Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/112

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 112 —

« Feur-eskemm an Droukrans — Gand Esus kadarn : — Evid eur berad gwad — A ouenn Vanos — Ez a gantan kant kelorniad — A wad estren ; — Evid eun daerenn lintrus — E laka da redek — Kant kelorniad daerou — Dilintr ha louan. »

C’hoaz e kanas :

« D’am evned — Esus kadarn — Gwellat pourvezour ! — Kig klezeiatêt, — Goafatêt, — Kontellatêt, — Karnflastret ; — Korfou maro a-vern, — Pennou trouc’het, — Pred d’ar brini ! — D’am evned — Esus kadarn — Gwellat pourvezour ! »

« Esus, eme ar Vastarned, a dremenas war vrôadou ar Reter evel eur gorventenn wall-amzer war eur c’hoadad gwezigou tener er goanv, evel eur flamm-tan en eur pradad geot sec’h en hanv. Mouga tan o oaledou a eure ha lakaat diberc’henned o biou, diezec’h o gwragez ha didadou o bugale. Dismantret-holl, o meuriadou a voe argaset dirazan ken na vijent pellaet war-hed tri-ugent derveziad-kerzed diouz harzou ar Vebrulandon. Hag eno c’hoaz e kendalc’has da skei ganto. Kant ha kant gwech e lakeas da dremen ha da zistremen warno e virc’hien bras, krenv, pounner, karnet-ledan. Diou rod e garr-emgann arem bras a roudennas en engroeziad stank ar c’horfou anezo diou sodell doun o flokignat