muia-karet ! » Hag ar vrezelourien ha kêriz ha tec’hout mar gouient, oc’h en em skigna a bep tu.
Ha mont Esus d’ar c’harc’har-maen m’oa bac’het ar ouestlidi. Troad houarn e vouc’hal a stokas ouz an nor anezan ha kerkent e strakas an nor a dammou [1]. An holl ouestlidi a oa dalc’het eno a zeuas er-maez, en o fenn Maponos, mab Matrona, ha mont pep-hini daved e vro hag e bobl. Hogen, kent kimiadi, e lavarjont da Esus ha da Gernunnos penaos ez oa marvet Kantamos dre stign rouanez ar C’hornog goude da houman genel d’ezan eur verc’h, Alaba.
Distremen kêr hag an emgannlec’h a eure Esus ha Kernunnos hep ma kredas nikun sevel outo war o hent pe en em ziskouez a-bell zoken dirag o daoulagad. Hag i mont er maeziou a skôe d’ar mor da logig ar vaouez koz, e-kreiz ar c’hoadig-dero, kistin ha skao-gwrac’h. Mont e-barz a reas Esus, kemerout al lestr m’en doa lakaet relegou ar bugel, o zenna er-maez, skarza diouto an holen, o astenn war e vantell ouz o renkan reiz-mat en o lec’h rekis. Skigna a reas warno an tri-c’hant ha pevar-ugent louzaouenn-hud yec’hedus [2] he doa kutuilhet Alaba, hervez al lid, derc’hent deiz ar goursao-heol, hag, adpleget e vantell war o gorre, e rannas geriou galloudek. Dre galloud ar geriou ha nerz al louzaouennou, ec’h adteuas c’houez ha gor ar vuhez en holl zismantrou-ze ; an drailhennou kig, ar pennadou nervennou, an tammou kigennou, ar skiriennou askorn o tont da genstrolla an eil ouz egile. Ma adstagas ar galon da lammat hag ar gwad da redek er gwazied. Neuze e lamas Esus ar vantell ha setu ar bugel advevet o tigeri e zaoulagad hag o para e sell ouz e sell-hen.
« Hir ha kalet eo bet da hun, paotrig, » eme Esus.
Hag hen kregi ennan hag e rei da Alaba. Houman e bakas