boblou hanternoz an Europ. E-touez an Abkhazed, evel gwechall e-mesk ar