Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/104

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 104 —

en he mantell. Pokat a eure d’ezan hag e starda war he c’halon. Dilavar ha difinv e vanas ar bugel etre divrec'h ar plac’h yaouank, harp e benn ouz ar skoaz anezi, evel pa vije c’hoaz e holl eskern brevet ennan.

« Rei laez a renkfed d’ar mabig nevez-c’hanet-man, eme Esus. Blinik eo ha gwezel c’hoaz. »

Hag o tont er-maez, e welas e toull an nor ar sorserez Atebodua a oa o c’horro he buoc’h zu [1]. En e sav adrek he c’hein Kernunnos beg e c’hoaf gantan a-stok etre daou blanken-skoaz ar sorserez. Hen eo a oa aet d’he c’herc’hat d’al lec’h-se evid ar bugel. Esus a rôas al laez da Alaba ha houman a reas d’ar bugel eva. Kerkent e teuas en-dro d’ezan e nerz hag e virvidigez. Hag hen en em deurel a-dro-vriad e kerc’hen Alaba, ha pokat d’ar plac’h kaer gant karantez, teneredigez, beoder. En em rikla goude diwar he barlen d’an douar ha dont da saludi Esus ha Kernunnos. Heman a lavaras d’ezan en eur ziskouez Esus hag Alaba :

« Paotrig, maro eo da vamm ha maro ivez da dad-mager. Kemerout re-all en o lec’h a zo red ober. D’an daou-man eo e tleez da eil-vuhez ; ha laouen e ve ganez o c’haout da dad ha da vamm ?

— Ya, laouen, eme ar paotrig ; n’oufen kaout gwelloc’h mamm eget va c’hoar Alaba ha pelec’h e c’hallfen kavout eun tad-mager furoc’h, kadarnoc’h ha brudetoc’h eged ar c’hadour divarv-ze, mab Luguselva. Hogen, mar kemeran anezan da dad-mager, da beseurd ez kemerin-te, o aotrou Kernunnos ? »

Kernunnos a gemeras ar bugel etre e zaouarn hag e savas dirag e zremm : « Da luxterios (« mestr-klezeiataer ») [2] e vezin, paotrig, emezan, hag e-touez holl vugale Vanos ne vezo hini gwelloc’h dourniet egedout da glezeiata ».

  1. Cf. Rev. celt. 1908. p. 201. Atebodua « branez vat ».
  2. An hen-iwerzoneg luchtaire, spis-c’heriet gant lanista, a c’houlenn eur c’heltieg luxterios pe luxtarios,, D’Arbois, Etudes grammaticales sur les langues celtiques ; Phonétique et dérivation bretonnes, p. 39*. — Diwar-benn ar ger galianek luxtos « sammet » pe « mat da veza sammet, d’ober eur sammad », ar geriou iwerzonek lucht (= *luktus) « meuriad, rummad, skouadrennad-tud », e kembraeg llwyth hevelep steriou, lenn pennad-skrid J. Loth, les Graffites gaulois de la Gaufresenque, war ar Rev. celt. 1924, pp. 1-64.