Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/111

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 111 —

Kleuzia fezier a rejont eno, bernia savadennou-douar ha mogeria krenvlec’hiou a zo anezo c’hoaz ha ne deus ket bet paouezet d’ober ganto abaoe. Da warezi o gwragez, o zenzoriou, o zropellou, o micherourien ampart eo e savjont anezo. Neuze e taoljont o garm-emgann ha mont er c’hompezennou a zo e reter ar bed. Ken euzik ez oa o garm-emgann ma tiforc’he diwar he frouez pep gwreg estren deut d’hec’h amzer, kerkent ha ma skôe he diskouarn ; ma varve he frouez enni, ha hi war eun dro gant he frouez, kerkent ha m’her c’hleve, pep maouez estren o tougen abaoe c’houec’h miz.

Evel ar barr-amzer, ar balvent hag an ankou, e teuas eta eus ar C’hornog Esus ha Kernunnos war ar poblou o veva e kompezennou ar Reter. Argadennou taer a renjont outo. Leur an douar a strewjont a zispennou o c’horfou, o c’hlopennou, o eskern. Bouta anezo war o c’hiz a rejont a gompezenn da gompezenn, a stêr da stêr pelloc’h dalc’hmat war-du ar reter. A-hed nao bloavez e rejont d’ezo eur brezel diouennus.

Trec’h da goun an dud koun an doueed ! Nepred ne gollont envor an torfedou koz. Ano an dorfedourien ne da nepred diouto. Er c’hourvibien e kastizont gwall-oberiou an tadou. N’eus ganto na digarez na distaol. E-pad an nao bloavez-se eo e peurwalc’has an daou zoue deut a Argantomagos kanv ha dismantr bro an Hanv. Pemp oberenn gasaüs a oa bet kiriek, gwechall, da varo Broïz-Wenn : lazidigez ar wazed, merzeridigez ar mammou, sklavedigez ar vugale, saotridigez ar werc’hezed, terridigez al lezennou. D’ar bemp gwall-oberenn-ze, setu ar c’hastiz a voe talvezet gant Esus ha Kernunnus : etre an Albis hag an Taranis e lakjont an holl stêriou-dour da stêriou-gwad, an holl gompezennou geot da gompezennou korfou maro, an holl grec’hiennou mein ha nri da grec’hiennou pennou-trouc’het. Ar gwerzennou-man a voe kanet gant Bodua [1] :

  1. E-touez Douar-braziz, er Ia kantved goude H. S., e kaver an ano-doueez Katubodua pe Atubodua war eun enskrivadur eus an Alpou. Gand eneziz Iweron, er grenn-amzer, Bodb « branez » (=*Bodua) a zo eun doueez eus an emgann. Hervez eur skrid ez eo gwreg Tethra, unan eus doueed ar Bed-all, a zo e ano hini eun doare bran (D’Arbois, Cycle, pp. 195-6 ; Civilisation, pp. 197-200). Skridou all he laka, a-gevret gant Nemon (*Nemetona), da wreg da Net (*Nentos) pe Neit (*Nentis), mab Indu, douaren De (*Dêvos). Eun doue eus ar brezel eo Net hag e talv e eil ano kement ha « kann, gouli ». Taolennet d’eomp eo Bodb gand an Tain bo Regamna « Skrapadenn buoc’hed Regamain » evel eur vaouez ruz, diouabarant ruz en he fenn, eur vantell ruz hag eun doneg ruz en-dro d’ezi (D’Arbois, les Druides, p. 165). Diou c’hoar he deus : Macha ha Morrigu. O zad eo Buan « Peurbadus » hervez skridou-zo, Ernmas « Houarnlaza » hervez skridou-all. Eun trede rummad leoriou a lavar ez eo Macha merc’h Mider (*Medros) ; Grian Banchure « the Sun of Womanfolk » a zo neuze he les-ano (the Edimburgh Dinns-henchas, war Folk-Lore, IV, 1893, pp. 62-3). Meur a Vacha all a gaver e lennegez koz Iwerzon hag a zo, gwirhenvel, doubladuriou diwar houman : — Macha Mong-ruadh « He Moue ruz », merc’h Aed Ruadh « Tan ruz », roue meur Iwerzon war-dro ar bloaz 400 kent H. S. ; eur vrezelourez vrudet a oa anezi a lakeas sevel e Bro-Ulad ar c’hrenvlec’h meur anvet Emain-Macha diouz hec’h ano ; — Macha, gwreg Nemet (*Nemetos), mab Agnoman ; — Macha, gwreg Crunn, mab Agnoman ; eur rederez dispar ez eo houman : eviti da veza ac’hub, e voe trec’h en eur redadeg da gezeg roue an Uladed.