Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/110

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 110 —

metou evel eur c’hoar an hini a zo ken henvel ouzoc’h, ar verc’h bet engehentet war glann an tonnou gant Kantamos Lïes-lenvet : Alaba. »

Ar gaera eus gwerc’hezed ar Seiz-bagad d’ar mare ez oa Leukimâra, merc’h Nantorix, roue bagad ar Marc’h. Kernunnos a deneraas e galon outi hag he c’hemeras da bried. An daou gadour a gimiadas, goude, ganto o gwragez hag o c’houn. En tu-hont d’an Albis ez ejont war an harzou reterel d’o difenn.

E-kenver d’an harzou-ze eo en em gav bro ar Vured (Buri) [1], ar Skired [2] hag ar Skoloted [3] ma ra anezi ar C’hresianed Skuthia. Ha kement-man a laka anat ar vro-ze : goloet a goadou tenval eo en hanternoz hag, e-pad c’houec’h miz, e weler enni ar stered da greiz an deiz. Sklêr ha dizolo eo diouz tu ar c’hreisteiz.


Difenn an harzou reterel.


El lec’h-se eo en em ziazezjont, eta, diouz am eus klevet, war hed nao derveziad kerzed diouz Treva [4] er gevred, ouz troad ar meneziou [5] war an hent a gas d’ar porziou-mor [6].

  1. War glann ar Vistula uhela, Tacitus, Germ. 43.
  2. Etre ar Vistula hag an Dnieper, Bulletin de Correspondance hellénique, 1910, p. 258.
  3. Pe Skuthed en Europ, D’Arbois, Premiers Habitants, I, pp. 223-64 ; Dottin, Anciens Peuples, pp. 172-80 ; Minus Scythians and Greeks, Cambridge, 1913 ; Rostovtzeff, Iranians and Greeks in South Russia, Oxford, 1922. Gwelout ivez Kondakof, Tolstoï ha S. Reinach, Antiquités de la Russie méridionale, Paris, 1892 ; Tallgren, l’Age du Cuivre dans la Russie centrale, Helsingfors, 1920 ; l’Epoque dite d’Ananino dans la Russie orientale, Helsingfors, 1919 ; (kenveria Anthropologie, 1923, pp. 556-61).
  4. Treoua, Ptolemaios, II, 2, 12. Hambourg marteze ? C. Jullian, Rev. des ét. ant., 1915, p. 124.
  5. Menez Karpis, ar C’harpatou hizio, henvel a-walc’h.
  6. Moarvat ar porziou bet krouet gand ar C’hresianed en arvor ar mor-Du, Olbia en o zouez, Bulletin de correspondance hellénique, 1910, pp. 255-8. Diwar-benn an hent meneget aman hag an dalvoudegez anezan en Hen-Amzer, sellout ouz Jullian, Rev. des ét. anc. 1915, p. 124 ; Bertrand, la Gaule avant les Gaulois, 2vet mouladur, p. 165, notenn 1 ; H. de Tourville, Histoire de la formation particulariste, pp. 3-9.