Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/187

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 187 —

eo gwir ez eus meneg dioutan en enskrivaduriou istorek an Assiriaded (A. Reinach, Hellénisation du Monde antique, pp. 35-6). Nemet staget eo bet ouz e ano gand ar Phrugianed marvailh etrevroadel ar roue e ziskouarn-loen evel ma ’z eo bet staget diwezatoc’h ouz anoiou Arzur ha Charlez-Veur marvailhou ledan-skignet all (Gédéon Huet, op. cit. pp. 144-8). — Doue gant diskouarn-karo en e benn, Renel, les Religions de la Gaule avant le Christianisme, 1906, p. 246, sk. 18.

P. 16, lin. 10, e lec’h « a ganchou » lenn « a gantou ».

P. 87, lin. 3, lakaat e notenn ouz traon ar bajenn : Lïes skouer a c’heller da rei eus poblou bet sevenet hag a zo distrôet, da heul reuziadou bras, d’eur vuhez dizeven pe hanter-c’houez zoken : Kambodjiz ha Tsiamed an Indez-Sina (Anthr. 1921, pp. 306-9 ; Deniker, Races et Peuples, 1900, pp. 455-7, 461 ; J. Leuba, Un royanme disparu : les Chams et leur art, Brussel, 1923 ; S. Lévi, H. Cordier, C. Maître, ha re all, Histoire générale des Peuples, de l’Antiquilé à nos jours, l, 1925, pp. 380-1) ; Lolôed ar Yun-nan hag ar Setchouen e Bro-Sina (D’Ollone, Derniers Barbares, 1911, pp. 106-8, 145-8) ; pobladou mesaerien geotegi meur an Azi (L. Cabun, Intr. à l’hist. de l’Asie, 1896, pp. 48-56) ; Andaloussed hag Imohared pe Touareged ar Sahara (F. Dubois, Tombouctou la Mystérieuse, mouladur ar Figaro, 1897, pp. 252-61 ; Letanant-mor Hourst, Sur le Niger et au Pays des Touaregs : la mission Hourst, 1898, pp. 190-237) ; E. F. Gautier, le Sahara, 1923, pp. 100-6, 158-65 ; Febvre ha Bataillon, la Terre et l’Evolution humaine, introduction géographique à l’histoire, 1922, pp. 204-25 (a bouez bras), 342-5.

P. 111, adober an notenn evelhen : — Lakaat e kemm gand ar pennad-man eus ar Sketla diweza gwerzennou ar c’han gresianek da heul bet savet en VIIIvet pe er VIIvet kantved kent H. S. hag a zo gouestlet da Apollon Delos (Rev. arch. 1908, pp. 77-8) : « E Delos eo e kavez gwella dudi d’az ene, o Gwelevus. Eno en em vod evidout Ioniz o hir-donegou ha ganto o bugale hag o gwragez. Ouz da gounaat en em laouenaont en o c’hoarïou dre emgannou-emzournata, korolladegou, kanadegou. Ma tegouezfe unan bennak e keit m’eman Ioniz bodet evel-se evidout, e kavfe d’ezan ez int kel lïes-all a Zivarveled gwarezet ouz ar gozni. Estlammi a rafe ouz o neuz-vat d’ezo holl hag eun dihued e vefe d’e ene