Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/89

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 87 —

d'ober nemet teurel dour war eskern an naer hag e kouezje glao raktal war o farkou[1].


Dimezi Vindosêtlos.


A-benn eun nebeut amzer goude, e welas tud Tastris[2] eur vagig o tont war vor eus ar C’huz-heol. Enni eur paotr yaouank kaer, melen e vleo, gwenn e zilhad, eur vanal-ed gwiniz dirazan[3]. Lavarout a reas d’ezo ez oa Vindosêtlos e ano, hag hen mab d’o roue. Eun ano a gelou mat e kavas d’ezo ez oa e ano, ha, gounezet o c’halon dre e gened, e rejont d’ezan ar gwella degemer. Pa daolas e droad war an aod, e teuas laouen an douar. Eus doun o zïez a c’hlazvez e vousc’hoarzas an diou zoueez ouz ar c’hadour yaouank, ouz an den yaouank gouiziek ha fur o tont en-dro daved e bobl. En arouez a zonedigez-vat e kasjont etrezeg ennan nijadegou koulmed gwenn[4]. Betek ti e gerent e voe amheuliet ganto. Hag eno, kludet ma ’z edont war e ziouskoaz, war diouskoaz e dad hag e vamm, e vreudeur hag e c’hoarezed, war gein ar buoc’henned hag an ejened, war dôenn an ti hag al logellou, war skourrou ar gwez, e voe leun-holl ar frankizenn eus o gwennded hag o grougousadeg.

Ar gwiniz en doa digaset a voe hadet gant Vindosêtlos er

  1. Frazer, I, pp. 112-3, 126.
  2. Ar Jutland, Plinius, IV, p. 97 ; Rev. celt. 1891, p. 4.
  3. Sellout Rev. celt. 1913, p. 184.
  4. Kenveria Rev. des Et. anc. 1907, pp. 86 (skeudenn), 186 ; Pro Alesia, 1907, p. 221. Diwar-benn an diou zoueez-veur, ar Vamm hag ar Verc’h, gwelout Glotz la Civilisation égéenne, 1923, pp. 281-90 ; Frazer, III, pp. 210-69. Diwar-benn an dimezi etre an doue hag an doueez hag ar peziou-c’hoari santel a daolenne bep bloaz an dimezi-ze, Glotz, pp. 290-3 ; Bertha S. Phillpots, the Elder Edda and Ancient Scandinavian Drama, Cambridge, 1920. Kenveria Rev. arch. 1902, p. 257 (Dionusou pathê) ; 1921, I, p. 173 ; Rev. des Et. anc. 1920, pp. 136-7, 149-50 ; 1921, p. 150. A-zivout ar roudou manet e giziou hag e marvailhou ar bobl war-lerc’h al lidou a oa gwechall stag ouz pep rann-vloaz, sellout ouz Saintyves, Liturgies populaires, rondes enfantines et quêtes saisonnières, 1919 ; les Contes de Perrault et les récits parrallèles, leurs origines : Coutumes primitives et Liturgies populaires, 1923.